1 Samuel 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 Bez' e oa un den eus Ramataim-Zofim, eus menez Efraim, a oa e anv Elkana mab Jeroboam, mab Elihu, mab Tohu, mab Zuf, un Efratiad. 2 Div wreg en doa, anv ar gentañ a oa Anna, hag anv an eil Penina. Ha Penina he doa bugale, met Anna n'he doa ket a vugale. 3 Ha bep bloaz, an den-mañ a bigne eus e gêr evit azeuliñ AOTROU an armeoù hag aberzhiñ dezhañ e Silo. Daou vab Eli, Hofni ha Fineaz a oa eno aberzhourien an AOTROU . 4 Hag an deiz ma aberzhe Elkana, e roe lodennoù da Benina e wreg ha d'hec'h holl vibien ha merc'hed. 5 Met reiñ a rae da Anna ul lodenn doubl, rak karout a rae Anna. Met an AOTROU en doa serret he mammog. 6 Hag he c'hevezerez he glac'hare c'hwerv bras evit he fuloriñ, dre m'en doa serret an AOTROU he mammog. 7 Hag evel-se e rae-eñ bep bloaz. Bep gwech ma pigne Anna da di an AOTROU , Penina a rae poan dezhi en hevelep doare. Hag Anna a ouele ha ne zebre netra. 8 Hag Elkana he gwaz a lavare dezhi: Anna, perak e ouelez? Perak ne zebrez ket? Perak eo trist da galon? Ha n'on ket gwelloc'h evidout eget dek mab? 9 Goude bezañ debret hag evet e Silo, Anna a savas. Eli an aberzhour a oa azezet war e gador e-kichen unan eus peulioù templ an AOTROU . 10 Hi eta, an ene leun a c’hwervder, a bedas an AOTROU , o skuilhañ kalz a zaeroù. 11 Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoù, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez soñj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhañ d'an AOTROU holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn. 12 Evel ma kendalc'he he fedenn dirak an AOTROU , Eli a sellas ouzh he genoù. 13 Anna a gomze en he c'halon, o fiñval hepken he muzelloù, ha ne veze ket klevet he mouezh. Eli a gredas eta e oa mezv. 14 Eli a lavaras dezhi: Betek peur e vi mezv? Kae da dremen da win. 15 Anna a respontas o lavarout: Nann va aotrou, me a zo ur vaouez glac'haret en he spered, ne'm eus evet na gwin na boeson, met skuilhet em eus va ene dirak an AOTROU . 16 Na gemer ket da servijerez evit ur vaouez a netra, rak er vrasted eus va foan hag eus va glac'har eo em eus komzet betek bremañ. 17 Neuze Eli a respontas o lavarout: Kae e peoc'h, ha ra roio Doue Israel dit an dra ac'h eus goulennet digantañ. 18 Hag hi a lavaras: Ra gavo da servijerez trugarez dirak da zaoulagad. Hag ar vaouez a yeas gant hec'h hent, hag e tebras, hag he dremm ne voe ken evel diagent. 19 Goude-se e savjont mintin mat, e stoujont dirak an AOTROU , hag e tistrojont da zont d'o zi da Rama. Hag Elkana a anavezas Anna e wreg, hag an AOTROU en doe soñj anezhi. 20 Hag e c'hoarvezas ma koñsevas Anna, ha ma c'hanas ur mab en amzer dereat, hag e c'halvas e anv Samuel, rak, emezi, e c'houlennet em eus digant an AOTROU . 21 Elkana he gwaz a bignas gant e holl diegezh evit kinnig d'an AOTROU an aberzh-bloaz hag e ouestl. 22 Met Anna ne bignas ket, rak lavarout a reas d'he gwaz: N'in ket betek ma vo dizonet ar paotr, ha neuze ez in, evit ma vo kinniget dirak an AOTROU , ha ma chomo eno da viken. 23 Elkana he gwaz a lavaras dezhi: Gra ar pezh a gavez mat, chom ken na'z po e zizonet. Ra seveno an AOTROU e gomz! Evel-se ar wreg a chomas hag a vagas he mab ken n'he doe e zizonet. 24 Adalek ma voe dizonet, e lakaas anezhañ da bignat ganti, hag e kemeras tri leue, un efa bleud hag ul lestrad gwin, hag e kasas anezhañ da di an AOTROU da Silo. Ar bugel a oa yaouank-kenañ c'hoazh. 25 Hag e lazhjont ul leue, hag e tegasjont ar bugel da Eli. 26 Hi a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ken gwir ha ma vev da ene, va aotrou, me eo ar vaouez en em zalc'he ez kichen hag a bede an AOTROU . 27 Evit ar bugel-mañ eo e peden, hag an AOTROU en deus selaouet ouzhin em fedenn. 28 Evel-se e prestan anezhañ d'an AOTROU , prestet e vo d'an AOTROU evit holl zeizioù e vuhez. Hag e stoujont eno dirak an AOTROU . |