Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Rouaned 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6

1 Salomon a savas an ti d'an AOTROU pevar c'hant pevar-ugent vloaz goude ma voe mibien Israel aet kuit eus bro Ejipt, er pevare bloaz eus ren Salomon war Israel, da viz Ziv, a zo an eil miz.

2 An ti a savas ar roue Salomon d'an AOTROU en doa tri-ugent ilinad hirder, ugent ilinad ledander, ha tregont ilinad uhelder

3 Ar porched, dirak templ an ti, en doa ugent ilinad hirder, hervez ledander an ti, ha dek ilinad ledander dirak an ti.

4 Ober a reas d'an ti prenestroù gant sternioù enk.

5 Hag e savas ouzh moger an ti, tro-dro, estajoù da c'hronnañ mogerioù an ti, an templ hag ar santual; evel-se e reas kambroù-kostez tro-war-dro.

6 Ledander an estaj-traoñ a oa pemp ilinad, an hini kreiz c'hwec'h ilinad, an trede seizh ilinad, rak graet en doa rizennoù strizh er-maez ouzh an ti, tro-dro, evit ma n'aje ket an treustoù e mogerioù an ti.

7 Evit sevel an ti, e voe graet gant mein kempennet holl er vengleuz, e doare ma ne voe klevet en ti na morzhol, na bouc'hal, na benveg houarn ebet pa voe savet.

8 Dor kambroù an estaj-kreiz a oa en tu dehou eus an ti. Gant un diri-war-viñs e pigned d'an estaj-kreiz-mañ, hag eus an hini kreiz d'an trede.

9 Sevel a reas eta an ti hag en echuas, hag e c'holoas an ti gant plenk ha gant treustoù sedrez.

10 Sevel a reas an estajoù en-dro d'an ti, pep hini pemp ilinad uhelder, hag e voent dalc'het ouzh an ti dre goad sedrez.

11 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Salomon o lavarout:

12 Diwar-benn an ti-se ac'h eus savet, mar kerzhez em reolennoù, ma rez diouzh va barnedigezhioù, ma virez va holl c'hourc'hemennoù evit kerzhout enno, e sevenin ez keñver ar gomz am eus lavaret da Zavid da dad,

13 hag e chomin e-touez mibien Israel, ha ne zilezin ket va fobl Israel.

14 Evel-se Salomon a savas an ti hag en echuas.

15 Lakaat a reas war vogerioù an ti, en diabarzh, plenk sedrez, adalek leur an ti betek bolz al lein. Goleiñ a reas gant koad an diabarzh, hag e c'holoas leur an ti gant plenk siprez.

16 Lakaat a reas, war ugent ilinad e foñs an ti, plenk sedrez, kenkoulz war al leur ha war ar mogerioù, hag e reas en diabarzh eus al lec'h-se ar santual, al lec'h santel-meurbet.

17 An ti, da lavarout eo an templ, war an diaraog, en doa daou-ugent ilinad.

18 Kizellet e oa ar sedrez en em gave en diabarzh an ti, o tiskouez moulleürioù ha bleuñv difluket. Maen ebet ne veze gwelet, an holl a oa e sedrez.

19 Diwar-benn ar santual, e lakaas anezhañ en diabarzh an ti, etrezek ar foñs, evit lakaat ennañ arc'h emglev an AOTROU.

20 Ar santual en doa en e ziaraog ugent ilinad hirder, ugent ilinad ledander, ugent ilinad uhelder. Hag e c'holoas anezhañ hag an aoter sedrez gant aour glan.

21 Goleiñ a reas gant aour glan diabarzh an ti, hag e lakaas da dremen chadennoù aour dirak ar santual, a c'holoas gant aour.

22 Evel-se e c'holoas gant aour an holl di, an ti en e bezh. Goleiñ a reas ivez gant aour aoter ar santual en he fezh.

23 Hag e reas er santual daou cherubin e koad olivez a zek ilinad uhelder.

24 Unan eus eskell ur cherubin he doa pemp ilinad, hag askell all ar cherubin he doa pemp ilinad; adalek penn un askell betek penn an askell all e oa dek ilinad.

25 An eil cherubin en doa ivez dek ilinad. An daou cherubin o doa an hevelep muzul hag an hevelep stumm.

26 Uhelder ur cherubin a oa dek ilinad, ha kemend-all evit ar cherubin all.

27 Hag e lakaas ar cherubined e-barzh an ti, etrezek ar foñs, hag e voe astennet eskell ar cherubined, e doare ma stoke askell unan anezho ouzh ar voger, hag askell ar cherubin all ouzh ar voger all, hag en em stoke o eskell, unan ouzh egile, e-kreiz an ti.

28 Hag e c'holoas gant aour ar cherubined.

29 War holl vogerioù an ti, tro-dro, e kizellas skeudennoù bosek o tiskouez cherubined, palmez ha bleuñv difluket, en diabarzh hag en diavaez.

30 Goleiñ a reas gant aour leur an ti, en diabarzh hag en diavaez.

31 Ouzh digor ar santual e reas un nor gant div stalaf e koad olivez. Ar gourin hag ar postoù a oa eus ur pempvet eus ar c'hostez.

32 An div stalaf a oa e koad olivez, hag e kizellas warno skeudennoù bosek o tiskouez cherubined, palmez ha bleuñv difluket, hag e c'holoas anezho gant aour, oc'h astenn an aour war ar cherubined ha war ar palmez.

33 Ober a reas ivez, evit digor an templ, postoù koad olivez, a oa eus ur c'hard eus ment ar voger,

34 hag un nor gant div stalaf koad siprez. An div banell eus unan ar stalafioù a oa heblegus, hag an div banell eus ar stalaf all a oa ivez heblegus.

35 Kizellañ a reas warno cherubined, palmez ha bleuñv difluket, hag e c'holoas anezho gant aour, a astennas war ar c'hizelladur.

36 Sevel a reas ivez leurenn an diabarzh, gant teir renkad mein-ben hag ur renkad treustoù sedrez.

37 Er pevare bloaz, da viz Ziv, diazezoù ti an AOTROU a voe lakaet,

38 hag en unnekvet bloaz, da viz Bul, a zo an eizhvet miz, an ti a voe echuet, gant e holl zalc'hoù hag hervez ma oa ret. Seizh vloaz a voe lakaet d'ober anezhañ.

Lean sinn:



Sanasan