1 Samuel 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 24 1 Pa voe deuet en-dro Saül eus redek war-lerc'h ar Filistined, e voe lavaret dezhañ ar ger-mañ: Setu, emañ David e gouelec'h En-Gedi. 2 Saül a gemeras tri mil den eus an dibab a-douez holl Israel, hag ez eas da glask David hag e dud, betek reier ar Chamoezed. 3 Dont a reas e klozioù deñved, tost ouzh an hent, hag e oa eno ur c'hev. Mont a reas Saül ennañ evit e ezhommoù. David hag e dud a oa e foñs ar c'hev. 4 Tud David a lavaras dezhañ: Setu an deiz m'en deus lavaret an AOTROU dit: Lakaat a ran da enebour etre da zaouarn; ober a ri dezhañ evel ma kavi mat. David a savas hag a droc'has pastell mantell Saül goustadik. 5 Met goude-se David a voe fromet en e galon eus m'en doa troc'het pastell mantell Saül, 6 hag e lavaras d'e dud: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon d'ober a-enep va aotrou, a-enep olevad an AOTROU , un dra evel astenn va dorn warnañ! Rak olevad an AOTROU eo. 7 David a harzas e dud gant ar c'homzoù-se, ha n'o lezas ket d'en em sevel a-enep Saül. Ha Saül a savas eus ar c'hev hag a gendalc'has gant e hent. 8 Goude-se David a savas hag a yeas er-maez eus ar c'hev, hag e krias war-lerc'h Saül o lavarout: Va aotrou ha va roue! Saül a sellas en a-dreñv: David a gouezhas, e zremm d'an douar, hag a stouas. 9 David a lavaras da Saül: Perak e selaouez komzoù an dud a lavar: Setu, David a glask da goll? 10 Setu, da zaoulagad o deus gwelet hiziv en deus da lakaet an AOTROU hiziv etre va daouarn er c'hev, ha lavaret eo bet din da lazhañ. Met da espernet em eus en ur lavarout: Ne lakain ket va dorn war va aotrou, rak olevad an AOTROU eo. 11 Sell, va zad, sell ouzh pastell da vantell a zo em dorn. Peogwir em eus troc'het pastell da vantell ha ne'm eus ket lazhet ac'hanout, gouez hag anavez n'eus ennon na drougiezh na dislealded, ha ne'm eus ket pec'het a-enep dit. Ha te a red war-lerc'h va ene evit e dapout! 12 An AOTROU a vo barner etrezon-me ha te, hag an AOTROU a veñjo ac'hanon diouzhit, met va dorn ne vo ket warnout. 13 Eus ar re zrouk e teu an droug, evel ma lavar ur c'hrennlavar kozh. Evel-se va dorn ne vo ket warnout. 14 War-lerc'h piv eo aet roue Israel? War-lerc'h piv e redez? Ur c'hi marv? Ur c'hwenenn? 15 An AOTROU eta a vo barner, hag a varno etrezon-me ha te. Sellout a raio, breutaat a raio va c'haoz, hag em savetaio eus da zorn. 16 P'en doe echuet David da lavarout ar c'homzoù-se da Saül, e lavaras Saül: Honnezh eo da vouezh, va mab David? Ha Saül a savas e vouezh hag a c'harmas. 17 Hag e lavaras da Zavid: Reishoc'h out egedon, rak rentet ec'h eus din ar mad evit an droug am eus graet, 18 ha diskouezet ec'h eus din hiziv penaos e rez gant madelezh em c'heñver, rak an AOTROU en doa va lakaet etre da zaouarn, ha ne'c'h eus ket va lazhet. 19 Pa gav un den e enebour, hag e lezel a ra da vont kuit yac'h ha mat? Ra raio an AOTROU mad dit evit ar pezh ac'h eus graet din hiziv! 20 Ha bremañ setu, me a oar a-dra-sur e reni, hag e vo start etre da zaouarn rouantelezh Israel. 21 Tou din eta bremañ, dre an AOTROU , ne zistruji ket va gouenn war va lerc'h, ha ne zistruji ket va anv eus ti va zad. 22 David a douas da Saül. Neuze Saül a yeas d'e di, ha David hag e dud a bignas d'ar c'hreñvlec'h. |