1 Samuel 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 1 Pa voe deuet Samuel da vezañ kozh, e lakaas e vibien da varnerien war Israel. 2 E gentañ-ganet a oa anvet Joel, hag an eil Abija, hag e varnent e Beer-Sheba. 3 Met e vibien ne gerzhent ket war e hent, ha treiñ a raent diwarnañ evit klask ar gounid, hag e tegemerent donezonoù, hag e wallsient ar gwir. 4 Neuze holl henaourien Israel en em zastumas, hag a zeuas da gavout Samuel e Rama. 5 Lavarout a rejont dezhañ: Setu, deuet out da vezañ kozh, ha da vibien ne gerzhont ket war da hent. Bremañ laka warnomp ur roue evit hor barn, evel m'o deus an holl vroadoù. 6 Displijout a reas da Samuel ar ger-mañ: Laka warnomp ur roue evit hor barn. Ha Samuel a bedas an AOTROU . 7 An AOTROU a lavaras da Samuel: Sent ouzh mouezh ar bobl e kement ha ma lavaront dit, rak n'eo ket te an hini a daolont kuit, met me eo a daolont kuit, evit na renin ken warno. 8 Hervez an holl oberoù o deus graet abaoe an deiz ma em eus o lakaet da bignat eus an Ejipt betek hiziv, o tilezel ac'hanon hag o servijañ doueoù all, evel-se e reont ez keñver. 9 Bremañ eta sent ouzh o mouezh. Koulskoude ne vanki ket da rebech anezho ha da zisklêriañ dezho penaos e raio dezho ar roue a reno warno. 10 Neuze Samuel a lavaras holl gomzoù an AOTROU d'ar bobl a c'houlenne ur roue digantañ. 11 Hag e lavaras: Setu amañ petra a raio deoc'h ar roue a reno warnoc'h. Kemer a raio ho mibien, hag o lakaio war e girri hag e-touez e varc'hegerien da redek dirak e garr, 12 hag o lakaio ivez da bennoù a vilieroù ha da bennoù a hanterkantad, hag o lakaio da arat e barkeier, da zastum e eostoù, da ober e vinvioù-brezel ha tenn e girri. 13 Kemer a raio ho merc'hed, hag e raio diouto porfumerezed, keginerezed ha baraerezed. 14 Kemer a raio ho parkeier, ho kwini hag ho kwez-olivez gwellañ, hag o roio d'e servijerien. 15 Sevel a raio an deog diwar ho trevadoù ha diwar ho mendemoù, evit o reiñ d'e spazhidi ha d'e servijerien. 16 Kemer a raio ho mevelien hag ho mitizhien, an dibab eus ho tud yaouank, hag hoc'h ezen, evit o implijout d'e labourioù. 17 Sevel a raio an deog diwar ho tropelloù, hag e viot e sklaved. 18 Garmiñ a reot en deiz-se, en abeg d'ho roue ho po dibabet, met an AOTROU ne selaouo ket ouzhoc'h en deiz-se. 19 Met ar bobl ne fellas ket dezho selaou ouzh mouezh Samuel, hag e lavarjont: Nann! Met bez' e vo ur roue warnomp, 20 hag e vimp, ni ivez, evel an holl bobloù. Hor roue hor barno, hag a yelo a-raok deomp, hag hor reno d'ar brezelioù. 21 Samuel a glevas holl gomzoù ar bobl, hag o lavaras ouzh divskouarn an AOTROU . 22 Hag an AOTROU a lavaras da Samuel: Sent ouzh o mouezh, laka warno ur roue. Ha Samuel a lavaras da dud Israel: Kit pep hini ac'hanoc'h d'e ger. |