1 Samuel 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 9 1 Bez' e oa un den eus Benjamin, anvet Kish, mab Abiel mab Zeror mab Bekorad mab Afiak mab ur Benjaminad. Un den kadarn ha kalonek e oa. 2 Ur mab en doa, anvet Saül, yaouank ha kaer, hag hini ebet eus mibien Israel ne oa kaeroc'h egetañ; adalek e skoaz e oa uheloc'h eget an holl bobl. 3 Azenezed Kish tad Saül a oa kollet. Kish a lavaras da Saül e vab: Kemer ganit unan eus ar vevelien ha sav; kae da glask an azenezed. 4 Tremen a reas eta dre venez Efraim, hag e tremenas dre vro Shalisha, ha n'o c'havjont ket. Goude e tremenjont dre vro Shaalim, ha ne oant ket eno. Hag e tremenjont dre vro Benjamin, ha n'o c'havjont ket. 5 Pa voent deuet da vro Zuf, Saül a lavaras d'e vevel a oa gantañ: Deus ha distroomp ac'hann, gant aon na baouez va zad d'en em chalañ gant an azenezed, ha na vefe nec'het diwar hor pennoù. 6 Hag ar mevel a lavaras dezhañ: Setu, bez' ez eus en gêr-mañ un den Doue, un den enoret, ha kement a lavar a c'hoarvez. Eomp d'e gavout bremañ, marteze e tesko deomp an hent hon eus da vont gantañ. 7 Saül a lavaras d'e vevel: Mard eomp d'e gavout, petra a gasimp d'an den-se? Rak n'eus bevañs ebet ken en hor seier, ha n'hon eus prof ebet da gas d'an den Doue. Petra hon eus ganeomp? 8 Ar mevel a respontas da Saül o lavarout: Setu amañ en em gav etre va daouarn ur c'hard sikl arc'hant, a roin d'an den Doue, hag e tesko deomp hon hent. 9 Gwechall en Israel, pa'z aed da c'houlennata Doue, e veze lavaret evel-henn: Deuit, eomp da gavout ar gweler; rak an hini a vez anvet hiziv ar profed a veze anvet gwechall ar gweler. 10 Saül a lavaras d'e vevel: Lavaret mat ec'h eus, deus, eomp! Hag ez ejont d'ar gêr ma oa an den Doue enni. 11 Evel ma pignent dre grec'h kêr, e kavjont merc'hed yaouank a yae da dennañ dour, hag e lavarjont dezho: Hag emañ amañ ar gweler? 12 Hag e respontjont dezho o lavarout: Setu-eñ amañ dirazout. Hast buan, rak hiziv eo deuet e kêr, dre ma ra ar bobl hiziv un aberzh war an uhellec'h. 13 Pa viot aet e-barzh kêr, e kavot anezhañ a-raok ma pigno d'an uhellec'h evit debriñ, rak ar bobl ne zebro ket ken na vo deuet, ha ken n'en devo benniget an aberzh. Goude-se ar re a zo pedet a zebro dioutañ. Pignit eta, hag e gavout a reot bremañ. 14 Pignat a rejont eta da gêr, hag evel ma erruent e kreiz-kêr, setu, Samuel a zeue en arbenn dezho evit pignat d'an uhellec'h. 15 An AOTROU en doa komzet ouzh Samuel un deiz a-raok ma teuas Saül, o lavarout: 16 Warc'hoazh d'an eur-mañ e kasin dit un den eus bro Benjamin, hag ec'h olevi anezhañ evit bezañ rener war va fobl Israel, hag eñ a zieubo va fobl eus dorn ar Filistined. Rak sellet em eus ouzh va fobl, rak deuet eo he garm betek ennon. 17 P'en deus Samuel gwelet Saül, an AOTROU a lavaras dezhañ: Setu an den am eus komzet diwar e benn, eñ eo an hini a reno war va fobl. 18 Saül a dostaas ouzh Samuel e-kreiz an nor hag a lavaras: Diskouez din, mar plij, pelec'h emañ ti ar gweler. 19 Samuel a respontas da Saül o lavarout: Me eo ar gweler. Pign dirazon d'an uhellec'h, hag e tebrot ganin hiziv. Ha warc'hoazh ez lezin da vont kuit. Disklêriañ a rin dit kement a zo ez kalon. 20 Met diwar-benn an azenezed ec'h eus kollet tri deiz 'zo, na vez ket chalet ganto, rak adkavet int. Ha war-zu piv eo ec'h astenn holl c'hoant Israel? Ha n'eo ket war-zu ennout ha war-zu holl di da dad? 21 Saül a respontas o lavarout: Ha n'on ket Benjaminat, eus an disterañ meuriad a zo en Israel, ha va ziegezh, ha n'eo ket an hini bihanañ eus holl diegezhioù meuriad Benjamin? Perak neuze e komzez evel-se din? 22 Samuel a gemeras Saül hag e vevel hag o lakaas da vont er sal, hag e roas dezho ul lec'h e penn ar re bedet, a oa war-dro tregont den. 23 Samuel a lavaras d'ar c'heginer: Ro al lodenn am eus roet dit en ur lavarout: Laka-hi a-gostez. 24 Ar c'heginer a gemeras ar skoaz gant ar pezh a oa warni, hag he lakaas dirak Saül. Samuel a lavaras: Setu amañ ar pezh a zo bet miret. Laka-eñ dirazout ha debr, rak miret eo bet dit a-benn an eur-mañ, abaoe ma em boa lavaret pediñ ar bobl. Ha Saül a zebras gant Samuel en deiz-se. 25 Hag e tiskennjont eus an uhellec’h e kêr, ha Samuel a gomzas gant Saül war an doenn. 26 Goude e savjont da c'houloù-deiz. Samuel a c'halvas Saül war an doenn hag a lavaras: Sav hag ez lezin da vont. Saül a savas eta, hag ez ejont o-daou er-maez, eñ ha Samuel. 27 Evel ma tiskennent da draoñ kêr Samuel a lavaras da Saül: Lavar d'ar mevel tremen a-raok deomp, hag e tremenas, ha te chom a-sav bremañ, ma rin dit klevout komz Doue. |