1 Samuel 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 21 1 Dont a reas David da Nob, da gavout an aberzhour Akimelek. Spouronet e voe Akimelek, hag e redas en arbenn da Zavid hag e lavaras dezhañ: Perak ez out da-unan, ha n'eus den ganit? 2 David a lavaras d'an aberzhour Akimelek: Ar roue en deus urzhiet din un dra, hag en deus lavaret din: Ra ne ouezo den netra eus an dra-mañ, am eus da gaset eviti, nag eus an urzh am eus roet dit. Ha roet em eus un emgav da'm zud e lec'h-mañ-lec'h. 3 Bremañ eta, petra ac'h eus dindan da zorn? Ro din pemp baraenn, pe ar pezh a vo kavet. 4 An aberzhour a respontas da Zavid o lavarout: Ne'm eus ket bara boutin dindan va dorn, bez' em eus bara santel; met da dud, daoust hag en em viret o deus da vihanañ diouzh merc'hed? 5 David a respontas d'an aberzhour o lavarout dezhañ: A-dra-sur, ar merc'hed a zo bet pell diouzhimp abaoe dec'h hag an deiz a-raok, pa'z on aet kuit. Listri va zud a zo glan, ha mard eo kement-se dic'hlan, santelaet e vo hiziv dre al listri. 6 An aberzhour a roas dezhañ eta bara santel, dre ma ne oa ken eno bara all, nemet ar baraoù a ginnig a oa bet dilamet a-zirak an AOTROU , evit lakaat eno baraoù tomm en deiz ma oant dilamet. 7 En deiz-se en em zalc'he eno, dirak an AOTROU , un den a-douez servijerien Saül. Anvet e oa Doeg, un Edomad, penn mesaerien Saül. 8 David a lavaras da Akimelek: Ha ne'c'h eus ket dindan da zorn ur goaf pe ur c'hleze bennak? Rak ne'm eus ket kemeret va c'hleze na va armoù ganin, rak mall e oa ober gant afer ar roue. 9 An aberzhour a lavaras: Setu kleze Goliad ar Filistin, an hini ac'h eus lazhet e traonienn an dervenn; paket eo en un dilhad a-drek an efod, ma fell dit, kemer-eñ evidout, rak n'eus amañ hini all ebet nemet hemañ. David a lavaras: N'eus ket eveltañ, ro-eñ din. 10 David a savas hag a dec'has en deiz-se a-zirak Saül, hag ez eas da gavout Akish roue Gad. 11 Ha servijerien Akish a lavaras dezhañ: Ha n'eo ket hemañ David, roue ar vro? Ha n'eo ket hemañ an hini a veze lavaret diwar e benn en ur ganañ hag en ur zañsal: Saül en deus lazhet e vil, ha David e zek mil. 12 David a lakaas ar c'homzoù-se en e galon, hag en doe un aon bras rak Akish roue Gad. 13 Hag e kuzhas e skiant vat dirak o daoulagad, hag e reas ar sod etre o daouarn, oc'h ober merkoù war stalafioù an dorojoù, hag o lezel e grañch da gouezhañ war e varv. 14 Akish a lavaras d'e servijerien: Ha gwelout a rit ez eo diskiant an den-se? Perak hoc'h eus e zegaset din? 15 Hag e vank tud diskiant amañ, ma hoc'h eus degaset hemañ din evit ober ar sod dirazon? Ha dont a raio an den-se em zi? |