Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Samuel 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 22

1 Mont a reas David ac'hane, hag e tec'has da gev Adullam. E vreudeur hag holl diegezh e dad a ouezas kement-se, hag e tiskennjont d'e gavout eno.

2 An holl re a oa diaes en o aferoù, an holl re o doa dleoù, hag an holl re a oa c'hwerv o c'halon, en em zastumas gantañ, hag e voe o fenn. Bez' e voe evel-se gantañ war-dro pevar c'hant den.

3 Mont a reas David ac'hane da Vizpe e Moab. Hag e lavaras da roue Moab: Mar plij, ra zeuio va zad ha va mamm ganeoc'h, ken na vo gwelet petra a raio Doue ganin.

4 O degas a reas dirak roue Moab, hag e chomjont gantañ e-pad an holl amzer ma voe David er c'hreñvlec'h-se.

5 Ar profed Gad a lavaras da Zavid: Na chom ket er c'hreñvlec'h, tec'h ha kae da vro Juda. David a yeas eta, hag e teuas e koadeg Hered.

6 Saül a ouezas e oa dizoloet David hag an dud a oa gantañ. Saül a oa azezet dindan un dervenn war ur c'hrec'h e Gibea, e c'hoaf en e zorn. Hag e holl servijerien en em zalc'he dirazañ.

7 Saül a lavaras d'e servijerien en em zalc'he dirazañ: Selaouit, Benjaminiz: Mab Jese, hag e roio deoc'h-holl parkeier ha gwini? Hag ho lakaio holl, da bennoù a vilieroù ha da bennoù a gantoù?

8 Holl ac'hanoc'h hoc'h eus iriennet em enep, ha den ac'hanoc'h n'en deus lavaret din en deus va mab graet emglev gant mab Jese, ha den ac'hanoc'h n'eo bet poaniet eus va stad ha n'en deus lavaret din en deus va mab savet va servijer em enep, evit stegnañ pechoù din evel ma ra hiziv.

9 Neuze Doeg an Edomad, an hini a oa penn servijerien Saül, a respontas o lavarout: Gwelet em eus mab Jese o tont da Nob da gavout Akimelek mab Akitub,

10 en deus goulennet kuzul digant an AOTROU evitañ, hag en deus roet dezhañ boued ha kleze Goliad ar Filistin.

11 Neuze ar roue a gasas da c'hervel an aberzhour Akimelek mab Akitub hag holl diegezh e dad, an aberzhourien a oa e Nob. Hag e teujont holl da gavout ar roue.

12 Ha Saül a lavaras: Selaou, mab Akitub! Eñ a respontas: Setu-me amañ, va aotrou!

13 Neuze Saül a lavaras dezhañ: Perak hoc'h eus iriennet a-enep din, te ha mab Jese, pa ec'h eus roet dezhañ bara hag ur c'hleze ha goulennet kuzul digant Doue evitañ, evit ma savfe a-enep din ha ma stegnfe pechoù din evel ma ra hiziv.

14 Akimelek a respontas d'ar roue o lavarout: Piv eta, a-douez da holl servijerien, a zo ken leal ha David mab-kaer ar roue, a zo aet war da c'hourc'hemenn, hag a zo enoret ez ti?

15 Daoust hag em eus kroget hiziv da c'houlenn kuzul digant Doue evitañ? Pell diouzhin! Ra ne lakaio ar roue netra war da servijer na war holl di va zad, rak ne ouie da servijer tra ebet a gement-se, na bihan na bras.

16 Ar roue a lavaras: A-dra-sur e varvi, Akimelek, te hag holl diegezh da dad!

17 Neuze ar roue a lavaras d'an archerien en em zalc'he dirazañ: Distroit ha lakait d'ar marv aberzhourien an AOTROU , dre m'o deus prestet o dorn da Zavid, pa ouient e tec'he ha n'o deus ket e lavaret din. Met servijerien ar roue ne fellas ket dezho astenn o dorn evit en em deurel war aberzhourien an AOTROU .

18 Neuze ar roue a lavaras da Zoeg: Distro hag en em daol war an aberzhourien. Ha Doeg an Edomad a zistroas hag en em daolas war an aberzhourien, hag e lazhas en deiz-se pemp den ha pevar-ugent o tougen an efod lin.

19 Hag e lakaas da lazhañ gant barvenn ar c'hleze e Nob, kêr an aberzhourien, ar wazed, ar maouezed, ar vugale, ar re a zene, an ejened, an ezen, hag an deñved.

20 Koulskoude, unan eus mibien Akimelek mab Akitub, anvet Abiatar, a dec'has kuit hag a yeas da gavout David.

21 Abiatar a roas da c'houzout da Zavid en doa lazhet Saül aberzhourien an AOTROU .

22 David a lavaras da Abiatar: Soñjet em eus mat en deiz-se, pa oa Doeg an Edomad eno, na vankje ket da lavarout da Saül. Me a zo kiriek eus marv an holl dud-se eus tiegezh da dad.

23 Chom ganin ha na'z pez ket aon, rak an hini a glask va buhez a glask da hini. Diwallet mat e vi ganin.

Lean sinn:



Sanasan