Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Samuel 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 25

1 Samuel a varvas, hag holl Israel en em zastumas hag a ouelas dezhañ, hag e voe sebeliet en e di e Rama. Ha David a savas hag a ziskennas betek gouelec'h Paran.

2 E Maon e oa un den o kaout madoù e Karmel. Hag an den-mañ a oa pinvidik-meurbet, tri mil dañvad ha mil gavr a oa dezhañ. Hag e oa e Karmel evit touzañ e zeñved.

3 An den-mañ a oa anvet Nabal, hag e wreg a oa anvet Abigail. Ur vaouez a skiant vat e oa, he dremm a oa kaer da welout. Met an den a oa kalet ha drouk en e oberoù. Eus lignez Kaleb e oa.

4 David a glevas, er gouelec'h, e touze Nabal e zeñved.

5 David a gasas dek eus e dud en ur lavarout dezho: Pignit da Garmel, kit da gavout Nabal, saludit-eñ eus va ferzh,

6 ha lavarit dezhañ: Peoc'h dit evit da vuhez! Peoc'h da'z ti ha da gement a zo dit!

7 Ha bremañ em eus klevet e oa an douzerien du-se. Da vêsaerien a zo bet ganeomp, n'o deus bet kudenn ebet ganeomp, ha netra eus ar pezh a oa dezho n'eo bet kollet e-pad an holl amzer ma'z int bet e Karmel.

8 Goulenn kement-se digant da dud, hag e lavarint dit. Ra gavo eta va zud trugarez dirak da zaoulagad, pa'z omp deuet en un devezh mat. Ro mar plij da'z servijerien ha da'z mab David ar pezh a gavo dindan da zorn.

9 Tud David a zeuas eta hag a lavaras da Nabal an holl gomzoù-se a-berzh David, hag e chomjont sioul.

10 Nabal a respontas da servijerien David o lavarout: Piv eo David, ha piv eo mab Jese? Niverus eo hiziv ar servijerien a zilez o mistri!

11 Hag e kemerfen va bara ha va dour ha va c'hig am eus fichet evit va zouzerien, hag e rofen anezho da dud hag a zeu n'ouzon ket a-belec'h?

12 Neuze tud David a zistroas dre o hent. Deuet en-dro hag erruet, e lavarjont an holl gomzoù-se dezhañ.

13 David a lavaras d'e dud: Ra gemero pep hini ac'hanoc'h e gleze, hag e kemeras pep hini e gleze. David ivez a gemeras e gleze, hag e pignas war-lerc'h David war-dro pevar c'hant den, ha daou c'hant a chomas e-kichen an traoù.

14 Unan eus ar servijerien a gomzas ouzh Abigail gwreg Nabal o lavarout: Setu, David en deus kaset eus ar gouelec'h kannaded evit saludiñ hor mestr, met fuloret en deus en o enep.

15 Koulskoude an dud-se a zo bet gwall-vat en hor c'heñver, ha n'hon eus bet kudenn ebet ganto, ha netra eus ar pezh a oa deomp n'eo bet kollet e-pad an holl amzer ma'z omp bet ganto, pa oamp er parkeier.

16 Servijet o deus da voger deomp, en noz hag en deiz, e-pad an holl amzer ma'z omp bet ganto o peuriñ an tropelloù.

17 Bremañ gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outañ.

18 Neuze Abigail a hastas hag a gemeras daou c'hant bara, div sac'h-lêr gwin, pemp dañvad fichet, pemp sea (5 sea   40 l) greun rostet, kant pakad rezin sec'h, ha daou c'hant kestad fiez sec'h, hag o lakaas war an ezen.

19 Hag e lavaras d'he zud: Tremenit a-raok din, setu, e teuin war ho lerc'h. Met ne lavaras netra d'he gwaz Nabal.

20 Pignet war an azen, e tiskennas eus ar menez dre un hent er goudor. Ha setu, David hag e dud a ziskenne a-dal dezhi, hag en em gavas ganto.

21 David en doa lavaret: En aner eo em eus diwallet kement en doa an den-se er gouelec'h, en doare ma n'en deus kollet netra eus ar pezh a zo dezhañ. Rentet en deus din an droug evit ar mad.

22 Ra raio Doue da enebourien David hervez an diwezhañ rustoni, ma ne lezan dezhañ un den zoken da vevañ, ac'hann da veure, eus kement en deus.

23 Pa welas Abigail eta David, e hastas diskenn diwar hec'h azen d'en em deurel war he dremm dirak David, hag e stouas d'an douar.

