Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Samuel 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 20

1 David a dec'has eus Najod e-kichen Rama hag a zeuas da gavout Jonatan, hag e lavaras dirazañ: Petra am eus graet, pehini eo va direizhder, pehini eo va fec'hed dirak da dad, ma klask va buhez?

2 Eñ a lavaras dezhañ: N'eo ket! Ne varvi ket. Setu, ne ra va zad netra, na bras na bihan, hep henn lavarout din. Perak e kuzhfe va zad ouzhin an dra-mañ? N'emañ ket evel-se.

3 David a douas c'hoazh o lavarout: A-dra-sur e oar da dad em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag en devo lavaret: Ra ne ouio ket Jonatan kement-mañ, gant aon na vefe glac'haret. Met an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev, ur c'hammed 'zo etrezon-me hag ar marv.

4 Jonatan a lavaras da Zavid: Petra a fell dit e rafen? Hag en rin evidout.

5 David a lavaras da Jonatan: Setu emañ al loar nevez warc'hoazh, hag e tlein azezañ gant ar roue da zebriñ. Met va lez da vont kuit da guzhat er parkeier betek abardaez an trede deiz.

6 Mar goulenn da dad diwar va fenn, e responti: David en deus goulennet ouzhin mont en hast da Vetlehem e gêr, dre ma ra e holl diegezh un aberzh-bloaz eno.

7 Mar lavar: Mat eo! Mont a ra mat pep tra evit da servijer, met mar bez fuloret, e ouezi ez eo an droug divizet eus e berzh.

8 Bez madelezhus gant da servijer, pa ec'h eus lakaet da servijer da vont en un emglev ganit dirak an AOTROU . Mard eus ennon un direizhder bennak, va laka d'ar marv da-unan, rak perak am c'hasfes da'z tad?

9 Jonatan a lavaras: Pell diouzhit ar soñj-se! Rak ma teufen da c'houzout en defe divizet va zad an droug diwar da benn, perak ne rofen ket dit da c'houzout?

10 David a lavaras da Jonatan: Piv a roio din da c'houzout ha respont a raio da dad dit un dra bennak garv?

11 Jonatan a lavaras da Zavid: Deus ha deomp d'ar parkeier. Hag ez ejont o-daou d'ar parkeier.

12 Jonatan a lavaras da Zavid: Dre an AOTROU Doue Israel, e furchin va zad warc'hoazh war-dro d'an eur-mañ, pe goude warc'hoazh. Ha setu, mar bez tuet mat e-keñver David, ma ne gasan ket da'z kavout ha ma ne roan ket did da c'houzout,

13 ra raio an AOTROU da Jonatan hervez an diwezhañ rustoni! Ha mar plij da'm zad ober droug dit, e roin ivez dit da c'houzout, hag ez lezin da vont, hag ez i e peoc'h, ha ra vo an AOTROU ganit evel m'eo bet gant va zad!

14 Met ivez, mar befen c'hoazh bev, e vi madelezhus em c'heñver eus madelezh an AOTROU , en doare ma ne varvin ket,

15 ha ma ne denni ket da vadelezh eus va zi, da viken, zoken p'en devo dilamet an AOTROU holl enebourien David diwar-c'horre an douar.

16 Ha Jonatan a reas emglev gant ti David hag a lavaras: Ra denno an AOTROU veñjañs eus enebourien David!

17 Jonatan a lakaas c'hoazh David da douiñ dre ar garantez a zouge dezhañ. Rak karout a rae anezhañ evel e ene.

18 Jonatan a lavaras dezhañ: Warc'hoazh emañ al loar nevez, hag e vo goulennet diwar da benn, rak da lec'h a vo goullo.

19 Met goude warc'hoazh e tiskenni buan, hag e teui war-zu al lec'h ma oas kuzhet da zeiz an afer-se, hag e chomi e-tal maen Ezel.

20 Hag e tennin tri bir a-gostez, evel ma tennfen war ur pal bennak.

21 Ha setu e kasin un den yaouank en ur lavarout dezhañ: Kae da gavout ar biroù. Mar lavaran d'ar paotr: Setu, emañ ar biroù en tu-mañ dit, kemer-int! neuze deus, mat eo an traoù evidout, n'eus netra da zoujañ. An AOTROU a zo bev!

