Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Samuel 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10

1 Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?

2 Hiziv pa vi aet diganin, e kavi daou zen e-kichen bez Rachel war harz Benjamin, e Zelzak, hag e lavarint dit: An azenezed a oas aet da glask a zo bet kavet, ha setu da dad en deus paouezet d'en em chalañ gant an azenezed, met a zo nec'het diwar ho pennoù o lavarout: Petra a rin evit va mab?

3 Ha pa vi aet ac'hane hag e vi pelloc'h, pa vi deuet betek dervenn an Tabor, en em gavi gant tri den o pignat war-zu Doue da Vetel, hag o tougen, unan anezho tri menn-gavr, unan all teir barenn, hag unan all ul lestrad gwin.

4 Hag e c'houlennint diganit ha mont a ra mat, hag e roint dit div varaenn a zegemeri eus o daouarn.

5 Goude-se e teui da C'hibea-Elhoim, el lec'h emañ gwarded ar Filistined, hag e c'hoarvezo, pa'z i e kêr, ma en em gavi gant ur vandenn brofeded o tiskenn eus an uhellec'h, o kaout ul lourenn, un daboulin, ur fleüt hag un delenn en o raok, hag e vint o profediñ.

6 Neuze Spered an AOTROU a grogo ennout, hag e profedi ganto, hag e teui da vezañ un den all.

7 Ha pa c'hoarvezo an arouezioù-se ganit, gra kement a gavo da zorn, rak Doue a zo ganit.

8 Hag e tiskenni a-raok din da C'hilgal. Ha setu e tiskennin da'z kavout evit kinnig loskaberzhoù hag evit aberzhiñ aberzhoù a drugarekadennoù. Gortoz a ri seizh deiz betek ma en em gavin ez kichen, hag e tisklêrin dit ar pezh az po d'ober.

9 Kerkent ha m'en doa troet e gein evit mont kuit digant Samuel, Doue a gemmas dezhañ e galon evit unan all, hag an holl arouezioù a c’hoarvezas gantañ en deiz-se.

10 Pa'c'h errujont e Gibea, setu, ur bagad profeded en em gavas dirazañ. Ha Spered an AOTROU a grogas ennañ, hag e profedas en o zouez.

11 Pa welas an holl re en doa e anavezet diagent e oa gant ar brofeded o profediñ, e lavaras an dud an eil d'egile: Petra eta a zo c'hoarvezet gant mab Kish? Hag emañ Saül ivez e-touez ar brofeded?

12 Unan bennak alese a respontas o lavarout: Ha piv eo o zad? Neuze e teuas da vezañ ur c'hrennlavar: Hag emañ Saül ivez e-touez ar brofeded?

13 P'en doe paouezet da brofediñ, e teuas d'an uhellec'h.

14 Eontr Saül a lavaras dezhañ ha d'e vevel: Da belec'h oc'h aet? Hag e respontas: Da glask an azenezed, met evel ma n'hon eus ket o c'havet, omp aet da gavout Samuel.

15 Eontr Saül a lavaras: Disklêr din ar pezh en deus lavaret deoc'h Samuel.

16 Ha Saül a lavaras d'e eontr: Lavaret en deus deomp e oa kavet an azenezed. Met ne zisklêrias ket dezhañ ar pezh en doa lavaret Samuel diwar-benn ar rouantelezh.

17 Samuel a zastumas ar bobl dirak an AOTROU e Mizpa,

18 hag a lavaras da vibien Israel: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Lakaet em eus Israel da bignat eus an Ejipt, dieubet em eus anezho eus dorn an Ejipsianed hag eus dorn an holl rouantelezhioù a oa ouzh ho kwaskañ.

19 Met hiziv e taolit kuit ho Toue en deus ho tieubet eus hoc'h holl boanioù hag eus hoc'h holl c’hlac’haroù, hag e lavarit dezhañ: Met laka ur roue warnomp. En em ziskouezit eta bremañ dirak an AOTROU dre veuriadoù ha dre vilieroù.

20 Samuel a lakaas da dostaat holl veuriadoù Israel, ha meuriad Benjamin a voe merket.

21 Goude e lakaas meuriad Benjamin da dostaat dre diegezhioù, ha tiegezh Matri a voe merket. Goude e voe merket Saül mab Kish, hag e klaskent anezhañ, met ne oa ket kavet.

22 Hag e c'houlennatajont c'hoazh an AOTROU: Ha deuet eo amañ c'hoazh un den? An AOTROU a lavaras: Setu-eñ kuzhet e-touez ar pakadoù.

23 Hag e redjont hag e tennjont anezhañ ac'hane, hag en em zalc'has dirak ar bobl; adalek e skoaz e oa uheloc'h eget an holl bobl.

24 Samuel a lavaras d'an holl bobl: Hag e welit an hini en deus dibabet an AOTROU? N'eus den ebet e-touez an holl bobl a vefe heñvel outañ. Hag an holl bobl a laoskas kriadennoù a levenez o lavarout: Ra vevo ar roue!

25 Neuze Samuel a lavaras dirak ar bobl gwirioù ar rouantelezh, hag o skrivas en ul levr, a lakaas dirak an AOTROU . Ha Samuel a gasas kuit an holl bobl, pep hini d'e di.

26 Saül ivez a yeas d'e di da C'hibea, hag ez eas gantañ an dud kadarn en doa teneraet Doue o c'halon.

27 Met tud fall a lavaras: Penaos e tieubfe hemañ ac'hanomp? Hag e tisprizjont anezhañ, ha ne gasjont prof ebet dezhañ. Met eñ a chomas bouzar ouzh kement-se.

Lean sinn:



Sanasan