1 Samuel 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 1 Nakash an Ammonad a bignas hag a gampas a-enep Jabez-Galaad. Holl dud Jabez a lavaras da Nakash: Gra emglev ganeomp, hag e servijimp ac'hanout. 2 Met Nakash an Ammonad a respontas dezho: En em glevout a rin ganeoc'h gant ma toullin deoc'h-holl ho lagad dehoù, hag e lakain an dismegañs-se war holl Israel. 3 Henaourien Jabez a lavaras dezhañ: Ro deomp seizh deiz ehan, hag e kasimp kannaded dre holl vro Israel, ha ma ne vez den d'hon dieubiñ, ni en em roio dit. 4 Ar gannaded a zeuas da C'hibea kêr Saül, hag e lavarjont ar c'homzoù-se d'ar bobl. Hag ar bobl a savas o mouezh hag a c'harmas. 5 Ha setu e tistroe Saül eus ar parkeier a-dreñv e ejened, hag e lavaras: Petra en deus ar bobl da ouelañ evel-se? Hag e voe kontet dezhañ ar pezh o doa lavaret tud Jabez. 6 Spered Doue a grogas e Saül pa glevas ar c'homzoù-se, hag e gounnar a entanas meurbet. 7 Hag e kemeras ur yevad ejened, hag o droc'has a-dammoù, a gasas dre holl vro Israel dre gannaded en ur lavarout: Graet e vo evel-se da ejened ar re na zeuint ket war-lerc'h Saül ha Samuel. Ha spont an AOTROU a gouezhas war ar bobl, hag e teujont er-maez evel un den hepken. 8 Hag o niveriñ a reas e Bezek: mibien Israel a oa tri c'hant mil, ha tud Juda a oa tregont mil. 9 Goude e lavarjont d'ar gannaded a oa deuet: Evel-henn e lavarot da dud Jabez-Galaad: Dieubet e viot warc'hoazh, pa vo an heol en e nerzh. Ar gannaded a zistroas hag a zisklêrias-se da dud Jabez, a voe laouenaet a gement-se. 10 Ha tud Jabez a lavaras d'an Ammoniz: Warc'hoazh ni en em roio deoc'h, hag e reot deomp ar pezh a gavot a vo mat. 11 Hag antronoz, Saül a lakaas ar bobl e tri bagad, hag ez ejomp d'ar c'hamp da veilhadenn ar mintin, hag e skojont war an Ammoniz betek tommder an deiz. Ar re a chomas a voe stlabezet, ken na chomfe ket daou anezho a-gevret. 12 Hag ar bobl a lavaras da Samuel: Piv a lavare: Ha ren a raio Saül warnomp? Roit deomp an dud-se, hag o lakaimp d'ar marv. 13 Saül a lavaras: Den ne vo lakaet d'ar marv en deiz-mañ, rak hiziv en deus graet an AOTROU un dieubidigezh en Israel. 14 Samuel a lavaras d'ar bobl: Deuit, deomp da C'hilgal, hag eno e nevesaimp ar rouantelezh. 15 Hag an holl bobl a yeas da C'hilgal, hag eno e lakajont Saül da roue, dirak an AOTROU e Gilgal, hag ec'h aberzhjont aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU . Ha kalz a levenez o doe eno Saül hag holl dud Israel. |