1 Rouaned 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 18 1 Ur pell bras goude-se komz an AOTROU a voe disklêriet da Elia, en trede bloaz, o lavarout: Kae, en em ziskouez da Akab, hag e kasin glav war an douar. 2 Elia a yeas d'en em ziskouez da Akab. An naonegezh a oa bras e Samaria. 3 Akab a c'halvas Abdia, mestr e servijerien. Abdia a zouje kalz an AOTROU, 4 rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour. 5 Akab a lavaras da Abdia: Kae dre ar vro etrezek an holl eienennoù hag etrezek an holl froudoù, ha marteze e kavimp geot hag e saveteimp buhez hor c'hezeg hag hor muled, ha n'hon devo ket da zistrujañ al loened. 6 Hag e lodennjont ar vro etrezo evit tremen drezi. Akab a yeas e-unan dre un hent, hag Abdia a yeas e-unan dre un hent all. 7 Evel ma oa Abdia war an hent, setu Elia a zeuas war arbenn dezhañ. E anavezout a reas, hag e kouezhas war e zremm en ur lavarout: Ha te eo va aotrou Elia? 8 Eñ a respontas: Me eo, kae da lavarout da'z aotrou: Setu Elia! 9 Hag e lavaras: E petra em eus pec'het, ma lakaez da servijer etre daouarn Akab, evit va lakaat d'ar marv? 10 An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout. 11 Ha bremañ e lavarez: Kae da lavarout da'z aotrou: Setu Elia! 12 Hag e c'hoarvezo, pa vin aet diganit, ma vi douget gant Spered an AOTROU d'ul lec'h n'anavezin ket, hag ez in da lavarout kement-se da Akab, ha ne gavo ket ac'hanout, hag e lazho ac'hanon. Hogen da servijer a zouj an AOTROU adalek e yaouankiz. 13 Ha n'eus ket bet lavaret da'm aotrou ar pezh am eus graet pa lazhe Jezabel profeded an AOTROU, kuzhet em eus kant profed an AOTROU, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o maget gant bara ha dour? 14 Ha bremañ e lavarez: Kae da lavarout da'z aotrou: Setu Elia! Va lazhañ a raio! 15 Met Elia a lavaras: AOTROU an armeoù, en em zalc'han dirazañ, a zo bev! A-dra-sur en em ziskouezin hiziv da Akab. 16 Abdia a yeas eta da gavout Akab hag a lavaras an dra dezhañ. Hag Akab a zeuas da gavout Elia. 17 Kerkent ha ma welas Akab Elia, Akab a lavaras: Ha te eo, trubuilher Israel? 18 Hag e respontas: Ne'm eus ket trubuilhet Israel, met te eo ha ti da dad, dre ma hoc'h eus dilezet gourc'hemennoù an AOTROU, ha ma'z out aet war-lerc'h ar Baaloù. 19 Bremañ, kas da zastum da'm c'havout Israel a-bezh war Venez Karmel, gant ar pevar c'hant hanter-kant profed eus Baal, hag ar pevar c'hant profed eus Ashera a zebr ouzh taol Jezabel. 20 Akab a gasas etrezek holl vibien Israel, hag e tastumas ar brofeded war Venez Karmel. 21 Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger. 22 Elia a lavaras d'ar bobl: Chomet on-me va-unan evel profed an AOTROU, ha profeded Baal a zo pevar c'hant hanter-kant den. 23 Ra vo roet deomp daou gole, ra zibabint unan evito, ra zidroc'hint anezhañ a-dammoù, ha ra lakaint anezhañ war ar c'hoad. Met ne lakaint ket an tan. Me a aozo ar c'hole all, hag e lakain anezhañ war ar c'hoad. Met ne lakain ket an tan. 24 Neuze galvit anv ho toueoù, ha me a galvo anv an AOTROU. Hag an doue a responto dre an tan, hemañ eo a zo Doue. Hag an holl bobl a respontas: Lavaret ec'h eus mat. 25 Elia a lavaras da brofeded Baal: Dibabit deoc'h ur c'hole hag aozit anezhañ da gentañ, rak niverusoc'h ez oc'h, ha galvit anv ho toueoù, met ne lakait ket an tan. 26 Kemer a rejont ar c'hole a voe roet dezho, hag ec'h aozjont anezhañ, hag e c'halvjont anv Baal adalek ar beure betek kreisteiz, o lavarout: Baal, selaou! Met ne voe mouezh ebet na respont ebet. Hag e lamment en-dro d'an aoter o doa graet. 