Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Rouaned 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9

1 Pa echuas Salomon sevel ti an AOTROU ha ti ar roue, ha kement tra en doa Salomon c'hoant d'ober hag a blije dezhañ,

2 an AOTROU en em ziskouezas dezhañ evit an eil gwech, evel ma oa en em ziskouezet dezhañ e Gabaon.

3 An AOTROU a lavaras dezhañ: Selaouet em eus da bedenn hag ar goulenn ac'h eus graet ouzhin. Santelaet em eus an ti-mañ ac'h eus savet evit lakaat ennañ va anv da viken. Va daoulagad ha va c'halon a vo bepred eno.

4 Ha te, mar kerzhez dirazon evel m'en deus kerzhet David da dad, gant eeunder a galon ha lealded, oc'h ober kement a c'hourc'hemennan dit, mar mirez va reolennoù ha va barnedigezhioù,

5 e startain tron da rouantelezh war Israel da viken, evel ma em eus disklêriet da Zavid da dad, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad war dron Israel.

6 Met mar distroit diouzhin, c'hwi hag ho mibien, ma ne virit ket va gourc'hemennoù ha va reolennoù am eus lakaet dirazoc'h, ha mard it da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo,

7 me a lamo Israel a-ziwar an douar am eus roet dezhañ, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag Israel a vo ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.

8 An ti-mañ a zo savet ken uhel ma vo souezhet piv bennak a dremeno en e gichen, hag e c'hwitello hag e lavaro: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar vro-mañ ha d'an ti-mañ?

9 Hag e vo respontet: Dre m'o deus dilezet an AOTROU o Doue, en deus lakaet o zadoù da zont kuit eus bro Ejipt, ha dre m'o deus en em staget ouzh doueoù all, ha stouet dirazo ha servijet anezho. En abeg da-se eo en deus lakaet an holl boanioù-se da zont warno.

10 A-benn ugent vloaz, e voe savet gant Salomon an daou di, ti an AOTROU ha ti ar roue.

11 Hiram roue Tir en doa roet da Salomon koad sedrez, koad siprez hag aour, kement hag en doa c'hoant. Ar roue Salomon a roas da Hiram ugent kêr e bro C'halilea.

12 Hiram a yeas eus Tir da welout ar c'hêrioù en doa Salomon roet dezhañ. Met ne blijont ket dezhañ,

13 hag e lavaras: Petra eo ar c'hêrioù-se ac'h eus roet din, va breur? Hag ec'h anvas anezho Bro-Gabul, a zo c'hoazh o anv hiziv.

14 Hiram en doa kaset d'ar roue kant ugent talant aour.

15 Un aner a savas ar roue Salomon, evit sevel ti an AOTROU, e di, Milho, moger Jeruzalem, Hazor, Megiddo ha Gezer.

16 Faraon roue an Ejipt a oa pignet hag en doa tapet Gezer, hag en doa devet anezhi. Lazhet en doa ar Gananeiz a oa o chom er gêr-se. Hag e roas anezhi en argouroù d'e verc'h, gwreg Salomon.

17 Salomon a savas Gezer, Bet-Horon-Izelañ,

18 Baalad, Tadmor e gouelec'h ar vro,

19 an holl gêrioù a servije da diez-dastum en doa Salomon, an holl gêrioù evit ar c'hirri, ar c'hêrioù evit e varc'hegerien, ha kement a c'hoantae Salomon sevel e Jeruzalem, el Liban, hag en holl vro dindan e vestroni.

20 Hag an holl bobl a vane eus an Amoreaned, eus an Hitited, eus ar Ferezianed, eus an Havianed hag eus ar Jebuziz, ar re ne oant ket mibien Israel,

21 o diskennidi a oa chomet war o lerc'h er vro, ha n'o deus ket gellet mibien Israel o lakaat da verz, Salomon a sujas anezho da anerioù hag o sklavelaas betek hiziv.

22 Salomon ne lezas hini ebet eus mibien Israel da vezañ evel sklav, met ar re-mañ a oa tud a vrezel, hag e servijerien, e renerien, e ofiserien, ha pennoù eus e girri hag e varc'hegerien.

23 Ar pennoù lakaet gant Salomon war al labourioù a oa pemp kant hanter-kant, karget da eveshaat ar bobl a rae al labour.

24 Merc'h Faraon a bignas eus kêr David d'he zi savet eviti. Hag e savas Milho.

25 Salomon a ginnige, teir gwech ar bloaz, loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù war an aoter en doa savet d'an AOTROU, hag e lakae da vogediñ war an hini a oa dirak an AOTROU. Hag ec'h echuas an ti.

26 Ar roue Salomon a baramantas listri e Ezion-Geber, e-kichen Elod, war aod ar Mor-Ruz e bro Edom.

27 Hiram a gasas war al listri martoloded a anaveze ar mor a-douez e servijerien, evit bezañ gant servijerien Salomon.

28 Mont a rejont da Ofir, hag e kemerjont eno pevar c'hant ugent talant aour, a zegasjont d'ar roue Salomon.

Lean sinn:



Sanasan