1 Rouaned 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Hiram roue Tir a gasas e servijerien da gavout Salomon, pa ouezas e oa bet olevet da roue e lec'h e dad. Rak Hiram en doa karet David bepred. 2 Salomon a gasas da gavout Hiram evit lavarout dezhañ: 3 Gouzout a rez n'en doa ket gellet David va zad sevel un ti da anv an AOTROU e Zoue, en abeg d'ar brezel graet gant e enebourien en-dro dezhañ a bep tu, ken n'en defe o lakaet an AOTROU dindan e dreid. 4 Ha bremañ an AOTROU va Doue en deus roet din diskuizh a bep tu; ne'm eus na enebour na tra diaes ebet. 5 Setu emaon e-sell da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evel m'en deus disklêriet an AOTROU da Zavid va zad o lavarout: Da vab, a lakain ez lec'h war da dron, a vo an hini a savo un ti da'm anv. 6 Ha bremañ, gourc'hemenn ma vo troc'het din sedrez el Liban, ha va servijerien a vo gant da servijerien. Reiñ a rin dit ar gopr a c'houlenni evit da servijerien, rak te a oar n'eus den e-touez ac'hanomp o c'houzout troc'hañ koad evel ar Sidoniz. 7 Pa glevas Hiram komzoù Salomon, en doe ul levenez vras, hag e lavaras: Benniget ra vo hiziv an AOTROU, eñ hag en deus roet da Zavid ur mab fur evit ren war ar bobl vras-se! 8 Hiram a gasas da gavout Salomon da lavarout: Klevet em eus ar pezh ac'h eus goulennet diganin, hag e rin kement a fello dit a-zivout ar c'hoad sedrez hag ar c'hoad siprez. 9 Va servijerien o diskenno eus al Liban d'ar mor, ha goude e lakain anezho war ar mor dre radelloù, betek al lec'h ma ez po merket din. O lakaat a rin da vezañ distaget eno, hag e kemeri anezho. Hag e ri plijadur din en ur reiñ bevañs evit va zi. 10 Hiram a roas koad sedrez ha koad siprez da Salomon, kement ha ma fellas dezhañ. 11 Salomon a roas da Hiram ugent mil kor gwinizh evit bevañs e di, hag ugent kor eoul glan-meurbet. Salomon a roe bep bloaz kement-se da Hiram. 12 An AOTROU a roas furnez da Salomon, evel m'en doa lavaret dezhañ. Hag e voe peoc'h etre Hiram ha Salomon, hag e rejont emglev. 13 Ar roue Salomon a savas tud a aner en holl Israel, hag an aner-mañ a voe a dregont mil den. 14 Hag e kasas anezho tro-ha-tro d'al Liban, dek mil bep miz. Bez' e oant ur miz el Liban ha daou viz er gêr. Adoniram a oa penn an aner-mañ. 15 Salomon en doa ivez dek mil den ha tri-ugent a zouge ar bec'hioù, ha pevar-ugent mil den a droc'he war ar menez, 16 hep kontañ ar vistri-vicherour lakaet gant Salomon evit ren al labour; tri mil tri c'hant e oant o ren an dud a laboure. 17 Ar roue a c'hourc'hemennas tennañ mein bras ha mein talvoudus, evit ober diazez an ti gant mein kizellet. 18 Micherourien Salomon, micherourien Hiram hag ar C'hibliz a gizellas hag a gempennas ar c'hoad hag ar vein evit sevel an ti. |