Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Samuel 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 19

1 Saül a gomzas ouzh Jonatan e vab hag ouzh e holl servijerien, evit lakaat d'ar marv David. Met Jonatan mab Saül a gare kalz David.

2 Ha Jonatan a zisklêrias kement-mañ da Zavid o lavarout: Saül va zad a glask da lazhañ, bremañ eta laka evezh ouzhit betek ar mintin, chom a-du, kae da guzhat.

3 Mont a rin er-maez hag en em zalc'hin e-kichen va zad er park, e-lec'h ma vi, hag e komzin diwar da benn ouzh va zad, hag e welin petra a vo, hag e roin dit da c'houzout.

4 Jonatan a gomzas eta brav diwar-benn David ouzh Saül e dad, o lavarout dezhañ: Ra ne bec'ho ket ar roue a-enep e servijer David, rak n'en deus ket pec'het a-enep dit, ha kement en deus graet a zo zoken evit da vad.

5 Lakaet en deus e vuhez war var ha lazhet ar Filistin, hag an AOTROU en deus graet drezañ un dieubidigezh vras evit holl Israel. Gwelet ec'h eus hag ec'h eus bet levenez. Perak pec'hiñ a-enep ar gwad didamall o lakaat David d'ar marv hep abeg?

6 Saül a selaouas ouzh mouezh Jonatan hag a douas: An AOTROU a zo bev! Ne varvo ket.

7 Neuze Jonatan a c'halvas David hag a zisklêrias dezhañ an holl draoù-se. Jonatan a zegasas David da Saül, hag e voe en e servij evel diagent.

8 Hag e voe brezel adarre, ha David a yeas er-maez hag en em gannas a-enep ar Filistined, hag e reas un distruj bras. Tec'hout a rejont a-raok dezhañ.

9 Ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, e-pad ma oa azezet en e di, e c'hoaf en e zorn. Ha David a c'hoarie gant e zorn.

10 Saül a glaskas skeiñ David gant e c'hoaf ouzh ar voger. Met en em zistroas dioutañ, ha Saül a skoas gant e c'hoaf er voger. David a dec'has hag a yeas kuit en noz-se.

11 Met Saül a gasas tud etrezek ti David evit e ziwall hag e lakaat d'ar marv diouzh ar mintin. Mikal gwreg David en disklêrias dezhañ o lavarout: Ma ne dec'hez ket en noz-mañ, warc'hoazh e vi lakaet d'ar marv.

12 Mikal a lakaas David da ziskenn dre ar prenestr, hag ez eas kuit, e tec'has, hag e tiflipas.

13 Goude e kemeras Mikal an terafim hag en lakaas er gwele, hag ouzh ar pennwele e lakaas ur feur-c'havr a c'holoas gant ur pallenn.

14 Pa gasas Saül tud da dapout David, hi a lavaras: Klañv eo.

15 Neuze Saül a adkasas e dud da welout David en ur lavarout: Degasit-eñ din en e wele, evit ma lakain anezhañ d'ar marv.

16 Dont a rejont eta an dud-se, ha setu, an terafim a oa er gwele, hag ur feur-c'havr ouzh ar pennwele.

17 Saül a lavaras da Vikal: Perak ec'h eus va zouellet evel-se, ha lezet va enebour da vont kuit, en doare ma'z eo en em saveteet. Ha Mikal a respontas da Saül: Lavaret en deus din: Va lez da vont; perak ez lazhfen?

18 Evel-se David a dec'has hag a voe saveteet, hag e teuas da gavout Samuel e Rama, hag e kontas dezhañ kement en doa graet Saül. Hag ez eas gant Samuel da chom e Najod.

19 Disklêriet e voe da Saül o lavarout: Setu emañ David e Najod e-kichen Rama.

20 Saül a gasas tud da dapout David, hag e weljont ur vodadeg brofeded o profediñ, ha Samuel en e sav a rene warno. Spered Doue a zeuas war ar re gaset gant Saül, hag e profedjont ivez.

21 Pa voe lavaret kement-se da Saül, e kasas tud all, a brofedas ivez. Ha Saül a gasas tud all evit an deirvet gwech, hag e profedjont ivez.

22 Neuze ez eas e-unan da Rama, hag e teuas betek ar puñs bras e Seku, hag e c'houlennas o lavarout: Pelec'h emañ Samuel ha David? Hag e voe respontet: Setu, e Najod e-kichen Rama.

23 Mont a reas da Najod e-kichen Rama, ha Spered Doue a voe ivez warnañ, hag e profedas en ur genderc'hel gant e hent, betek ma voe en em gavet e Najod e-kichen Rama.

24 Diwiskañ a reas ivez zoken e zilhad, hag e profedas, eñ ivez, dirak Samuel, hag en em daolas en noazh war an douar e-pad an deiz-se hag e-pad an noz-se. Setu perak e vez lavaret: Hag-eñ emañ Saül e-touez ar brofeded?

Lean sinn:



Sanasan