Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Samuel 30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 30

1 Pa erruas David hag e dud e Ziklag, d'an trede deiz, an Amalekited o doa en em daolet war vro ar c'hreisteiz ha war Ziklag. Skoet o doa war Ziklag ha devet anezhi.

2 Graet o doa prizonidi ar maouezed a oa eno, ar re vihan hag ar re vras. N'o doa lazhet den, met o c'haset o doa ganto, hag e oant aet gant o hent.

3 David hag e dud a erruas e kêr, ha setu ma oa devet dre an tan, hag o gwragez, o mibien hag o merc'hed a oa bet graet prizonidi.

4 Neuze David hag ar bobl a oa gantañ a savas o mouezh hag a ouelas, betek ma n'o doe ken enno a nerzh da ouelañ.

5 Div wreg David a oa bet tapet, Akinoam eus Jizreel hag Abigail gwreg Nabal eus Karmel.

6 David a voe en un enkrez bras, rak ar bobl a gomze d'e veinata. Rak an holl bobl o doa an ene leun a c'hwervder, pep hini abalamour d'e vibien ha d'e verc'hed. Met David en em galonekaas en AOTROU e Zoue,

7 hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar mab Akimelek: Degas din an efod mar plij. Abiatar a zegasas an efod da Zavid.

8 Neuze David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha redek a rin war-lerc'h ar bagad-se? Ha tapout a rin anezho? Hag e respontas dezhañ: Red war o lerc'h, rak a-dra-sur e tapi anezho, hag e tieubi.

9 David a yeas eta gant ar c'hwec'h kant den a oa gantañ, hag ec'h errujont betek froud Besor, e-lec'h ma chomas ar re a vane war-lerc'h.

10 Evel-se David ha pevar c'hant den a gendalc'has, ha daou c'hant a chomas, re skuizh evit treuziñ ar froud Besor.

11 Kavout a rejont er parkeier un den Ejipsian, a zegasjont da Zavid, hag e rojont dezhañ bara, hag e tebras. Hag e rojont dezhañ dour da evañ.

12 Hag e rojont dezhañ ivez fiez sec'h ha daou vlokad rezin sec'h. Debriñ a reas hag ec'h adkemeras e spered, rak n'en doa ket debret bara nag evet dour abaoe tri deiz ha teir noz.

13 David a lavaras dezhañ: Da biv out, hag a-belec'h e teuez? Hag e respontas: Me 'zo ur paotr Ejipsian, servijer un den Amalekit. Va mestr en deus va dilezet dre ma'z on kouezhet klañv, bremañ 'zo tri deiz.

14 Argadet hon eus e kreisteiz ar Geretiz, war zouaroù Juda hag e kreisteiz Kaleb, ha devet hon eus Ziklag dre an tan.

15 David a lavaras dezhañ: Ha ren a ri ac'hanon da gavout ar bagad-se? Hag e respontas: Tou din dre Zoue na'm lazhi ket, ha na'm lakai ket etre daouarn va mestr, hag e renin ac'hanout betek ar bagad-se.

16 Hag e renas anezhañ, ha setu, e oant a-stlabez war an holl vro, o tebriñ, oc'h evañ hag o tañsal, en abeg d'ar preizh bras o doa kemeret eus bro ar Filistined hag eus bro Juda.

17 David a skoas warno adalek gouloù-deiz betek abardaez an deiz war-lerc'h. Ne dec'has ket unan anezho, nemet pevar c'hant den yaouank a bignas war gañvaled hag a dec'has kuit.

18 David a adkavas kement o doa kemeret an Amalekited. Adkavout a reas ivez e ziv wreg.

19 Ne vankas nikun dezho, na bihan na bras, na mab na merc'h, na netra eus ar preizh hag eus kement o doa kaset ganto. David a zegasas holl gantañ.

20 David a gemeras an holl saout ha deñved, hag ar re a gerzhe e penn ar bagad-se a lavare: Hemañ eo preizh David.

21 Neuze David a zeuas da gavout an daou c'hant den a oa bet re skuizh evit heuliañ David, hag en doa lakaet da chom e froud Besor. Hag e teujont en arbenn da Zavid ha d'ar bobl a oa gantañ. David a dostaas outo, hag e saludas anezho.

22 Met an holl dud drouk ha fall, a-douez ar re a oa aet gant David, a respontas o lavarout: Pa n'int ket deuet ganeomp, ne roimp dezho netra eus ar preizh hon eus dastumet, nemet da bep hini e wreg hag e vugale. Ra o c'hemerint, ha ma'z aint kuit.

23 Met David a lavaras: Va breudeur, ne reot ket evel-se diwar-benn ar pezh en deus roet an AOTROU deomp, pa en deus hon miret, hag en deus lakaet etre hon daouarn ar bagad a oa deuet en hon enep.

24 Piv a selaoufe ouzhoc'h e kement-se? Lod an hini a ziskenn d'ar brezel ha lod an hini a chom da ziwall an traoù a zle bezañ kevatal. Lodennañ a raint a-gevret.

25 Kement-se a voe graet adalek an deiz-se, ha deuet eo ur reolenn hag ur c'hustum en Israel betek hiziv.

26 Ha distroet e Ziklag, David a gasas diouzh ar preizh da henaourien Juda, d'e vignoned, o lavarout: Setu un donezon evidoc'h, eus ar preizh tapet war enebourien an AOTROU .

27 Kas a reas d'ar re a oa e Betel, da re a oa e Ramod-ar-C'hreisteiz, d'ar re a oa e Jattir,

28 d'ar re a oa en Aroer, d'ar re a oa e Sifmod, d'ar re a oa en Eshtemoa,

29 d'ar re a oa e Rakal, d'ar re a oa e kêrioù ar Jerakmeeliz, d'ar re a oa e kêrioù ar Genianed,

30 d'ar re a oa en Horma, d'ar re a oa e Kor-Ashan, d'ar re a oa en Atak,

31 d'ar re a oa en Hebron, ha d'an holl lec'hioù m'en doa tremenet drezo, eñ hag e dud.

Lean sinn:



Sanasan