1 Rouaned 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 19 1 Akab a lavaras da Jezabel kement en doa graet Elia, ha penaos en doa lazhet an holl brofeded dre ar c'hleze. 2 Jezabel a gasas ur c'hannad etrezek Elia, da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma ne lakaan ket da ene warc'hoazh d'an eur-mañ evel ene unan anezho. 3 O welout kement-se, Elia a savas hag a yeas kuit evit saveteiñ e vuhez. Dont a reas da Veer-Sheba, a zo e Juda, hag e lezas eno e servijer. 4 Met eñ a yeas er gouelec'h, un devezh hent, hag e teuas da azezañ dindan ur vanalenn, hag e c'houlennas ar marv o lavarout: A-walc'h eo, AOTROU! Kemer bremañ va ene, rak n'on ket gwelloc'h eget va zadoù. 5 Hag e c'hourvezas hag e kouskas dindan ur vanalenn, ha setu, un ael a stokas outañ en ur lavarout: Sav, debr. 6 Hag e sellas, ha setu e oa e-kichen e benn ur wastell poazet gant glaou hag ur picher dour. Debriñ a reas hag evañ hag e c'hourvezas adarre. 7 Ael an AOTROU a addeuas un eil gwech, hag e stokas outañ en ur lavarout: Sav, debr, rak an hent a zo re hir evidout. 8 Hag e savas, hag e tebras hag ec'h evas, ha gant an nerzh a roas ar pred-se dezhañ, e kerzhas daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh betek Horeb, menez Doue. 9 Eno ez eas en ur c'hev, hag e tremenas an noz eno. Ha setu, komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ evel-henn: Petra a rez amañ, Elia? 10 Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin. 11 Hag e lavaras: Deus er-maez, en em zalc'h war ar menez dirak an AOTROU. Ha setu an AOTROU a dremene. Un avel vras ha kreñv a faoute ar menez hag a dorre ar reier dirak an AOTROU, met an AOTROU ne oa ket en avel. Goude an avel e voe ur c'hren-douar, met an AOTROU ne oa ket er c'hren-douar. 12 Goude ar c'hren-douar e voe un tan, met an AOTROU ne oa ket en tan. Goude an tan e voe ur vouezh sioul ha skañv. 13 Kerkent ha m'en doe Elia he c'hlevet, e pakas e zremm en e vantell hag ez eas er-maez d'en em zerc'hel e digor ar c'hev. Ha setu, ur vouezh a zeuas dezhañ en ur lavarout: Petra a rez amañ, Elia? 14 Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin. 15 Hag an AOTROU a lavaras dezhañ: Kae en-dro dre an hent er gouelec'h betek Damask, ha pa vi eno ec'h olevi Hazael da roue war Siria. 16 Oleviñ a ri ivez Jehu mab Nimshi da roue war Israel, hag Elizea mab Shafad, eus Abel-Mehola, da brofed ez lec'h. 17 Hag an neb a dec'ho dirak kleze Hazael a vo lakaet d'ar marv gant Jehu; hag an neb a dec'ho dirak kleze Jehu a vo lakaet d'ar marv gant Elizea. 18 Met miret em eus seizh mil den en Israel, an holl c'hlinoù n'o deus ket pleget dirak Baal, hag an holl c'henaouioù n'o deus ket poket outañ. 19 Elia a yeas ac'hane, hag e kavas Elizea mab Shafad, a oa oc'h arat. Daouzek koublad ejened a oa a-raok dezhañ, hag eñ a oa gant an daouzekvet. Elia a dremenas hebiou dezhañ hag a daolas e vantell warnañ. 20 Elizea a lezas e ejened hag a redas war-lerc'h Elia o lavarout: Va lez da bokat da'm zad ha da'm mamm mar plij, hag ez in war da lerc'h. Hag e lavaras: Kae ha deus en-dro, rak petra am eus graet dit? 21 Distreiñ a reas digantañ, hag e kemeras ur c'houblad ejened hag o aberzhas. Gant koad stern an ejened e lakaas ar c'hig da verviñ, hag en roas d'ar bobl, hag e tebrjont. Goude e savas hag ez eas war-lerc'h Elia, hag e servijas anezhañ. |