24 Kouezhañ a reas d'e dreid hag e lavaras: Ra vo ar fazi warnon, va aotrou! Met ra gomzo da servijerez dirazout, ha selaou komzoù da servijerez.

25 Ra ne daolo ket evezh va aotrou ouzh an den drouk-se, ouzh Nabal, rak evel e anv eo, anvet eo Nabal ha sotoni 'zo ennañ. Met me da servijerez, ne'm eus ket gwelet an dud en deus kaset va aotrou.

26 Bremañ va aotrou, an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! An AOTROU en deus harzet ouzhit da skuilhañ ar gwad ha d'en em veñjiñ gant da zorn da-unan. Ha ra vo da enebourien hag ar re a glask noazout d'an aotrou evel Nabal.

27 Ha bremañ setu an donezon he deus degaset da servijerez da'm aotrou, evit ma vo roet d'an dud a gerzh war-lerc'h va aotrou.

28 Pardon mar plij fazi da servijerez, rak an AOTROU ne vanko ket da reiñ da'm aotrou un ti dalc'hus, dre ma ren va aotrou brezelioù an AOTROU , ha ma n'eus bet kavet drougiezh ebet ennout da vuhez-pad.

29 Mar sav unan bennak evit da drubuilhañ hag evit klask da vuhez, ene va aotrou a vo staget ouzh torkad ar vuhez e-kichen an AOTROU da Zoue. Ha teurel a raio pell, evel gant ur vatalm, ene da enebourien.

30 P'en devo graet an AOTROU da'm aotrou an holl vad en deus lavaret diwar da benn, ha p'en devo da lakaet rener war Israel,

31 kement-mañ ne vo ket ur maen-kouezh evidout, ha kalon va aotrou n'he devo ket keuz da vezañ skuilhet ar gwad hep abeg, ha da vezañ en em veñjet e-unan. P'en devo graet vad an AOTROU da'm aotrou, te az po soñj eus da servijerez.

32 Neuze David a lavaras da Abigail: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus da gaset hiziv a-raok din!

33 Benniget ra vo da skiant vat, ha benniget ra vi da-unan, te ac'h eus harzet ouzhin hiziv da skuilhañ gwad ha d'en em veñjiñ dre va dorn va-unan!

34 Met a-dra-sur eo bev an AOTROU Doue Israel, en deus harzet ouzhin d'ober droug dit! Ma ne vijes ket deuet buan a-raok din, ne vije manet da Nabal un den zoken, ac'hann da veure.

35 David a gemeras eus he dorn ar pezh he doa degaset hag a lavaras dezhi: Adpign e peoc'h da'z ti. Sell, selaouet em eus ouzh da vouezh, ha da zegemeret mat.

36 Abigail a zistroas da gavout Nabal, ha setu e rae ur fest en e di, evel fest ur roue. Kalon Nabal a oa laouen ennañ, hag e oa mezv-kenañ. Hi ne lavaras dezhañ an disterañ tra betek an deiz warlerc'h.

37 Ha diouzh ar beure, pa oa distroet Nabal eus e vezventi, e wreg a lavaras dezhañ ar pezh a oa c'hoarvezet, hag e galon a voe stroñset marvel hag e teuas da vezañ evel ur maen.

38 War-dro dek devezh goude, an AOTROU a skoas war Nabal, hag e varvas.

39 Pa glevas David e oa marv Nabal, e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU en deus difennet va gwir en dismegañs am eus graet dorn Nabal, hag en deus harzet ouzh e servijer d'ober droug. Met an AOTROU en deus lakaet droug Nabal da gouezhañ war e benn. Ha David a gasas da gomz da Abigail, evit he c'hemer da wreg dezhañ.

40 Servijerien David a zeuas da gavout Abigail da Garmel hag a gomzas dezhi o lavarout: David en deus hon degaset da'z kavout, da'z kemer evitañ da wreg.

41 Neuze e savas, e stouas he dremm d'an douar, hag e lavaras: Setu, da servijerez a vo ur vatezh evit gwalc'hiñ treid servijerien va aotrou.

42 Abigail a savas buan hag a bignas war un azen, ha pemp eus he mitizhien a yeas war he lerc'h. Hag ec'h heulias kannaded David, hag e voe e wreg.

43 David en doa kemeret ivez Akinoam eus Jizreel, hag o-div a voe e wragez.

44 Rak Saül en doa roet e verc'h Mikal gwreg David da Balti mab Laish eus Gallim.

Lean sinn:



Sanasan