1 Samuel 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 14 1 Un deiz, Jonatan mab Saül a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoù: Deus ha tremenomp war-zu gwarded ar Filistined a zo en tu all. Met ne lavaras ket-se d'e dad. 2 Saül en em zalc'he er penn all eus Gibea dindan ar c'hreunavalenn a oa e Migron, hag ur bobl en em gave gantañ, war-dro c'hwec'h kant den anezho. 3 Akija mab Akitub, breur Ikabod mab Fineaz, mab Eli, aberzhour an AOTROU e Silo, a zouge an efod. Ar bobl ne ouie ket e oa aet kuit Jonatan. 4 Etre an odeoù a glaske Jonatan mont drezo betek gwarded ar Filistined, e oa un dant roc'h en un tu hag un dant roc'h all en tu all. Unan a voe anvet Bozez, hag egile Sene. 5 Unan eus an dent-se a oa ouzh an hanternoz dirak Mikmash, hag egile ouzh ar c'hreisteiz dirak Geba. 6 Jonatan a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoù: Deus, tremenomp betek gwarded an diamdroc'hidi-se, marteze e labouro an AOTROU evidomp, rak netra ne harzo an AOTROU da zieubiñ gant kalz pe gant nebeut a dud. 7 An hini a zouge e armoù a lavaras dezhañ: Gra kement a zo ez kalon, kae, me a yelo ganit hervez da galon. 8 Jonatan a lavaras dezhañ: Setu, tremenomp etrezek an dud-se, hag en em ziskouezimp dezho. 9 Mar lavaront deomp: Gortozit betek ma vimp aet d'ho kavout! neuze ec'h arsavimp, ha ned aimp ket etrezek enno. 10 Met mar lavaront deomp: Deuit d'hor c'havout! neuze ez aimp, rak an AOTROU en devo o lakaet etre hon daouarn. Un arouez a vo kement-se deomp. 11 En em ziskouez a rejont eta o-daou da warded ar Filistined, hag ar Filistined a lavaras: Setu an Hebreed a zeu er-maez eus an toulloù ma oant kuzhet enno. 12 Hag ar warded a grias da Jonatan ha d'an hini a zouge e armoù o lavarout: Pignit d'hor c'havout, hag e tiskouezimp deoc'h un dra bennak. Jonatan a lavaras d'an hini a zouge e armoù: Pign war va lerc'h, rak an AOTROU en deus o lakaet etre daouarn Israel. 13 Jonatan a bignas oc'h en em sikour gant e zaouarn hag e dreid, an hini a zouge e armoù war e lerc'h. Ar Filistined a gouezhjont dirak Jonatan, hag an hini a zouge e armoù o lazhas war e lerc'h. 14 Er c'hentañ taol-se a reas Jonatan hag an hini a zouge e armoù, e voe skoet war-dro ugent den, war un hanter devezh-arat. 15 Hag e voe ur spont bras er c'hamp, er vro, hag e-touez an holl bobl. Ar gwarded hag ar re a oa aet d'ober distruj a voe spouronet ivez, hag ar vro a grenas. Bez' e voe evel ur spont degaset gant Doue. 16 Gedourien Saül e Gibea-Benjamin a sellas, ha setu, an engroez a dec'he hag a yae a-stlabez. 17 Neuze Saül a lavaras d'ar bobl a oa gantañ: Niverit bremañ evit gwelout piv a zo aet kuit diganeomp. Niveriñ a rejont ha setu, Jonatan ne oa ket eno, nag an hini a zouge e armoù. 18 Saül a lavaras da Akija: Tosta arc'h Doue, rak arc'h Doue a oa en deiz-se gant mibien Israel. 19 Hag e-pad ma komze Saül ouzh an aberzhour, ar mesk a oa e kamp ar Filistined a yae war-gresk muioc'h-muiañ, ha Saül a lavaras d'an aberzhour: Tenn da zorn! 20 Saül hag an holl bobl a oa gantañ a voe dastumet, hag ez ejont betek lec'h an emgann, ha setu, ar Filistined o doa tennet ar c'hleze an eil a-enep egile, en ur spontadeg bras-meurbet. 21 Ar Filistined o doa en o zouez, evel diagent, Hebreed hag a oa pignet eus tro-war-dro d'ar c'hamp, hag int en em unanas d'an Israeliz a oa gant Saül ha Jonatan. 22 An holl Israeliz hag a oa kuzhet war venez Efraim, o klevout e tec'he ar Filistined, a grogas da redek ivez war o lerc'h evit o c'hannañ. 23 En deiz-se an AOTROU a zieubas Israel, hag an emgann en em astennas betek Bet-Aven. 24 An Israeliz a voe skuizhet en deiz-se. Saül en doa lakaet ar bobl d'ober al le-mañ, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued a-raok an abardaez, ken na vin en em veñjet eus va enebourien! Hag an holl bobl ne dañvaas boued ebet. 25 Holl bobl ar vro a zeuas en ur goadeg, en ul lec'h ma oa mel war-c'horre an douar. 