1 Samuel 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 18 1 P'en doe echuet David da gomz ouzh Saül, ene Jonatan a voe ereet da ene David, ha Jonatan en karas evel e ene. 2 En deiz-se Saül en kemeras, ha n'en lezas ken da zistreiñ da di e dad. 3 Neuze Jonatan a reas emglev gant David, dre ma kare anezhañ evel e ene. 4 Jonatan a ziwiskas ar vantell a oa warnañ, hag e roas anezhi da Zavid, gant e harnez, betek e gleze, e wareg hag e c'houriz. 5 Ha David a yae er-maez hag a rae berzh dre an holl lec'hioù ma kase Saül anezhañ. Saül en lakaas da benn war an dud a vrezel, hag e plije d'an holl dud, zoken da servijerien Saül. 6 Hag evel ma teuent, pa zistroe David eus an trec'h war ar Filistin, e teuas er-maez maouezed eus holl gêrioù Israel o kanañ hag o tañsal a-raok ar roue Saül, hag oc'h en em laouenaat gant taboulinoù ha gant binvioù. 7 Ar maouezed a c'hoarie hag a responte an eil d'eben o lavarout: Saül en deus skoet war e vil, ha David war e zek mil. 8 Saül a voe gwall fuloret, ar gomz-se a zisplijas dezhañ, hag e lavaras: Roet o deus dek mil da Zavid, ha din-me mil. Ne vank ken dezhañ nemet ar rouantelezh. 9 Adalek an deiz-se Saül a sellas a-dreuz ouzh David. 10 Hag an deiz war-lerc'h, ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, hag e tiouganas e-kreiz e di. Ha David a c'hoarie gant e zorn war an delenn evel en deizioù all, ha Saül a oa gantañ ur goaf en e zorn. 11 Saül a stlapas e c'hoaf o lavarout ennañ e-unan: Skeiñ a rin David ouzh ar voger. Met David en em zistroas dioutañ div wech. 12 Saül en doa aon dirak David, dre ma oa an AOTROU gantañ, ha ma oa aet kuit digant Saül. 13 Setu perak Saül a bellaas anezhañ dioutañ hag en lakaas da ofiser a vilier. Hag ez ae hag e teue e penn ar bobl. 14 David a rae berzh e kement a embrege, rak an AOTROU a oa gantañ. 15 Saül, o welout e rae berzh, en doa aon razañ. 16 Met holl Israel ha Juda a gare David, dre ma'z ae ha ma teue en o fenn. 17 Saül a lavaras da Zavid: Setu e roin dit Merab va merc'h henañ da wreg. Bez din hepken ur paotr kalonek, ha ra brezelioù an AOTROU . Rak Saül a lavare: Ra ne vo ket va dorn warnañ, met ra vo dorn ar Filistined warnañ. 18 David a respontas da Saül: Piv on, ha petra eo va buhez ha tiegezh va zad en Israel, evit ma vefen mab-kaer ar roue? 19 Hag er mare ma tleed reiñ Merab merc'h Saül da Zavid, e voe roet da Adriel eus Mehola da wreg. 20 Met Mikal merc'h Saül a garas David. Lavaret e voe da Saül, hag an dra a blijas dezhañ. 21 Saül a lavaras: He reiñ a rin dezhañ, evit ma vo evitañ ur pech ha ma vo dorn ar Filistined warnañ. Saül a lavaras eta da Zavid evit an eil gwech: Va mab-kaer e vi hiziv. 22 Saül a roas an urzh-mañ d'e servijerien: Komzit ouzh David e kuzh, ha lavarit: Setu, ar roue a zo tuet mat ez keñver, hag e holl servijerien az kar, bez eta bremañ mab-kaer d'ar roue. 23 Servijerien Saül a adlavaras an holl gomzoù-se da Zavid. David a lavaras: Hag aes eo dirak ho taoulagad bezañ mab-kaer d'ar roue? Me a zo un den paour ha dister. 24 Servijerien Saül a lavaras dezhañ: David en deus komzet evel-henn. 25 Saül a lavaras: Evel-henn e komzot ouzh David: Ar roue ne c'houlenn ket a argouroù nemet kant pod-mezenn Filistined, evit ma vo veñjet ar roue eus e enebourien. Saül en doa c'hoant da lakaat David da gouezhañ etre daouarn ar Filistined. 26 E servijerien a lavaras da Zavid ar c'homzoù-mañ, hag e fellas da Zavid dont da vezañ mab-kaer ar roue. A-raok ma voe tremenet an deizioù merket, 27 David a savas hag a yeas gant e dud, hag e skojont war daou c'hant den eus ar Filistined. Hag e tegasas o fodoù-mezenn, hag o roas niveret mat d'ar roue, evit ma vefe mab-kaer d'ar roue. Saül a roas dezhañ eta e verc'h Mikal da wreg. 28 Neuze Saül a welas hag a gomprenas e oa an AOTROU gant David. Ha Mikal merc'h Saül a gare anezhañ. 29 Saül a gendalc'has da gaout aon rak David, muioc'h c'hoazh, hag e voe bepred enebour da Zavid. 30 Pennoù ar Filistined a yae er-maez da vrezeliñ, ha bep gwech ma'z aent, David en deveze muioc'h a c'hounid eget holl servijerien Saül, hag e anv a voe brudet bras. |