Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Samuel 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 23

1 Hag e voe lavaret da Zavid evel-henn: Setu emañ ar Filistined oc'h ober brezel e Keila, hag e riñsont al leurioù.

2 David a c'houlennas kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha mont a rin, ha skeiñ a rin war ar Filistined-se? An AOTROU a respontas da Zavid: Kae, sko war ar Filistined-se, ha dieub Keila.

3 Tud David a lavaras dezhañ: Aon hon eus amañ e bro Juda, petra 'vo eta mard eomp da Geila a-enep bagadoù renket ar Filistined?

4 David a c'houlennas kuzul c'hoazh digant an AOTROU , hag an AOTROU a respontas o lavarout: Sav, diskenn da Geila, rak me a lakaio ar Filistined ez taouarn.

5 Neuze ez eas David gant e dud da Geila, hag e stourmas a-enep ar Filistined, hag e kasas gantañ o loened, hag e reas un distruj bras. David a zieubas tud Keila.

6 Pa oa tec'het Abiatar mab Akimelek da gavout David e Keila, e teuas gant an efod etre e zaouarn.

7 Lavaret e voe da Saül e oa deuet David da Geila, ha Saül a lavaras: Doue en deus e lakaet etre va daouarn, rak en em serret en deus en ur vont en ur gêr he deus dorojoù ha prennoù.

8 Ha Saül a c'halvas an holl bobl d'ar brezel, evit diskenn da Geila ha sezizañ David hag e dud.

9 Met David a ouezas ec'h ijine Saül en e enep evit e goll, hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar: Degas an efod.

10 Ha David a lavaras: AOTROU Doue Israel, da servijer en deus klevet e klask Saül dont a-enep Keila, evit distrujañ kêr en abeg din.

11 Hag-eñ e troukroio pennoù Keila ac'hanon etre e zaouarn? Hag-eñ e tiskenno Saül evel m'en deus klevet da servijer? AOTROU Doue Israel, lavar-se da'z servijer, me az ped. An AOTROU a respontas: Diskenn a raio.

12 David a lavaras c'hoazh: Hag-eñ e vin droukroet gant pennoù Keila, me ha va zud, etre daouarn Saül? An AOTROU a respontas: Da zroukreiñ a raint.

13 Neuze David a savas gant e dud, war-dro c'hwec'h kant den, hag e teujont eus Keila, hag ez ejont e-lec'h ma c'helljont. Lavaret e voe da Saül e oa aet kuit David eus Keila. Hag e paouezas da gerzhout.

14 David a chomas er gouelec'h, e kreñvlec'hioù, hag en em zalc'has war ar menez e gouelec'h Zif. Saül a glaske anezhañ bemdez, met ne voe ket deroet gant Doue etre e zaouarn.

15 David a welas e oa aet Saül da glask e vuhez, hag en em zalc'has e gouelec'h Zif, er goadeg.

16 Neuze Jonatan mab Saül a savas hag a yeas da gavout David d'ar goadeg, hag e nerzhekaas e zaouarn e Doue,

17 hag e lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak dorn Saül va zad ne gavo ket ac'hanout, met ren a ri war Israel, hag e vin an eil war da lerc'h. Saül va zad a oar kement-se ivez.

18 Ober a rejont eta o-daou un emglev dirak an AOTROU . Ha David a chomas er goadeg, ha Jonatan a zistroas d'e di.

19 Ha tud Zif a bignas da gavout Saül e Gibea, hag e lavarjont dezhañ: David, ha n'en em zalc'h ket kuzhet en hon touez, e kreñvlec'hioù, er goadeg, war grec'h Hakila a zo e kreisteiz al lec'h distro?

20 Bremañ eta, o roue, diskenn evel m'en deus c'hoant da ene. Diskenn, hag e vo deomp e lakaat etre daouarn ar roue.

21 Saül a lavaras: Ra vennigo an AOTROU ac'hanoc'h, rak hoc'h eus bet truez ouzhin.

22 Kit eta, taolit evezh, anavezit ha gouezit al lec'h ma laka e dreid, ha piv en deus e welet, rak lavaret eo bet din ez eo fin bras.

23 Anavezit eta ha gouezit, e-touez an holl doulloù-kuzh-se, an hini emañ kuzhet e-barzh, ha neuze distroit da'm c'havout pa viot sur a gement-se, hag ez in ganeoc'h. Mard emañ er vro, e klaskin anezhañ gant evezh e-touez holl vilieroù Juda.

24 Sevel a rejont eta hag ez ejont da Zif, a-raok Saül. Met David hag e dud a oa e gouelec'h Maon, er blaenenn, e kreisteiz al lec'h distro.

25 Neuze ez eas Saül hag e dud d'e glask, met lavaret e voe da Zavid a ziskennas ar roc'h hag a chomas e gouelec'h Maon. O vezañ anavezet kement-se, Saül a yeas war-lerc'h David e gouelec'h Maon.

26 Saül a gerzhe war un tu eus ar menez, ha David hag e dud a gerzhe war an tu all eus ar menez, ha David a haste evit mont a-raok Saül. Hag evel ma oa kelc'hiet David hag e re gant Saül hag e dud, ha tost da vezañ tapet,

27 ur c'hannad a zeuas da gavout Saül en ur lavarout: Hast buan ha deus, rak ar Filistined o deus aloubet ar vro.

28 Saül a zistroas eta eus redek war-lerc'h David, hag ez eas en arbenn d'ar Filistined. En abeg da-se e oa anvet al lec'h-se Sela-Hammaklekod.

29 Goude e pignas David ac'hane, hag e chomas e kreñvlec'hioù En-Gedi.

Lean sinn:



Sanasan