1 Rouaned 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 22 1 Hag e tremenas tri bloaz hep ma voe brezel etre Siria hag Israel. 2 A-benn tri bloaz, Jozafad roue Juda a ziskennas da gavout roue Israel. 3 Roue Israel a lavaras d'e servijerien: Ha gouzout a rit ez eo deomp Ramod-Galaad? Hag en em zalc'homp sioul e-lec'h hec'h adkemer eus daouarn roue Siria! 4 Hag e lavaras da Jozafad: Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad? Jozafad a respontas da roue Israel: Me eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg. 5 Ha Jozafad a lavaras da roue Israel: Goulennata da gentañ, me az ped, komz an AOTROU. 6 Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue. 7 Met Jozafad a lavaras: Ha n'eus ket amañ profed d'an AOTROU ken, evit ma c'houlennatafemp anezhañ? 8 Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se! 9 Neuze roue Israel a c'halvas ur spazhad hag a lavaras dezhañ: Laka buan Mika mab Jimla da zont. 10 Roue Israel ha Jozafad roue Juda a oa azezet, pep hini war e dron, gwisket gant o dilhad, hag e oant azezet war al leur-gêr e-tal dor Samaria, hag an holl brofeded a oa o profediñ dirazo. 11 Sedesia mab Kenaana, o vezañ graet kerniel houarn dezhañ, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mañ e vounti ar Siriz betek o distrujañ. 12 Hag an holl brofeded a lavare an hevelep profediezh, o lavarout: Pign da Ramod-Galaad hag e ri berzh, hag an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue. 13 Ar c'hannad a oa aet da c'hervel Mika a gomzas outañ o lavarout: Setu, ar brofeded a lavar holl, a c'henoù unvan, traoù mat d'ar roue; mar plij, ra vo eta da gomz heñvel ouzh o re, ha disklêr ar mad! 14 Ha Mika a lavaras: An AOTROU a zo bev! Me a zisklêrio ar pezh a lavaro an AOTROU. 15 Dont a reas eta etrezek ar roue, hag ar roue a lavaras dezhañ: Mika, ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontas: Pign, hag e ri berzh, an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue . 16 Ar roue a lavaras dezhañ: Pet gwech e pedin ac'hanout da lavarout din nemet ar wirionez en anv an AOTROU? 17 Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h. 18 Roue Israel a lavaras da Jozafad: Ha ne'm eus ket lavaret dit, ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met an droug? 19 Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ. 20 An AOTROU a lavaras: Piv a douello Akab, evit ma pigno ha ma varvo e Ramod-Galaad? Unan a respontas en un doare hag egile en un doare all. 21 Ur spered a zeuas a-raok d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag e lavaras: Me a douello anezhañ. An AOTROU a lavaras: Penaos? 22 Hag e respontas: Mont a rin hag e vin ur spered a c'haou e genoù e holl brofeded. An AOTROU a lavaras: E douellañ a ri, hag e teui a-benn outañ. Kae er-maez ha gra evel-se. 23 Bremañ eta, setu, an AOTROU en deus lakaet ur spered a c'haou e genoù da brofeded, hag an AOTROU en deus disklêriet droug a-enep dit. 24 Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit? 25 Mika a respontas: Kement-se a weli en deiz ma'z i eus kambr da gambr da guzhat. 26 Neuze roue Israel a lavaras: Kemerit Mika ha kasit-eñ da Amon, gouarnour ar gêr, ha da Joaz, mab ar roue, 27 ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mañ en toull-bac'h, ha bevit-eñ gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h. 28 Mika a respontas: Mar distroez e peoc’h, an AOTROU n'en deus ket komzet ouzhin. Hag e lavaras: Selaouit, c'hwi holl bobloù! 29 Roue Israel ha Jozafad roue Juda a bignas a-enep Ramod-Galaad. 30 Roue Israel a lavaras da Jozafad: Me a dreuzwisko evit mont d'ar brezel, ha te a wisko da zilhad. Ha roue Israel a dreuzwiskas hag a yeas d'ar brezel. 31 Roue Siria en doa roet un urzh da zaou benn ha tregont e girri, o lavarout: Na stourmit nag a-enep ar re vihan nag a-enep ar re vras, met hepken a-enep roue Israel. 32 Pa welas pennoù ar c'hirri Jozafad, e lavarjont: A-dra-sur eo roue Israel! Hag e trojont etrezek ennañ evit e argadiñ. Met Jozafad a laoskas ur griadenn. 33 Pa welas pennoù ar c'hirri ne oa ket roue Israel, e tistrojont dioutañ. 34 Neuze un den a dennas gant e wareg dre zegouezh, hag e tizhas roue Israel etre ar juntoù hag an hobregon. Ar roue a lavaras d'an hini a rene e garr: Distro ha kas ac'hanon er-maez eus an emgannlec'h, rak gloazet on. 35 Hag en deiz-se ar stourm a voe garv. Ar roue a chomas en e garr, a-dal d'ar Siriz, hag e varvas d'an abardaez. Gwad e c'houli a redas e foñs ar c'harr. 36 Evel ma kuzhe an heol, ar griadenn-mañ a dremene er renkoù: Pep hini d'e gêr, ha pep hini d'e vro. 37 Ar roue a varvas hag a voe kaset da Samaria. Hag e voe sebeliet e Samaria. 38 Gwalc'het e voe ar c'harr e stank Samaria, hag ar chas a lipas e wad, hag evel-se ivez pa voe gwalc'het e armoù, hervez ar ger en doa disklêriet an AOTROU. 39 Diwar-benn nemorant oberoù Akab ha kement a reas, an ti olifant a savas hag an holl gêrioù a savas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel? 40 Hag Akab a c'hourvezas gant e dadoù. Hag Akazia e vab a renas en e lec'h. 41 Er pevare bloaz eus Akab roue Israel, e oa deuet Jozafad mab Asa da roue war Juda. 42 Pemp bloaz ha tregont e oa Jozafad pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz warn-ugent e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Azuba merc'h Shilki. 43 Kerzhout a reas war holl hent Asa e dad ha ne zistroas ket diwarnañ, oc'h ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU. 44 Koulskoude an uhellec'hioù ne voent ket lamet, hag ar bobl a aberzhe hag a lakae da vogediñ war an uhellec'hioù. 45 Jozafad a voe e peoc'h gant roue Israel. 46 Diwar-benn nemorant oberoù Jozafad, e gurioù a reas hag e vrezelioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda? 47 Lemel a reas eus ar vro ar baotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh, ar re a oa chomet abaoe amzer Asa e dad. 48 Ne oa ket a roue en Edom, met ur gouarnour a oa besroue. 49 Jozafad a reas listri Tarsiz evit mont da Ofir da gerc'hat aour, met n'ejont ket, dre ma voe bruzunet al listri en Ezion-Geber. 50 Neuze Akazia mab Akab a lavaras da Jozafad: Ra yelo va servijerien gant da re war al listri. Met Jozafad ne fellas ket dezhañ. 51 Ha Jozafad a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Joram e vab a renas en e lec'h. 52 Er seitekvet bloaz eus Jozafad roue Juda, e teuas Akazia mab Akab da roue war Israel e Samaria. Ren a reas daou vloaz war Israel. 53 Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent e dad, hag en hent e vamm, hag en hent Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ. 54 Servijañ a reas Baal, hag e stouas dirazañ, hag e kounnaras an AOTROU Doue Israel, evel m'en doa graet e dad. |