Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Rouaned 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 21

1 Goude an traoù-se, Nabod eus Jizreel o kaout ur winienn e Jizreel, e-kichen palez Akab roue Samaria,

2 e komzas Akab ouzh Nabod o lavarout dezhañ: Ro din da winienn, evit ma rin ul liorzh c'hlas, rak tost eo ouzh va zi. Hag e roin dit ur winienn welloc'h eviti, pe mar plij dit, e roin dit arc'hant evit he zalvoudegezh.

3 Met Nabod a respontas da Akab: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon da reiñ dit hêrezh va zadoù.

4 Akab a zistroas d'e di, glac'haret ha kounnaret gant ar gomz en doa lavaret dezhañ Nabod eus Jizreel, p'en doa respontet: Ne roin ket dit hêrezh va zadoù. Hag e c'hourvezas war e wele, e tistroas e zremm, ha ne zebras netra.

5 Jezabel e wreg a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Perak eo glac'haret da spered ha ne zebrez ket?

6 Hag e respontas dezhi: Dre ma em eus komzet ouzh Nabod eus Jizreel, ha lavaret dezhañ: Ro din da winienn evit arc'hant, pe ma fell dit, e roin dit ur winienn all eviti. Hag en deus lavaret: Ne roin ket dit va gwinienn.

7 Neuze Jezabel e wreg a lavaras dezhañ: Ha te eo bremañ an hini a ren war Israel? Sav, debr ha ra laouenaio da galon! Me a roio dit gwinienn Nabod eus Jizreel.

8 Hag e skrivas lizhiri en anv Akab, hag e siellas anezho gant e siell, hag e kasas al lizhiri d'an henaourien ha d'ar pennoù a oa o chom gant Nabod en e gêr.

9 Hag e skrivas el lizheroù ar gerioù-mañ: Embannit ur yun ha lakait Nabod e penn ar bobl.

10 Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.

11 Tud kêr Nabod, an henaourien hag ar pennoù a oa o chom en e gêr, a reas evel m'he doa gourc'hemennet Jezabel dezho, hag hervez ma oa skrivet el lizhiri he doa kaset dezho.

12 Hag ec'h embannjont ur yun hag e lakajont Nabod e penn ar bobl.

13 Daou vab Belial a zeuas hag en em zalc'has dirazañ. Ar vibien Belial-se a destenias a-enep Nabod dirak ar bobl o lavarout: Nabod en deus mallozhet Doue hag ar roue. Goude e kasjont anezhañ er-maez eus kêr, hag e voe meinataet hag e varvas.

14 Hag e kasjont da lavarout da Jezabel: Nabod a zo bet meinataet hag a zo marv.

15 Kerkent ha ma klevas Jezabel e oa bet meinataet Nabod hag e oa marv, e lavaras da Akab: Sav, perc'henn gwinienn Nabod eus Jizreel, an hini na felle ket dezhañ he reiñ dit evit arc'hant, rak Nabod n'eo ken bev, met marv eo.

16 Evel-se, pa glevas Akab e oa marv Nabod, e savas evit diskenn da winienn Nabod eus Jizreel, hag evit he ferc'hennañ.

17 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Elia an Tishbiad o lavarout:

18 Sav, diskenn da gavout Akab roue Israel a zo e Samaria, rak setu, emañ e gwinienn Nabod, e-lec'h m'eo diskennet evit he ferc’hennañ.

19 Lavarout a ri dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'c'h eus ket lazhet ha perc'hennet? Hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel m'o deus lipet ar chas gwad Nabod, ar chas a lipo ivez da wad da-unan.

20 Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.

21 Setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont warnout, hag e skubin da warlerc'hidi, me a lamo kuit kement hini a zo da Akab, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel.

22 Hag e lakain da di evel ti Jeroboam mab Nebad hag evel ti Baesha mab Akija, en abeg da'z fallentez, ac'h eus va c'hounnaret drezi ha lakaet Israel da bec'hiñ.

23 An AOTROU a gomzas ivez a-enep Jezabel o lavarout: Ar chas a zebro Jezabel e harz moger Jizreel.

24 An hini a zo da Akab hag a varvo e kêr a vo debret gant ar chas; hag an hini a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neñv.

25 Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,

26 e doare ma voe gwall euzhus, o vont war-lerc'h an idoloù, evel m'o doa graet an Amoreaned, en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.

27 Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.

28 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Elia an Tishbiad o lavarout:

29 Ha gwelet ec'h eus penaos eo en em izelaet Akab dirazon? Peogwir eo en em izelaet dirazon, ne lakain ket ar gwalleur da zont en e zeizioù, met e deizioù e vab e lakain ar gwalleur da zont war e di.

Lean sinn:



Sanasan