1 Samuel 27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 27 1 David a lavaras en e galon: Lazhet e vin un deiz bennak dre zorn Saül. N'eus netra gwelloc'h evidon eget mont da vro ar Filistined, evit ma tremeno Saül hep klask ac'hanon e douaroù Israel, hag evel-se e tec'hin eus e zorn. 2 David a savas eta, hag e tremenas, gant ar c'hwec'h kant den a oa gantañ, da gavout Akish mab Maok, roue Gad. 3 Ha David a chomas gant Akish e Gad, eñ hag e dud, pep hini gant e diegezh. David en doa e ziv wreg, Akinoam eus Jizreel hag Abigail gwreg Nabal eus Karmel. 4 Hag e voe lavaret da Saül e oa aet David betek Gad. Hag e paouezas da redek war e lerc'h. 5 David a lavaras da Akish: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra vo roet din ul lec'h en unan eus kêrioù ar vro-mañ, ma chomin eno. Rak perak e chomfe da servijer e kêr ar roue ganit? 6 Akish a roas dezhañ en deiz-se Ziklag. Setu perak eo bet Ziklag da rouaned Juda betek hiziv. 7 An amzer ma chomas David e bro ar Filistined a voe ur bloaz ha pevar miz. 8 David hag e dud a bigne d'ober argadoù a-enep tud Geshur, tud Gezer hag an Amalekiz, rak ar broadoù-se a oa o chom a bep amzer er vro a oa ouzh tu Shur ha betek bro an Ejipt. 9 Drastañ a rae David ar vro, ne leze da vevañ na gwaz na maouez, hag e kemere an deñved, an ejened, an ezen, ar c'hañvaled hag an dilhad, hag e tistroe hag e teue da gavout Akish. 10 Hag Akish a lavare: Pelec'h hoc'h eus graet hoc'h argad hiziv? Ha David a responte: Etrezek kreisteiz Juda, etrezek kreisteiz Jerakmeel, etrezek kreisteiz ar Genianed. 11 David ne leze da vevañ na gwaz na maouez evit o c'has da C'had, dre ma lavare: Arabat dezho komz a-enep deomp en ur lavarout: Setu ar pezh en deus graet David. Hag e reas evel-se e-pad an holl amzer ma chomas e bro ar Filistined. 12 Akish a grede David hag a lavare: En em lakaet en deus da vezañ kasaus da Israel e bobl, hag e vo va servijer da viken. |