27 War-dro kreisteiz, Elia a reas goap outo o lavarout: Huchit a vouezh uhel, rak doue eo, met soñjal a ra en un dra bennak all, pe en deus un dra bennak d'ober, pe emañ e beaj, marteze eo kousket hag e tihuno! 28 Huchal a rejont a vouezh uhel, hag en em rejont troc’hoù gant kontilli ha gant goafioù, hervez o giz, hag e ruilhe ar gwad warno. 29 Pa voe tremenet kreisteiz, e profedjont betek an amzer ma vez kinniget an donezon, met ne voe na mouezh, na respont, na arouez ebet ma veze graet van ouzh ar pezh a raent. 30 Elia a lavaras d'an holl bobl: Tostait ouzhin. Hag an holl bobl a dostaas outañ, hag e kempennas aoter an AOTROU a oa bet diskaret. 31 Hag Elia a gemeras daouzek maen, hervez niver meuriadoù mibien Jakob, a oa bet disklêriet dezhañ komz an AOTROU o lavarout: Israel a vo da anv. 32 Gant ar vein-se e savas un aoter en anv an AOTROU, hag en-dro d'an aoter e reas ur foz a c'helle derc'hel daou saton had. 33 Hag ec'h aozas ar c'hoad, hag e tidroc'has ar c'hole a-dammoù, evit e lakaat war ar c'hoad. 34 Hag e lavaras: Leugnit pevar brokad dour, ha skuilhit anezho war al loskaberzh ha war ar c'hoad. Hag e lavaras: Grit un eil gwech. Hag e rejont un eil gwech. Hag e lavaras: Grit un deirvet gwech. Hag e rejont un deirvet gwech. 35 Hag ez ae an dour tro-dro d'an aoter, hag e oa leun a zour ar foz. 36 En amzer ma vez kinniget an donezon, ar profed Elia a dostaas hag a lavaras: AOTROU, Doue Abraham, Izaak hag Israel! Ra vo anavezet hiziv ez out Doue en Israel hag ez on da servijer, hag ez eo dre da gomz em eus graet an holl draoù-mañ. 37 Selaou, AOTROU, selaou! Ra ouezo ar bobl-mañ ez eo te, AOTROU, hag a zo Doue, hag ez te hag a zistro o c'halon en-dro. 38 Neuze tan an AOTROU a gouezhas hag a devas al loskaberzh, ar c'hoad, ar vein, ar poultr, hag a zisec'has an dour a oa er foz. 39 An holl bobl a welas kement-se, hag a gouezhas war o dremm hag a lavaras: An AOTROU a zo Doue! An AOTROU a zo Doue! 40 Elia a lavaras dezho: Krogit e profeded Baal, ra ne dec'ho ket unan anezho! Kregiñ a rejont eta enno, hag Elia a reas dezho diskenn da froud Kison, e-lec'h ma lazhas anezho. 41 Goude Elia a lavaras da Akab: Pign, debr hag ev, rak setu trouz krozus ar glav. 42 Akab a bignas evit debriñ hag evañ. Met Elia a bignas war-lein Menez Karmel, hag o plegañ d'an douar, e lakaas e zremm etre e zaoulin, 43 hag e lavaras d'e servijer: Pign bremañ, sell etrezek ar mor. Pignat a reas eta hag e sellas, hag e lavaras: N'eus netra. Hag e lavaras dezhañ: Distro seizh gwech di. 44 D'ar seizhvet gwech e lavaras: Setu ur goumoulenn vihan evel palv dorn un den o pignat eus ar mor. Elia a lavaras dezhañ: Pign ha lavar da Akab: Stag ha diskenn, gant aon na harzfe ar glav ouzhit. 45 War gement-se an neñvoù a deñvalaas gant koumoul, an avel a savas, hag e voe ur glav bras. Neuze Akab a bignas war e garr hag a yeas da Jizreel. 46 Dorn an AOTROU a voe war Elia, a c'hourizas e zivgroazell hag a redas dirak Akab betek mont-tre Jizreel. |