1 Rouaned 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 1 Salomon a zeuas e kerentiezh Faraon roue an Ejipt. Kemer a reas merc'h Faraon da wreg, hag e tegasas anezhi da gêr David, ken n'en doe echu da sevel e di ha ti an AOTROU, kenkoulz hag ar voger en-dro da Jeruzalem. 2 Ar bobl a aberzhe war an uhellec'hioù hepken, rak betek neuze ne oa bet savet ti ebet en anv an AOTROU. 3 Salomon a gare an AOTROU hag a gerzhe hervez reolennoù David e dad. Hag ec'h aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù hepken. 4 Ar roue a yeas da C'habaon evit aberzhiñ, eno e oa an hini brasañ eus an uhellec'hioù. Salomon a ginnigas mil loskaberzh war an aoter. 5 E Gabaon, an AOTROU en em ziskouezas en un huñvre da Salomon e-pad an noz, ha Doue a lavaras dezhañ: Goulenn ar pezh a roin dit. 6 Salomon a lavaras: Diskouezet ec'h eus ur vadelezh vras e-keñver da servijer David va zad, dre m'en deus kerzhet dirazout er fealded, er reizhder hag en eeunder a galon ez keñver. Miret ec'h eus dezhañ ar vadelezh vras-se, ha roet dezhañ ur mab a zo azezet war e dron, evel hiziv. 7 Ha bremañ, AOTROU va Doue, lakaet ec'h eus da servijer da ren e lec'h David va zad, ha n'on nemet un denig yaouank, n'ouzon ket penaos en em ren. 8 Da servijer a zo e-kreiz ar bobl ac'h eus dibabet, ar bobl vras-se na c'hell ket bezañ niveret na kontet en abeg d'he niver bras. 9 Ro da'z servijer ur galon boellek evit barn da bobl, evit merzout etre ar mad hag an droug. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, hag a zo ken bras? 10 Ar c'homzoù-se a blijas d'an AOTROU, dre m'en doa graet Salomon ar goulenn-se. 11 Ha Doue a lavaras dezhañ: Peogwir ec'h eus graet ar goulenn-se ouzhin, ha ne'c'h eus ket goulennet ur vuhez hir, na pinvidigezhioù, na marv da enebourien, met goulennet ec'h eus poell evit barn gant reizhder, 12 setu, e ran hervez da gomzoù. Setu ma roin dit ur galon fur ha poellek, e doare ma ne vo ket bet unan heñvel ouzhit a-raok dit, ha ne vo ket unan heñvel ouzhit ez koude. 13 Reiñ a rin dit zoken ar pezh na'c'h eus ket goulennet, pinvidigezhioù ha gloar, e doare ma ne vo ket unan heñvel ouzhit e-touez ar rouaned e-pad da holl zeizioù. 14 Mar kerzhez war va hentoù, o virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus kerzhet warno David da dad, me a gresko da zeizioù. 15 Neuze Salomon a zihunas, ha setu e oa un huñvre. Hag e teuas da Jeruzalem, hag en em zalc'has dirak arc'h emglev an AOTROU. Kinnig a reas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag e reas ur fest d'e holl servijerien. 16 Neuze div vaouez a vuhez fall a zeuas da gavout ar roue, hag en em zalc'hjont dirazañ. 17 Unan eus ar maouezed a lavaras: Va aotrou, ar vaouez-mañ ha me a oa o chom en hevelep ti, ha gwilioudet em eus en he c'hichen en ti. 18 Tri deiz goude ma em boa gwilioudet, ar vaouez-mañ a wilioudas ivez, hag e oamp a-gevret. Den all ebet ne oa ganeomp en ti, ne oa nemet hon div en ti. 19 Mab ar vaouez-mañ a varvas e-pad an noz, dre m'he doa gourvezet warnañ. 20 Savet eo e-kreiz an noz, tapet he deus ar mab em boa em c'hichen e-pad ma kouske da servijerez, lakaet he deus anezhañ war he barlenn, ha lakaet he deus he mab marv war va barlenn. 21 Diouzh ar mintin, pa'z on savet da reiñ da zenañ da'm mab, setu e oa marv. Met sellet em eus outañ gant evezh diouzh ar mintin, ne oa ket eñ va mab am boa ganet. 22 Ar vaouez all a lavaras: Nann, an hini bev eo va mab, met an hini marv eo da vab. Met an hini gentañ a lavaras: Nann, an hini marv eo da vab, met an hini bev eo va mab. Hag e komzent evel-se dirak ar roue. 23 Ar roue a lavaras: Unan a lavar: An hini bev eo va mab, met an hini marv eo da vab; hag eben a lavar: Nann, an hini marv eo da vab, met an hini bev eo va mab. 24 Ar roue a lavaras: Degasit ur c'hleze din. Hag ur c'hleze a voe degaset dirak ar roue. 25 Ar roue a lavaras: Daouhanterit ar bugel a vev, ha roit un hanter da unan hag un hanter d'eben. 26 Hag a vaouez ma oa bev he mab, he diabarzh o vezañ fromet diwar-benn he mab, a lavaras d'ar roue: Va aotrou, ro dezhi ar bugel a vev, n'e laka d'ar marv! Met eben a lavare: Ne vo na din na dit, troc'h-eñ! 27 Neuze ar roue a respontas o lavarout: Roit da honnezh ar bugel a vev, ha n'e lakait ket d'ar marv: hi eo e vamm. 28 Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder. |