Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Samuel 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 15

1 Samuel a lavaras da Saül: An AOTROU en deus va c'haset da oleviñ ac'hanout evel roue war e bobl, war Israel. Bremañ eta selaou mouezh komzoù an AOTROU .

2 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Degaset em eus da soñj din ar pezh en deus graet Amalek da Israel, penaos e harzas anezhañ war an hent pa bigne eus an Ejipt.

3 Kae bremañ, sko war Amalek, ha laka da verz ar pezh en deus, n'espern ket anezhañ, met laka d'ar marv ar wazed hag ar maouezed, ar vugale hag ar re a zen, an ejened hag an deñved, ar c'hañvaled hag an ezen.

4 Saül a zastumas ar bobl, hag o niveras e Telaim: daou c'hant mil den war droad, ha dek mil den eus Juda.

5 Saül a zeuas betek kêr Amalek, hag e lakaas tud e spi en draonienn.

6 Saül a lavaras d'ar g-Kenianed: It, en em dennit, diskennit a-greiz an Amalekited, gant aon n'ho tistrujfen ganto. Rak trugarezus oc'h bet e-keñver holl vibien Israel pa bignent eus an Ejipt. Hag ar Genianed en em dennas a-greiz an Amalekited.

7 Saül a skoas war Amalek, adalek Havila betek Shur, a zo dirak an Ejipt.

8 Hag e tapas ez-vev Agag roue Amalek, met e lakaas da verz an holl bobl gant barvenn ar c'hleze.

9 Met Saül hag ar bobl a espernas Agag hag ar re wellañ eus an deñved, eus an ejened, eus al loened lart, eus an oaned, ha kement a oa mat, ne fellas ket dezho o lakaat da verz. Ha nemet ar pezh a oa disprizus ha dister a voe lakaet da verz.

10 Komz an AOTROU a voe disklêriet da Samuel o lavarout:

11 Keuz am eus da vezañ lakaet Saül da roue, rak va dilezet en deus, ha n'en deus ket miret va c'homzoù. Samuel a voe glac'haret bras a gement-se, hag e krias d'an AOTROU e-pad an noz.

12 Samuel a savas mintin mat evit mont da gavout Saül. Hag e voe danevellet da Samuel o lavarout: Deuet eo Saül da Garmel, ha setu, savet en deus eno ur maen-eñvor, ha goude eo distroet, hag o tremen e-biou eo diskennet da Gilgal.

13 Pa zeuas Samuel da gavout Saül, Saül a lavaras dezhañ: Ra vi benniget gant an AOTROU! Graet em eus hervez komz an AOTROU .

14 Samuel a lavaras: Petra eo eta ar vegeliadeg deñved ouzh va divskouarn, hag ar vuselladeg ejened a glevan?

15 Ha Saül a lavaras: Degaset o deus anezho digant an Amalekited, rak ar bobl he deus espernet ar re wellañ eus an deñved hag eus an ejened, evit o aberzhiñ d'an AOTROU da Zoue, hag an nemorant hon eus lakaet da verz.

16 Samuel a lavaras da Saül: Paouez! Hag e tisklêrin dit ar pezh en deus lavaret an AOTROU din en noz-mañ. Hag e lavaras dezhañ: Komz!

17 Samuel a lavaras: Pa oas izel ouzh da zaoulagad, ha n'out ket deuet da benn war veuriadoù Israel, ha n'en deus ket da olevet an AOTROU da roue war Israel?

18 An AOTROU en doa da gaset en hent en ur lavarout: Kae ha laka da verz ar bec'herien-se, an Amalekited, gra brezel dezho betek ma ez po distrujet anezho.

19 Perak ne'c'h eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU? Perak ez out en em daolet war ar preizh, hag ec'h eus graet ar pezh a zisplij d'an AOTROU?

20 Saül a lavaras da Samuel: Sentet em eus ouzh mouezh an AOTROU , hag ez on aet dre an hent m'en deus va c'haset an AOTROU warnañ, degaset em eus Agag roue Amalek, hag em eus lakaet da verz an Amalekited.

21 Met ar bobl he deus kemeret diwar ar preizh deñved hag ejened, evel ar gwellañ eus ar pezh lakaet da verz, evit aberzhiñ d'an AOTROU da Zoue e Gilgal.

22 Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.

23 An disentidigezh a zo evel pec'hed an divinerezh, an aheurterezh a zo evel an direizhder hag an idolerezh. Dre ma ec'h eus taolet kuit komz an AOTROU , eñ ivez en deus da daolet kuit evel roue.

24 Saül a lavaras da Samuel: Pec'het em eus, rak ne'm eus ket sentet ouzh gourc'hemenn an AOTROU hag ouzh da gomzoù, aon am boa rak ar bobl, hag em eus sentet ouzh o mouezh.

25 Met bremañ, mar plij, pardon va fec'hed ha distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU .

26 Samuel a lavaras da Saül: Ne zistroin ket ganit, rak taolet ec'h eus kuit komz an AOTROU hag an AOTROU en deus da daolet kuit evel roue war Israel.

27 Evel ma tistroe Samuel evit mont kuit, Saül a grogas e pastell e vantell, a fregas.

28 Samuel a lavaras dezhañ: An AOTROU en deus freget hiziv rouantelezh Israel diwarnout, hag en deus he roet da'z nesañ, a zo gwelloc'h egedout.

29 An hini hag a zo nerzh Israel ne c'haouiado ket ha n'en devo ket keuz, rak n'eo ket un den evit kaout keuz.

30 Saül a lavaras: Pec'het em eus, met bremañ mar plij, ro enor din dirak henaourien va fobl ha dirak Israel; distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU da Zoue.

31 Samuel a zistroas war-lerc'h Saül, ha Saül a stouas dirak an AOTROU .

32 Ha Samuel a lavaras: Degasit din Agag roue Amalek. Hag Agag a zeuas davetañ o kaout doare da vezañ laouen, dre ma lavare: A-dra-sur c'hwervoni ar marv a zo aet kuit.

33 Samuel a lavaras: Evel m'en deus da gleze dirannet gwragez eus o bugale, evel-se da vamm, e-touez ar gwragez, a vo dirannet eus ur mab. Ha Samuel a lakaas Agag a-dammoù dirak an AOTROU e Gilgal.

34 Ha Samuel a yeas da Rama, ha Saül a bignas d'e di e Gibea-Saül.

35 Samuel ned eas ken da welout Saül betek deiz e varv, rak Samuel a reas kañv da Saül. Hag an AOTROU en doa keuz da vezañ lakaet Saül roue war Israel.

Lean sinn:



Sanasan