1 Samuel 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 6 1 Arc'h an AOTROU a voe seizh miz e bro ar Filistined. 2 Ar Filistined a c'halvas an aberzhourien hag an divinourien, hag e lavarjont dezho: Petra a raimp gant arc'h an AOTROU? Deskit deomp penaos he c'hasimp d'he lec'h? 3 Hag e respontjont: Mar kasit kuit arc'h Doue Israel, n'he c'hasit ket goullo. Na vankit ket d'ober un aberzh a gablusted, ha neuze e viot yac'haet, hag e ouiot perak n'en em denn ket e zorn diwarnoc'h. 4 Hag e lavarjont: Peseurt aberzh a gablusted a raimp? Hag e respontjont: Hervez niver priñsed ar Filistined, pemp gwazrudez aour ha pemp logodenn aour, rak un hevelep gouli a zo bet warnoc'h holl ha war ho priñsed. 5 Ober a reot skeudennoù eus ho ruzderioù, ha skeudennoù eus al logod a zistruj ar vro, hag e roiot gloar da Zoue Israel. Marteze e skañvaio e zorn diwarnoc'h, diwar ho toueoù, ha diwar ho pro. 6 Perak e kaletafec'h ho kalon, evel m'o deus kaletaet an Ejipsianed ha Faraon o c'halon? Goude m'en doe graet a-enep dezho e vurzhudoù, ha n'o lezjont ket da vont kuit? Hag ez ejont kuit. 7 Bremañ eta kemerit peadra d'ober ur c'harr nevez ha div vuoc'h a ro da zenañ ha n'eus ket bet c'hoazh lakaet warno ar yev, stagit an div vuoc'h ouzh ar c'harr, ha distroit o re vihan d'ar gêr. 8 Kemerit arc'h an AOTROU , ha lakait anezhi war ar c'harr. An oberennoù aour ho po paeet evel aberzh a gablusted a lakaiot en ur c'houfrig en he c'hichen, hag e kasot anezhi, hag ez aio kuit. 9 Neuze e sellot. Mar pign etrezek Bet-Shemesh, dre hent an harz, eo an AOTROU an hini en deus graet deomp an droug bras-se. Ma ne ra ket, e ouezimp n'eo ket e zorn en deus skoet warnomp, met eo c'hoarvezet kement-mañ ganeomp dre zarvoud. 10 Hag an dud-mañ a reas evel-se. Kemer a rejont div vuoc'h a roe da zenañ, hag e stagjont anezho ouzh ar c'harr, hag e serrjont o re vihan er gêr. 11 Hag e lakajont arc'h an AOTROU war ar c'harr, hag ur c'houfrig gant al logod aour ha skeudennoù o ruzderioù. 12 Neuze ar buoc'hed a yeas eeun gant hent Bet-Shemesh, hag en em zalc'hjont atav war an hevelep hent, o kerzhout hag o vlejal, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz. Priñsed ar Filistined a yeas war o lerc'h betek harz Bet-Shemesh. 13 Tud Bet-Shemesh a vede ed en traonienn. Hag e savjont o daoulagad hag e weljont an arc'h, hag e laouenajont ouzh he gwelout. 14 Ar c'harr a zeuas e park Jozue eus Bet-Shemesh, hag a arsavas eno. Hag eno e oa ur maen bras, hag e voe faoutet koad ar c'harr, ha kinniget ar buoc'hed evel loskaberzh d'an AOTROU . 15 Al Levited a ziskennas arc'h an AOTROU hag ar c'houfrig a oa en he c'hichen, ma oa ennañ an oberennoù aour, hag o lakajont war ar maen bras. En deiz-se tud Bet-Shemesh a ginnigas loskaberzhoù hag a aberzhas aberzhoù d'an AOTROU . 16 Ha pemp priñs ar Filistined, o vezañ gwelet kement-se, a zistroas da Ekron an deiz-se. 17 Setu ar ruzderioù aour a roas ar Filistined d'an AOTROU evel aberzh a gablusted: unan evit Asdod, unan evit Gaza, unan evit Askalon, unan evit Gad, unan evit Ekron. 18 Al logod aour a oa hervez niver holl gêrioù ar Filistined a oa dindan ar pemp priñs, ken ar c'hêrioù serret ken ar bourc'hioù digor. Ar maen bras a oa lakaet arc'h an AOTROU warnañ, a zo c'hoazh betek hiziv e park Jozue eus Bet-Shemesh. 19 Hogen an AOTROU a skoas war dud Bet-Shemesh, dre m'o doa sellet ouzh arc'h an AOTROU . Hag e skoas e-touez ar bobl war hanter-kant mil dek den ha tri-ugent. Ar bobl a reas kañv, dre m'en doa skoet an AOTROU warno gant ur gouli bras. 20 Neuze e lavaras tud Bet-Shemesh: Piv a c'hellfe derc'hel dirak an AOTROU , an Doue santel? Ha war-zu piv e pigno an arc'h o pellaat diouzhomp? 21 Hag e kasjont kannaded da dud Kirjad-Jearim, da lavarout dezho: Ar Filistined o deus kaset arc'h an AOTROU d'ar gêr. Diskennit d'he lakaat da bignat ganeoc'h. |