Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Rouaned 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 17

1 Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.

2 Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Elia o lavarout:

3 Kae ac'hann, tro etrezek ar sav-heol, ha kuzh e-kichen froud Kerid, a zo a-dal d'ar Jordan.

4 Evañ a ri eus ar froud, hag em eus roet urzh d'ar brini da vagañ ac'hanout eno.

5 Hag ez eas eta, hag e reas hervez komz an AOTROU. Mont a reas hag e chomas e-kichen froud Kerid, a zo a-dal d'ar Jordan.

6 Ar brini a zegase bara ha kig dezhañ diouzh ar beure, ha bara ha kig dezhañ d'abardaez, hag ec'h eve eus ar froud.

7 Met a-benn ur pennad, e c'hoarvezas ma oa aet da hesk ar froud, dre ma ne oa ket bet glav er vro.

8 Neuze komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ o lavarout:

9 Sav, kae da Sarepta, a zo da Sidon, ha chom eno. Setu em eus roet urzh d'ur vaouez intañvez da vagañ ac'hanout eno.

10 Sevel a reas eta hag ez eas da Sarepta, hag evel m'en em gave e-tal dor kêr, e voe eno ur vaouez intañvez a zastume koad. Gervel a reas anezhi hag e lavaras dezhi: Mar plij, kae da gerc'hat din ur banne dour en ur pod, ma'c'h evin.

11 Mont a reas da gerc'hat, met eñ a c'halvas anezhi hag a lavaras: Mar plij, kemer ez torn un tamm bara evidon.

12 Met hi a respontas: An AOTROU da Zoue a zo bev! Ne'm eus ket a wastell, ne'm eus nemet un dornad bleud en ur brok hag ur banne eoul en ur vured. Setu e tastuman daou skod, hag ez in da aozañ kement-se evidon hag evit va mab. E zebriñ a raimp, ha goude e varvimp.

13 Elia a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon, kae, gra evel ma ec'h eus lavaret, met da gentañ e ri din ur wastell vihan, a zegasi din, ha goude e ri evidout hag evit da vab.

14 Rak evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Ar bleud a zo er brok ne vanko ket, an eoul a zo er vured ne baouezo ket, betek an deiz ma kaso an AOTROU glav war an douar.

15 Mont a reas eta, hag e reas evel m'en doa lavaret Elia dezhi, hag e tebrjont, hi, eñ hag he ziegezh, e-pad pell amzer.

16 Bleud ar brok ne vankas ket, eoul ar vured ne baouezas ket, hervez komz an AOTROU disklêriet dre Elia.

17 Goude an traoù-mañ, mab ar vaouez mestrez an ti a gouezhas klañv, hag ar c'hleñved a voe ken grevus ma ne vanas ket a anal ennañ.

18 Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?

19 Eñ a lavaras dezhi: Ro din da vab. Hag e kemeras anezhañ eus he divrec'h, d'e gas er gambr uhel e-lec'h ma chome. E astenn a reas war e wele.

20 Neuze e krias d'an AOTROU o lavarout: AOTROU va Doue, ha glac'hariñ a rafes an intañvez ma choman en he zi, en ur lakaat he mab da vervel?

21 Hag en em astennas war ar bugel teir gwech, hag e krias d'an AOTROU o lavarout: AOTROU va Doue, da bediñ a ran, ma teuio ene ar bugel-mañ ennañ en-dro!

22 An AOTROU a selaouas mouezh Elia, hag ene ar bugel a zeuas ennañ en-dro, hag e vevas.

23 Elia a gemeras ar bugel, hag a ziskennas anezhañ eus kambr uhel an ti, d'e reiñ d'e vamm. Hag Elia a lavaras: Sell! Da vab a zo bev!

24 Ar vaouez a lavaras da Elia: Anavezout a ran bremañ ez out un den Doue, hag ez eo ar wirionez komz an AOTROU ez kenoù.

Lean sinn:



Sanasan