1 Samuel 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 1 Komz Samuel a voe evit holl Israel. Mont a reas Israel d'ar brezel a-enep ar Filistined, hag e kampjont e-kichen Eben-Ezer, hag ar Filistined a gampas en Afek. 2 Ar Filistined en em renkas evit an emgann a-enep Israel. Hag e tarzhas an emgann, hag Israel a voe pilet gant ar Filistined, a lazhas war an emgannlec'h war-dro pevar mil den. 3 Ar bobl a zistroas d'ar c'hamp, hag henaourien Israel a lavaras: Perak en deus hon lezet an AOTROU da vezañ pilet gant ar Filistined? Lakaomp arc'h emglev an AOTROU da zont eus Silo, ra zeuio en hor c'hreiz, ha ra hon dieubo eus dorn hon enebourien. 4 Ar bobl a gasas eta da Silo, a-belec'h e voe degaset arc'h emglev AOTROU an armeoù, a zo o chom etre ar cherubined. Ha daou vab Eli, Hofni ha Fineaz, a oa eno gant arc'h emglev Doue. 5 Evel ma'z ae arc'h an AOTROU er c'hamp, holl Israel a laoskas kriadennoù ken bras ma sonas an douar. 6 Ar Filistined, o klevout trouz ar c'hriadennoù a levenez, a lavaras: Petra eo ar c'hriadennoù a levenez-se e kamp an Hebreed? Hag ec'h anavezjont e oa deuet arc'h an AOTROU d'ar c'hamp. 7 Ar Filistined o doe aon, rak lavarout a rejont: Doue a zo deuet d'ar c'hamp; hag e lavarjont: Gwalleur deomp! Rak ne oa ket evel-se en deizioù tremenet. 8 Gwalleur deomp! Piv hon tenno eus dorn an doueoù galloudus-se? An doueoù-se eo ar re o deus skoet war an Ejipsianed dre bep seurt goulioù er gouelec'h. 9 Filistined, bezit kreñv, bezit kadourien, gant aon na vefec'h sklaved d'an Hebreed, evel ma'z int bet deoc'h. Bezit eta kadourien, ha stourmit. 10 Ar Filistined a vrezelas eta, hag Israel a voe pilet, ha pep hini a dec'has d'e deltenn. Al lazhadeg a voe bras, tregont mil den war droad eus Israel a gouezhas. 11 Hag arc'h Doue a voe tapet, ha daou vab Eli, Hofni ha Fineaz, a varvas. 12 Un den eus Benjamin a dec'has eus an emgann hag a zeuas da Silo en deiz-se, e zilhad roget ha douar war e benn. 13 Hag evel ma errue, setu, Eli a oa azezet war e gador e kostez an hent, o c'hortoz, rak e galon a grene abalamour da arc'h Doue. An den-mañ a yeas e kêr da gas ar c'heloù-se, hag holl gêr a c'harmas. 14 Eli, o klevout ar garmoù-se, a lavaras: Petra eo an trouz-se? Hag an den-mañ a hastas dont da gavout Eli hag a roas keloù dezhañ. 15 Eli a oa oadet a driwec'h vloaz ha pevar-ugent, hag e zaoulagad a oa teñvalaet ha ne c'helle ket gwelout. 16 An den a lavaras eta da Eli: Dont a ran eus an emgann, hag ez on tec'het eus an emgann hiziv. Eli a lavaras: Petra eo c'hoarvezet, va mab? 17 An hini a roe keloù a respontas o lavarout: Israel en deus tec'het dirak ar Filistined, ha zoken ez eus bet ul lazhadeg vras e-touez ar bobl. Da zaou vab, Hofni ha Fineaz, a zo marv ivez, hag arc'h Doue a zo bet tapet. 18 Adal m'en doa komzet eus arc'h Doue, Eli a gouezhas en a-dreñv diwar e gador, e-kichen an nor, hag e torras e gilpenn, hag e varvas., rak un den kozh ha pouezus e oa. Barnet en doa Israel daou-ugent vloaz. 19 E verc'h-kaer, gwreg Fineaz, a oa dougerez ha prest da wilioudiñ. O vezañ klevet ar c'heloù e oa arc'h Doue tapet, hag e oa he zad-kaer hag he fried marvet, e plegas hag e c'hanas, rak he gwentloù a oa deuet dezhi. 20 Evel ma varve, ar re a oa en he c'hichen a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon, rak ur mab ec'h eus ganet. Met ne respontas netra ha ne reas ket a van. 21 Hag ec'h anvas ar paotr Ikabod en ur lavarout: Ar c'hloar a zo lamet eus Israel; rak arc'h Doue a zo bet tapet, hag abalamour d'he zad-kaer ha d'he fried 22 Lavarout a reas: Ar c'hloar a zo lamet eus Israel, rak arc'h Doue a zo bet tapet. |