26 Ar bobl a yeas eta er goadeg, hag e weljont ar mel a zevere, met den ne gasas e zorn d'e c'henoù, rak ar bobl a zouje d'al le. 27 Jonatan n'en doa ket klevet p'en doa e dad lakaet ar bobl da douiñ. Hag ec'h astennas penn e vazh en doa en e zorn, en soubas en un direnn vel, hag e kasas e zorn d'e c'henoù; hag e zaoulagad a voe sklaeraet. 28 Neuze unan bennak eus ar bobl a gomzas o lavarout: Da dad en deus lakaet an dud da douiñ start, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued hiziv! Hogen ar bobl a oa skuizh. 29 Jonatan a lavaras: Va zad en deus trubuilhet ar vro. Gwelit eta penaos eo sklaeraet va daoulagad, dre ma em eus tañvaet un tamm mel-mañ. 30 A-dra-sur, m'he dije debret hiziv ar bobl eus preizh hec'h enebourien he deus kavet, pegen brasoc'h e vije bet diskar ar Filistined? 31 Kannañ a rejont en deiz-se ar Filistined adalek Mikmash betek Ajalon, hag ar bobl a voe gwall skuizh. 32 Hag ar bobl en em daolas war ar preizh, hag e kemerjont deñved, ejened, leueoù, hag o lazhjont war an douar. Hag ar bobl o debras gant ar gwad. 33 Hag e voe degemennet da Saül o lavarout: Setu, emañ ar bobl o pec'hiñ a-enep an AOTROU , o tebriñ gant gwad. Hag e lavaras: Pec'het hoc'h eus, ruilhit betek ennon raktal ur maen bras. 34 Ha Saül a lavaras: Kit dre holl e-touez ar bobl, ha lavarit dezho ma tegaso pep hini din e ejen, ha pep hini e zañvad, hag o lazhint amañ. Hag e tebrot anezho, ha ne bec'hot ket a-enep an AOTROU o tebriñ gant gwad. Pep hini eus ar bobl a gasas e ejen war-hed dorn e-pad an noz, hag o lazhjont eno. 35 Saül a savas d'an AOTROU un aoter, a voe an aoter gentañ a savas d'an AOTROU . 36 Saül a lavaras: Diskennomp war-lerc'h ar Filistined e-pad an noz, hag o diwiskimp betek sklêrijenn ar beure, ha ne lezimp ket unan da venel. Hag e lavarjont: Gra kement a gavi mat. Met an aberzhour a lavaras: Tostaomp amañ ouzh Doue. 37 Saül a c'houlennas kuzul digant Doue: Hag e tiskennin war-lerc'h ar Filistined? O lakaat a ri etre daouarn Israel? Met ne respontas ket dezhañ en deiz-se. 38 Saül a lavaras: Tostait amañ, c'hwi holl briñsed ar bobl, hag anavezit ha gwelit penaos eo bet graet ar pec'hed-se hiziv, 39 rak an AOTROU a zo bev, eñ hag a zieub Israel; pa vefe graet kement-se gant va mab Jonatan zoken, a-dra-sur e varvo! Eus an holl bobl, den ne respontas dezhañ. 40 Neuze e lavaras da holl Israel: En em lakait ouzh un tu, ha me gant Jonatan va mab a vo ouzh egile. Ar bobl a respontas da Saül: Gra ar pezh a gavi mat. 41 Saül a lavaras d'an AOTROU Doue Israel: Ro da anavezout ar wirionez. Jonatan ha Saül a voe merket, hag ar bobl a dec'has. 42 Ha Saül a lavaras: Tennit etrezon-me ha Jonatan va mab. Ha Jonatan a voe merket. 43 Neuze Saül a lavaras da Jonatan: Disklêr din ar pezh ac'h eus graet. Jonatan a zisklêrias dezhañ o lavarout: Tañvaet em eus, gant penn ar vazh a oa ganin, un tamm mel. Setu-me amañ, mervel a rin. 44 Saül a lavaras: Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne varvez ket, Jonatan. 45 Met ar bobl a lavaras da Saül: Hag e varvfe Jonatan, eñ hag en deus roet un dieubidigezh ken bras da Israel? Ne c'hell ket bezañ! An AOTROU a zo bev! Ne gouezho d'an douar blevenn ebet eus e benn, rak gant Doue eo en deus graet-se hiziv. Ar bobl a zieubas Jonatan ha ne varvas ket. 46 Saül a zistroas eus redek war-lerc'h ar Filistined, hag ar Filistined a yeas d'o lec'h. 47 Saül a renas eta war Israel, hag e reas brezel a bep tu a-enep e enebourien, a-enep Moab, a-enep mibien Ammon, a-enep Edom, a-enep rouaned Zoba, a-enep ar Filistined. Ha dre-holl ma'z ae, e kase ar spouron. 48 Dastum a reas nerzh, hag e pilas Amalek, hag e tieubas Israel eus dorn ar re en gwaske. 49 Mibien Saül a oa Jonatan, Jishvi ha Malkishua. Anvioù e ziv verc'h a oa ar re-mañ: Merab anv an henañ, Mikal anv ar yaouankañ. 50 Anv gwreg Saül a oa Akinoam merc'h Akimaaz. Anv penn e arme a oa Abner mab Ner, eontr Saül. 51 Kish tad Saül ha Ner tad Abner a oa mibien Abiel. 52 E-pad holl amzer Saül, e voe brezelioù garv a-enep ar Filistined. Pa wele Saül ur brezelour kalonek, en kemere en e gichen. |