1 Rouaned 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 16 1 Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jehu mab Hanani, a-enep Baesha, o lavarout: 2 Savet em eus ac'hanout eus ar poultr, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel, met kerzhet ec'h eus en hent Jeroboam, ha lakaet ec'h eus va fobl Israel da bec'hiñ, o kounnariñ ac'hanon dre o fec'hedoù. 3 Setu ez an da skubañ Baesha hag e di, hag e lakain da di da zont heñvel ouzh ti Jeroboam mab Nebad. 4 An hini eus ti Baesha a varvo e kêr a vo debret gant ar chas, an hini eus e re a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neñvoù. 5 Diwar-benn nemorant oberoù Baesha, kement a reas hag e gurioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel? 6 Ha Baesha a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e Tirza. Hag Ela e vab a renas en e lec'h. 7 Dre ar profed Jehu mab Hanani, komz an AOTROU a voe disklêriet a-enep Baesha hag a-enep e di, en abeg d'an holl zroug en doa graet dirak daoulagad an AOTROU, o kounnariñ anezhañ dre oberoù e zaouarn hag o tont heñvel ouzh ti Jeroboam, hag ivez dre m'en doa e zistrujet. 8 Er c'hwec'hvet bloaz warn-ugent eus Asa roue Juda, e teuas Ela mab Baesha da roue war Israel e Tirza, hag e renas daou vloaz. 9 E servijer Zimri, penn an hanter eus e girri, en em savas en e enep pa oa e Tirza oc'h evañ hag o vezviañ e ti Arza, mestr e servijerien e Tirza. 10 Zimri a zeuas, a skoas warnañ hag a lazhas anezhañ, er seizhvet bloaz warn-ugent eus Asa roue Juda, hag e renas en e lec'h. 11 Kerkent ha ma voe roue hag azezet war e dron, e skoas war holl di Baesha, ha ne lezas dezhañ nag an hini a droazh ouzh ar voger, nag ur c'har, nag ur mignon. 12 Zimri a zistrujas holl di Baesha, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU a-enep Baesha dre e servijer ar profed Jehu, 13 en abeg da holl bec'hedoù Baesha ha da bec'hedoù Ela e vab, o deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel dre o zraoù aner. 14 Diwar-benn nemorant oberoù Ela, kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel? 15 Er seizhvet bloaz eus Asa roue Juda, Zimri a renas seizh devezh e Tirza. Ar bobl a gampe a-enep Gibbeton, a oa d'ar Filistined. 16 Ar bobl hag a oa o kampiñ eno a glevas lavarout: Zimri en deus iriennet, ha zoken en deus skoet ar roue. En deiz-se, holl Israel a lakaas er c'hamp da roue Omri, penn arme Israel. 17 Omri hag holl Israel gantañ a bignas eus Gibbeton da sezizañ Tirza. 18 Ha pa welas Zimri e oa tapet kêr, ez eas el lec'h uhelañ eus ti ar roue hag e tevas warnañ ti ar roue, hag e varvas, 19 en abeg d'ar pec'hedoù en doa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o kerzhout en hent Jeroboam, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo. 20 Diwar-benn nemorant oberoù Zimri, hag an irienn a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel? 21 Neuze pobl Israel en em lodennas e daou du: un hanter eus ar bobl a yae war-lerc'h Tibni mab Ginad evit e lakaat da roue, hag an hanter all war-lerc'h Omri. 22 Ar bobl a yae war-lerc'h Omri a voe galloudusoc'h eget ar bobl war-lerc'h Tibni mab Ginad. Tibni a varvas hag Omri a renas. 23 Er c'hentañ bloaz ha tregont eus Asa roue Juda, e teuas Omri da roue war Israel evit daouzek vloaz. Ren a reas c'hwec'h vloaz e Tirza, 24 hag e prenas menez Samaria digant Shemer evit daou dalant arc'hant. Sevel a reas war ar menez-se, hag ec'h anvas ar gêr en doa savet Samaria, diwar anv Shemer, aotrou ar menez. 25 Omri a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, muioc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhañ. 26 Kerzhout a reas en holl hentoù Jeroboam mab Nebad, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel dre o zraoù aner. 27 Diwar-benn nemorant oberoù Omri, kement a reas hag e gurioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel? 28 Hag Omri a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e Samaria. Hag Akab e vab a renas en e lec'h. 29 En eizhvet bloaz ha tregont eus Asa roue Juda, e teuas Akab mab Omri da roue war Israel. Akab mab Omri a renas war Israel e Samaria daou vloaz warn-ugent. 30 Akab mab Omri a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, muioc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhañ. 31 Evel ma vije bet nebeut a dra dezhañ kerzhout e pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, e kemeras da wreg Jezabel merc'h Etbaal, roue ar Sidoniz, hag ez eas da servijañ Baal ha da stouiñ dirazañ. 32 Hag e savas un aoter da Vaal e ti Baal en doa savet e Samaria. 33 Akab a reas ivez un Ashera, hag Akab a reas muioc'h c'hoazh eget holl rouaned Israel a oa bet a-raok dezhañ evit kounnariñ an AOTROU Doue Israel. 34 En e amzer, Hiel eus Betel a savas Jeriko. He soliañ a reas diwar-goust Abiram e vab kentañ-ganet, hag e lakaas he dorojoù diwar-goust Segub e ziwezhañ-ganet, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU dre Jozue mab Nun. |