Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Samuel 26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 26

1 Mont a reas tud Zif da gavout Saül e Gibea en ur lavarout: David, ha n'eo ket kuzhet war grec'h Hakila, a-dal d'al lec'h distro?

2 Saül a savas hag a ziskennas betek gouelec'h Zif, gantañ tri mil den eus an dibab a-douez Israel, evit klask David e gouelec'h Zif.

3 Saül a gampas war grec'h Hakila, a-dal d'al lec'h distro, e-kichen an hent. David en em zalc'he er gouelec'h, hag e welas e teue Saül da redek war e lerc'h er gouelec'h.

4 Kas a reas spierien, hag e ouezas da sur e oa erruet Saül.

5 Neuze David a savas hag a zeuas d'al lec'h ma kampe Saül. David a welas al lec'h ma kouske Saül hag Abner mab Ner penn e arme. Saül a gouske e-kreiz ar c'hamp, hag ar bobl a gampe en-dro dezhañ.

6 David a gomzas da Akimelek an Hitit ha da Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag a lavaras: Piv a ziskenno ganin da gavout Saül d'ar c'hamp? Hag Abishai a respontas: Me a ziskenno ganit.

7 David hag Abishai a zeuas eta en noz betek ar bobl, ha setu ma kouske Saül, gourvezet e-kreiz ar c'hamp, e c'hoaf sanket en douar e-kichen e benn. Abner hag ar bobl a oa gourvezet en-dro dezhañ.

8 Neuze Abishai a lavaras da Zavid: Doue en deus hiziv lakaet da enebour etre da zaouarn. Bremañ eta, mar plij, va lez da skeiñ warnañ gant e c'hoaf, betek an douar en un taol hepken, ha ne zistroin ket.

9 Ha David a lavaras da Abishai: N'e laka ket d'ar marv! Rak piv a lakafe e zorn war olevad an AOTROU , hag a vefe digastiz?

10 Ha David a lavaras: An AOTROU a zo bev! An AOTROU e-unan a skoio warnañ, pe e teuio e zeiz hag e varvo, pe ez aio d'ar brezel hag e yelo da get,

11 met ra viro an AOTROU ac'hanon da lakaat va dorn war olevad an AOTROU! Met kemer bremañ mar plij ar goaf a zo e-kichen e benn hag ar pod dour, ha deomp kuit.

12 David eta a gemeras ar goaf hag ar pod dour a oa e-kichen penn Saül, hag ez ejont kuit. Den n'o gwelas, nag a sellas outo, nag a zihunas, rak holl e kouskent, dre m'en doa an AOTROU lakaet ur c'housk pounner da gouezhañ warno.

13 David a dremenas en tu all, hag en em zalc'has war lein ar menez, pell ac'hane; ur pennad mat a oa etrezo.

14 Hag e krias d'ar bobl ha da Abner mab Ner o lavarout: Ha ne responti ket, Abner? Hag Abner a respontas o lavarout: Piv out, te hag a gri d'ar roue?

15 David a lavaras da Abner: Ha n'out ket ur gwaz? Piv a zo heñvel ouzhit en Israel? Perak ne'c'h eus ket diwallet da aotrou ar roue? Rak deuet eo unan bennak eus ar bobl evit lazhañ da aotrou ar roue.

16 Ar pezh ac'h eus graet n'eo ket mat. An AOTROU a zo bev! Dre ma n'hoc'h eus ket diwallet ho mestr, olevad an AOTROU , e tellezit ar marv. Ha bremañ sell pelec'h emañ goaf ar roue, hag ar pod dour a oa e-kichen e benn.

17 Saül a anavezas mouezh David hag a lavaras: Honnezh eo da vouezh, va mab David? David a lavaras, Va mouezh eo, o roue va aotrou!

18 Hag e lavaras: Perak e red va aotrou war-lerc'h e servijer? Petra am eus graet? Peseurt fallentez a zo em daouarn?

19 Ha bremañ, ra selaouo va aotrou roue komzoù e servijer. Mard eo an AOTROU a vount ac'hanout a-enep din, ra vo da zonezon plijus dezhañ, met mard eo an dud, ra vint milliget dirak an AOTROU , rak va c'haset o deus kuit hiziv, evit ma ne c'hellin ket bezañ staget ouzh hêrezh an AOTROU , en ur lavarout: Kae ha servij doueoù estren.

20 Ha bremañ, ra ne gouezho ket va gwad d'an douar pell diouzh dremm an AOTROU . Rak roue Israel a zo deuet da glask ur c'hwenenn, evel ma chaseer ur glujar er menezioù.

21 Neuze Saül a lavaras: Pec'het em eus. Distro va mab David, ra ne rin droug ebet dit, pa'z eo bet prizius va buhez dit hiziv. Setu, graet em eus gant follentez, pec'het kalz-meurbet em eus.

22 David a respontas o lavarout: Setu amañ goaf ar roue, ra zeuio unan ac'hanoc'h d'e gerc'hat, ha ra en kemero.

23 Ra rento an AOTROU da bep hini hervez e reizhder hag e fealded. Rak da lakaet en doa an AOTROU hiziv etre va daouarn, ha n'eo ket bet fellet din lakaat va dorn war olevad an AOTROU .

24 Evel m'eo bet prizius da ene dirak va daoulagad, evel-se e vo prizius va ene dirak daoulagad an AOTROU , hag e tieubo ac'hanon eus pep glac'har.

25 Saül a lavaras da Zavid: Benniget ra vi, va mab David! A-dra-sur e teui a-benn eus pep tra a embregi. Neuze David a gendalc'has gant e hent, ha Saül a zistroas d'e lec'h.

Lean sinn:



Sanasan