Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Rouaned 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 7

1 Salomon a savas ivez e di, hag ec'h echuas anezhañ a-benn trizek vloaz.

2 Sevel a reas ivez ti koad al Liban, en doa kant ilinad hirder, hanter-kant ilinad ledander, tregont ilinad uhelder, war beder renkad peulioù sedrez, gant treustoù sedrez war ar peulioù.

3 Lakaet e voe ur goloadur sedrez a-us d'ar c'hambroù a oa war ar peulioù, pemp ha daou-ugent anezho, pemzek dre bep renkad.

4 Bez' e oa teir renkad prenestroù, ur prenestr ouzh ur prenestr all, teir gwech.

5 An holl zorojoù hag ar postoù a oa gant koadajoù karrezek, ha pep prenestr a oa a-dal d'ur prenestr all, teir gwech.

6 Ober a reas ur porched gant peulioù, en doa hanter-kant ilinad hirder ha tregont ilinad ledander, hag ur porched all dirazo, ha peulioù, hag ur menk-ti dirazo.

7 Ober a reas porched an tron, e-lec'h ma varne, porched ar varnedigezh. Goloet e voe gant sedrez, adalek al leur betek al leur all.

8 Heñvel ouzh ar savadur-se e oa e di, ma oa o chom ennañ, ul leurenn e oa e-barzh ar porched. Ha Salomon a reas da verc'h Faraon a oa dimezet gantañ, un ti heñvel ouzh ar porched-se.

9 An holl draoù-se a oa bet graet gant mein talvoudus, benet hervez ar muzulioù dereat, heskennet gant an heskenn en diabarzh hag en diavaez, adalek an diazez betek ar rizennoù, hag en diavaez, betek al leurenn vras.

10 An diazez a oa bet graet gant mein talvoudus, mein bras, mein dek ilinad ha mein eizh ilinad.

11 Ha warno e oa mein talvoudus, benet hervez ar muzulioù dereat, ha koad sedrez.

12 Al leurenn vras he doa ivez, tro-dro, teir renkad mein-ben hag ur renkad treustoù sedrez, evel leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, hag evel porched an ti.

13 Ar roue Salomon en doa lakaet da zont eus Tir, Hiram,

14 micherour war an arem, a oa mab ur vaouez intañvez eus meuriad Neftali, hag a oa e dad un Tiriad. Hemañ a oa leun a furnez, skiantek ha desket evit ober pep seurt labour arem. Dont a reas da gavout ar roue Salomon, hag e reas e holl labourioù.

15 Teuziñ a reas an div golonenn arem. Uhelder pep kolonenn a oa triwec'h ilinad, hag ur gordenn a zaouzek ilinad a rae an dro anezhi.

16 Ober a reas div dogenn arem teuzet, evit lakaat war grec'h ar c'holonennoù. Uhelder an dogenn gentañ a oa pemp ilinad, hag uhelder an eil togenn a oa pemp ilinad.

17 Evit an togennoù a oa dreist ar c'holonennoù, e reas evel rouedoù e stumm kaelioù, ha dantelezioù evel chadennoùigoù, seizh evit an dogenn gentañ ha seizh evit an eil togenn.

18 Hag e reas d'ar c'holonennoù div renkad greunadez en-dro d'ar roued, evit goleiñ an dogenn a oa dreist ur golonenn. Hag e reas an hevelep tra evit an eil togenn.

19 An togennoù war grec'h ar c'holonennoù er porched, a oa evel lili. Pevar ilinad o doa.

20 An togennoù war grec'h ar c'holonennoù a save uhel adalek ar volzenn a oa en tu all d'ar roued; bez' e oa ivez daou-c'hant greunadezenn, lakaet dre renk, en-dro d'an eil togenn.

21 Sevel a reas ar c'holonennoù e porched an templ, ar golonenn dehou a anvas Jakin, hag ar golonenn gleiz a anvas Boaz.

22 Krec'h ar c'holonennoù a oa doareet e lili. Evel-se e voe echu labour ar c'holonennoù.

23 Ober a reas ur mor e metal teuzet, en doa dek ilinad eus ur riblenn d'eben. Kelc'hiek e oa e dro, hag en doa pemp ilinad uhelder. Ha tro-dro dezhañ e oa ur gordenn a dregont ilinad.

24 Ha dindanañ e oa moulleürioù tro-dro, dek dre bep ilinad, o kelc'hiañ ar mor. Bez' e oa div renk moulleürioù, teuzet gantañ en un deuzadenn hepken.

25 Lakaet e oa war zaouzek ejen, tri a oa troet etrezek an hanternoz, tri etrezek ar c'huzh-heol, tri etrezek ar c'hreisteiz, tri etrezek ar sav-heol. Ar mor a oa warno, o holl ziadreoù a oa troet ouzh an diabarzh.

