1 Samuel 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 29 1 Ar Filistined a zastumas o armeoù en Afek, hag an Israeliz a gampas e-kichen ar feunteun a zo e Jizreel. 2 Priñsed ar Filistined a gerzhas gant o c'hantoù ha gant o milieroù. David hag e dud a gerzhe er gward-adreñv gant Akish. 3 Pennoù ar Filistined a lavaras: Petra a ra an Hebreed-se amañ? Hag Akish a respontas da bennoù ar Filistined: Ha n'eo ket David, servijer Saül roue Israel, a zo bet ganin deizioù 'zo, pe bloavezhioù 'zo? Ne'm eus kavet netra fall ennañ, abaoe an deiz m'eo deuet ganeomp betek hiziv. 4 Met pennoù ar Filistined a yeas droug enno a-enep dezhañ, hag e lavarjont dezhañ: Kas kuit an den-se, ra zistroio d'al lec'h ma ec'h eus e lakaet, ha ra ne ziskenno ket ganeomp d'an emgann, gant aon na drofe en hon enep en emgann. Rak penaos e c'hellfe kavout trugarez e-kichen e vestr? Ha ne vefe ket war-var pennoù hon dud? 5 Ha n'eo ket an David-se an hini a veze lavaret diwar e benn en ur ganañ hag en ur zañsal: Saül en deus skoet war e vil, ha David war e zek mil? 6 Akish a c'halvas David hag a lavaras dezhañ: An AOTROU a zo bev! Te a zo un den eeun, hag e karjen da welout o tont er-maez hag o vont er c'hamp ganin, rak ne'm eus kavet netra fall ennout abaoe an deiz ma'z out deuet da'm c'havout betek hiziv. Met ne blijez ket d'ar briñsed. 7 Bremañ eta distro ha kae e peoc'h, evit ma ne ri netra a zisplije da briñsed ar Filistined. 8 David a lavaras da Akish: Met petra am eus graet? Petra ac'h eus kavet ez servijer, abaoe an deiz ma'z on bet ganit betek hiziv, evit n'afen ket da stourm a-enep enebourien an aotrou va roue? 9 Akish a respontas o lavarout da Zavid: Gouzout a ran, rak plijout a rez din evel un ael a-berzh Doue. Met pennoù ar Filistined o deus lavaret: Ne zeuio ket ganeomp d'ar brezel. 10 Setu perak, sav mintin mat, gant servijerien da aotrou a zo deuet ganit, savit mintin mat, ha kerkent ha ma welot gouloù an deiz, kit kuit. 11 Evel-se David a savas mintin mat, eñ hag e dud, evit mont kuit adalek ar beure, hag evit distreiñ da vro ar Filistined. Hag ar Filistined a bignas da Jizreel. |