22 Met mar lavaran d'ar paotr yaouank: Setu, emañ ar biroù en tu all dit! Neuze tec'h, rak an AOTROU az kas kuit.

23 Ha diwar-benn ar ger omp en em roet te ha me, setu, an AOTROU a zo test etre te ha me, da viken.

24 Mont a reas eta David da guzhat er parkeier. Hag al loar nevez o vezañ deuet, ec'h azezas ar roue evit kemer e bred.

25 Ar roue a azezas war e gador evel er gwechoù all, war ar gador ouzh ar voger. Jonatan a savas, hag Abner a azezas e-kichen Saül. Met lec'h David a oa goullo.

26 Ha ne lavaras Saül netra en deiz-se, dre ma lavaras ennañ e-unan: Un dra bennak a zo c'hoarvezet gantañ, ha n'eo ket glan, a-dra-sur n'eo ket glan.

27 Met an deiz war-lerc'h al loar nevez, an eil deiz, lec'h David a oa c'hoazh goullo, hag e lavaras Saül da Jonatan e vab: Perak n'eo ket deuet mab Jese da zebriñ, na dec'h na hiziv?

28 Jonatan a respontas da Saül: David en deus goulennet start ouzhin mont da Vetlehem,

29 ha lavaret en deus: Mar plij, va lez da vont, rak bez' ez eus un aberzh-tiegezh e kêr, ha gourc'hemennet en deus din va breur en em gavout eno; bremañ eta, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ez in da welout va breudeur. En abeg da-se eo n'eo ket deuet ouzh taol ar roue.

30 Neuze kounnar Saül a entanas a-enep Jonatan, hag e lavaras dezhañ: Mab an drougiezh hag an diroll, daoust ha n'ouzon ket mat ec'h eus dibabet mab Jese, evit da vezh hag evit mezh da vamm?

31 Rak e-keit ha ma vevo mab Jese war an douar, ne vi biken divrall, na te na da rouantelezh. Bremañ eta kas d'e gerc'hat ha degas-eñ din, rak din eo a varv.

32 Jonatan a respontas da Saül e dad hag a lavaras dezhañ: Perak e vefe lakaet d'ar marv? Petra en deus graet?

33 Saül a stlapas e c'hoaf outañ evit skeiñ warnañ. Neuze e ouezas Jonatan e felle d'e dad lakaat David d'ar marv.

34 Jonatan a savas diouzh taol, droug bras ennañ, ha ne gemeras ket e bred en eil deiz eus al loar nevez, rak glac'haret e oa abalamour da Zavid, dre m'en doa e zismegañset e dad.

35 Diouzh ar beure ez eas Jonatan d'ar parkeier el lec'h ma oa en em glevet gant David, hag e tegasas gantañ ur paotrig bihan.

36 Hag e lavaras d'ar paotr: Red da gavout din ar biroù ez an da dennañ. Ar paotr a redas, ha Jonatan a dennas ur bir en tu all dezhañ.

37 Pa zeuas ar paotr betek ar bir en doa tennet Jonatan, e krias Jonatan dezhañ war e lerc'h o lavarout: Ar bir, ha n'emañ ket en tu all dit?

38 Hag e krias Jonatan war-lerc'h ar paotr: Hast buan, na chom ket a-sav! Hag a paotr a zastumas buan ar bir, hag e teuas da gavout e vestr.

39 Met ar paotr ne ouie netra, nemet David ha Jonatan a anaveze an afer.

40 Jonatan a roas e armoù d'ar paotr a oa gantañ hag a lavaras dezhañ: Kae, kas-int da gêr.

41 Ar paotr a yeas kuit. David a savas ouzh tu ar c'hreisteiz hag en em daolas, e zremm d'an douar, hag e stouas teir gwech. Goude e pokjont an eil d'egile hag e oueljont o-daou, ha zoken David a ouelas gwall galz.

42 Jonatan a lavaras da Zavid: Kae e peoc'h, hervez ar pezh hon eus touet hon daou en anv an AOTROU o lavarout: An AOTROU a vo etre me ha te, hag etre va lignez ha da lignez, da viken.

43 David a savas eta hag a yeas kuit, ha Jonatan a zistroas e kêr.

Lean sinn:



Sanasan