26 E devder en doa ur palvad, e riblenn a oa evel riblenn un hanaf gant flourdiliz, hag e kendalc'he daou vil bat.

27 Ober a reas dek sichenn arem; pep sichenn he doa pevar ilinad hirder, pevar ilinad ledander, tri ilinad uhelder.

28 Setu penaos e oa graet ar sichennoù: sternioù e oa, hag ar sternioù a enframme panelloù.

29 War ar sternioù etre ar panelloù, e oa leoned, ejened ha cherubined. War ar panelloù, dreist ha dindan al leoned hag an ejened, e oa traoù-kinklañ divilhet.

30 Pep sichenn he doa peder rod arem, gant ahelioù arem. He fevar zroad a servije da skor dezho. Ar skorioù-mañ a oa teuzet dindan ar girin, hag en tu all d'an traoù-kinklañ.

31 An digor, adalek diabarzh togenn ar sichenn, e-krec'h, en doa un ilinad uhelder. An digor-se a oa ront, en doare un diaz, hag a oa un ilinad hanter. War an digor-se e oa moulleürioù. Ar sternioù a oa karrezek, ne oant ket ront.

32 Ar peder rod a oa dindan ar sternioù, hag ahelioù ar rodoù a oa ouzh ar sichenn. Uhelder pep rod a oa un ilinad hanter.

33 Ar rodoù a oa graet evel rodoù ur c'harr. O ahelioù, o c'hammedoù, o moelloù hag o emproù, a oa bet holl teuzet.

34 Pevar skor a oa evit pevar c'horn pep sichenn. Ar skorioù a oa tennet eus ar sichenn.

35 War lein ar sichenn en em save ur c'helc'h eus un hanter ilinad, ha war lein ar sichenn, an ahelioù hag ar sternioù a oa a-bezh ganti.

36 Hag e kizellas war c'horre ar skorioù ha war ar sternioù, cherubined, leoned, palmez, hervez al lijor, ha traoù-kinklañ tro-dro.

37 Evel-se e voe graet an dek sichenn, o kaout holl an hevelep teuz, an hevelep ment, an hevelep stumm.

38 Ober a reas dek kirin arem. Pep kirin a gendalc'he daou-ugent bat; pep kirin he doa pevar ilinad; pep kirin a oa war unan eus an dek sichenn.

39 Lakaat a reas pemp sichenn en tu dehou eus an ti, ha pemp en tu kleiz eus an ti. Hag e lakaas ar mor en tu dehou eus an ti, etrezek ar sav-heol, an diaraog ouzh ar c'hreisteiz.

40 Hiram a reas ar c'hirinoù, ar palioù hag an hanafoù. Hag Hiram a echuas da ober al labour a rae evit ar roue Salomon e ti an AOTROU:

41 div golonenn, gant ar bolzennoù hag an togennoù a oa war benn an div golonenn, an div roued evit goleiñ div volzenn an togennoù a oa war benn ar c'holonennoù,

42 pevar c'hant greunadez evit an div roued, div renk greunadez da bep roued, evit goleiñ div volzenn an togennoù a oa war benn ar c'holonennoù,

43 an dek sichenn hag an dek kirin war ar sichennoù,

44 ur mor, ha daouzek ejen dindan ar mor,

45 ar podoù, ar palioù, ar fourchetezioù, an hanafoù. Hiram a reas an holl listri-se d'ar roue Salomon, evit ti an AOTROU, en arem lufret.

46 Ar roue a lakaas da deuziñ anezho e plaenenn ar Jordan, er poull-pri etre Sukkod ha Zartan.

47 Salomon ne bouezas ket unan eus al listri, dre ma oant re niverus, ha ne soursied ket ouzh pouez an arem.

48 Salomon a reas ivez an holl draoù evit ti an AOTROU, an aoter aour, an taolioù aour a veze lakaet ar baraoù a ginnig warno,

49 ar c'hantolorioù en aour glan, pemp a-zehou ha pemp a-gleiz, dirak ar santual, gant ar bleuñv, al lampoù, ar gevelioù aour,

50 ar c'hibelloù, ar c'hontilli, an hanafoù, an tasoù, an ezañsoueroù en aour glan, ar mudurunoù aour evit dorojoù ti an diabarzh, da lavarout eo al lec'h santel-meurbet, hag evit dorojoù an ti, da lavarout eo an templ.

51 Evel-se e voe echuet an holl labour a reas ar roue Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, e tegasas ar pezh a oa bet gouestlet gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teñzorioù ti an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan