1 Samuel 28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 28 1 En deizioù-se e tastumas ar Filistined o armeoù d'ober brezel a-enep Israel. Akish a lavaras da Zavid: Gouzout a rez a-dra-sur e teui ganin d'ar c'hamp, te ha da dud. 2 David a respontas: Ac'hanta! Gwelout a ri ar pezh a raio da servijer. Hag Akish a lavaras da Zavid: Evel-se e roin dit evit biken an diwall ac'hanon. 3 Samuel a oa marv, hag holl Israel en doa gouelet dezhañ, hag e oa bet sebeliet e Rama, e di. Saül en doa lamet ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien eus ar vro. 4 Ar Filistined en em zastumas, hag e teujont da gampiñ e Sunem. Saül a zastumas holl Israel, hag e kampjont e Gilboa. 5 Pa welas Saül kamp ar Filistined, en doe aon, hag e galon a voe spouronet bras. 6 Saül a c'houlennatas an AOTROU , met an AOTROU ne respontas ket dezhañ na dre huñvreoù na dre an urim na dre ar brofeded. 7 Ha Saül a lavaras d'e servijerien: Klaskit din ur vaouez a bleustr ar speredoù, hag ez in d'he c'havout ha da c'houlenn ali diganti. E servijerien a lavaras dezhañ: Setu ez eus en En-Dor ur vaouez a bleustr ar speredoù. 8 Neuze Saül en em zic'hizas hag a wiskas dilhad all, hag ez eas, eñ ha daou zen gantañ, hag ec'h errujont da noz e ti ar vaouez-mañ. Saül a lavaras dezhi: Divin din mar plij dre ar spered, ha laka da bignat an hini a lavarin dit. 9 Ar vaouez a lavaras dezhañ: Setu, gouzout a rez ar pezh en deus graet Saül, penaos en deus lamet ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien eus ar vro. Perak e stegnez ur pech din, evit va lakaat da vervel? 10 Saül a douas dezhi dre an AOTROU o lavarout: An AOTROU a zo bev! Ne c'hoarvezo droug ebet ganit en abeg da gement-se. 11 Neuze ar vaouez a lavaras: Piv a fell dit a lakain da bignat? Hag e respontas: Laka Samuel da bignat. 12 Pa welas ar vaouez Samuel, e laoskas ur griadenn vras. Hag e komzas ar vaouez ouzh Saül o lavarout: Perak ec'h eus va zouellet? Te eo Saül! 13 Hag ar roue a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon. Petra a welez? Ar vaouez a lavaras da Saül: Gwelout a ran un doue o pignat eus an douar. 14 Hag e lavaras dezhi: Penaos eo e stumm? Respont a reas: Un den kozh a bign, gwisket gant ur vantell. Ha Saül a gomprenas e oa Samuel, hag e plegas e zremm d'an douar, hag e stouas. 15 Samuel a lavaras da Saül: Perak ec'h eus va zrubuilhet, ouzh va lakaat da bignat? Saül a respontas: Nec'het bras on, rak ar Filistined a ra brezel ouzhin, ha Doue a zo aet diganin ha n'en deus ket respontet din, na dre ar brofeded na dre an huñvreoù. Da c'halvet em eus, evit ma roi din da c'houzout ar pezh am eus d'ober. 16 Samuel a lavaras: Perak e c'houlennez kuzul diganin, pa'z eo en em dennet an AOTROU diganit, hag eo deuet da enebour? 17 An AOTROU en deus graet evel m'en doa lavaret drezon. An AOTROU en deus lamet da rouantelezh eus da zaouarn hag he roet da'z nesañ, da Zavid. 18 Dre ma ne'c'h eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU , ha ne'c'h eus ket sevenet tan e gounnar a-enep Amalek, en abeg da gement-se e ra an AOTROU en doare-se ez keñver. 19 Ha zoken an AOTROU a lakaio Israel ganit etre daouarn ar Filistined. Warc'hoazh e viot ganin, te ha da vibien, hag an AOTROU a lakaio kamp Israel etre daouarn ar Filistined. 20 Ha raktal Saül a gouezhas war e hed d'an douar, hag e voe spouronet-meurbet eus komzoù Samuel. Hag ivez e voe hep nerzh dre ma n'en doa debret netra e-pad an deiz nag e-pad an noz. 21 Neuze ar vaouez a zeuas da gichen Saül, hag o welout e oa gwall drubuilhet, e lavaras dezhañ: Setu, da servijerez he deus sentet ouzh da vouezh e riskl d'he buhez; sentet em eus ouzh ar c'homzoù ac'h eus lavaret din, 22 ha bremañ selaou, me az ped, ouzh mouezh da servijerez: Mont a ran da lakaat dirazout un tamm bara, evit ma tebri ha ma kemeri nerzh da vont gant an hent. 23 Ha ne fellas ket dezhañ, hag e lavaras: Ne zebrin ket. Met e servijerien, hag ar vaouez ivez, a zalc'has warnañ, hag e sentas outo. Sevel a reas eus an douar hag ec'h azezas war ar gwele. 24 Ar vaouez he doa ul leue lart en he zi. Hastañ a reas e lazhañ, hag e kemeras bleud, en meras hag e poazhas bara hep goell dioutañ. 25 Hag e lakaas kement-se dirak Saül ha dirak e servijerien. Debriñ a rejont, hag e savjont, hag ez ejont kuit en noz-se. |