1 Rouaned 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 14 1 En amzer-se, Abija mab Jeroboam a zeuas da vezañ klañv. 2 Jeroboam a lavaras d'e wreg: Sav bremañ hag en em zic'hiz, ma ne vo ket gouezet ez out gwreg Jeroboam, ha kae da Silo. Eno emañ ar profed Akija, an hini en deus lavaret e vefen roue war ar bobl-mañ. 3 Kemer ez torn dek baraenn, gwestell hag ur podad mel, kae d'e di, hag e lavaro dit ar pezh a c’hoarvezo d'ar paotr. 4 Gwreg Jeroboam a reas evel-se, sevel a reas, mont a reas da Silo, hag ez eas da di Akija. Akija ne c'helle ket gwelout, rak e zaoulagad a oa teñvalaet gant ar gozhni. 5 An AOTROU a lavaras da Akija: Setu, emañ gwreg Jeroboam o tont evit goulenn kuzul diganit diwar-benn he mab a zo klañv. Komz a ri outi evel-henn hag evel-se. Pa zeuio houmañ, e raio van da vezañ unan all. 6 Kerkent ha ma klevas Akija trouz he zreid, evel ma'z ae dre an nor, e lavaras: Deus-tre, gwreg Jeroboam! Perak e rez van da vezañ unan all? Traoù diaes on karget da lavarout dit. 7 Kae ha lavar da Jeroboam: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Savet em eus ac'hanout a-douez ar bobl, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel, 8 roget em eus rouantelezh ti David, he roet em eus dit, met n'out ket bet evel David va servijer, en deus miret va gourc'hemennoù ha kerzhet war va lerc'h a-greiz e galon, en ur ober nemet ar pezh a zo eeun dirazon. 9 Graet ec'h eus muioc'h a zroug eget an holl re a zo bet a-raok dit, dre ma'z out aet d'ober dit doueoù all ha skeudennoù teuzet evit va c'hounnariñ, ha ma ec'h eus va zaolet a-drek da gein. 10 En abeg da-se, setu ez an da gas gwalleur war di Jeroboam, me a lamo kuit kement hini a zo da Jeroboam, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel, hag e skubin ti Jeroboam evel ma vez skubet al lastez, betek ma vo aet da get. 11 An hini eus ti Jeroboam a varvo e kêr a vo debret gant ar chas, an hini a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neñvoù, rak an AOTROU en deus komzet. 12 Te eta, sav ha kae da'z ti. Kerkent ha ma'z aio da dreid e kêr, ar bugel a varvo. 13 Holl Israel a zougo kañv dezhañ hag e vo sebeliet. Eñ hepken a-douez ti Jeroboam a yelo en ur bez, rak an AOTROU Doue Israel en deus kavet un dra bennak a vat ennañ hepken a-douez ti Jeroboam. 14 Hag an AOTROU a lakaio war Israel ur roue a gaso da get ti Jeroboam en deiz-se. Ha petra? A-benn nebeut zoken! 15 An AOTROU a skoio war Israel, evel ma vefe hejet ar gorzenn en dour, hag e tiframmo Israel diwar an douar mat-se en doa roet d'o zadoù, hag e stlabezo anezho en tu all d'ar stêr, dre m'o deus graet Asheraoù o kounnariñ an AOTROU. 16 Hag e teroio Israel en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ. 17 Neuze gwreg Jeroboam a savas hag a yeas kuit. Dont a reas da Dirza, hag evel ma lakae an troad war dreuzoù an ti, ar paotr yaouank a varvas. 18 Sebeliet e voe, hag holl Israel a zougas kañv dezhañ, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU dre e servijer ar profed Akija. 19 Diwar-benn nemorant oberoù Jeroboam, penaos e reas ar brezel ha penaos e renas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloù rouaned Israel. 20 Jeroboam a renas daou vloaz warn-ugent, hag e c'hourvezas gant e dadoù. Ha Nadab e vab a renas en e lec'h. 21 Roboam mab Salomon a rene e Juda. Ur bloaz ha daou-ugent e oa Roboam pa zeuas da roue, hag e renas seitek vloaz e Jeruzalem, ar gêr en doa dibabet an AOTROU a-douez holl veuriadoù Israel, evit lakaat enni e anv. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez. 22 Juda a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag ec'h atizjont e warizi en abeg d'ar pec'hedoù a rejont, muioc'h eget n'o doa graet biken o zadoù. 23 Rak uhellec'hioù a savjont ivez gant peulioù hag Asheraoù war an holl grec'hioù ha dindan pep gwezenn c'hlas. 24 Bez' e voe zoken paotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh er vro. Heñvelaat a rejont ouzh euzhusterioù ar broadoù en doa an AOTROU kaset kuit dirak mibien Israel. 25 D'ar pempvet bloaz eus ar roue Roboam, Shishak roue an Ejipt a bignas a-enep Jeruzalem, 26 hag a gemeras teñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue. Kemer a reas holl, kemer a reas ar skoedoù aour en doa graet Salomon. 27 Ar roue Roboam a reas skoedoù arem en o lec'h, hag e lakaas anezho etre daouarn pennoù ar rederien a ziwalle dor ti ar roue. 28 Bep gwech ma'z ae ar roue da di an AOTROU, ar rederien a zouge anezho, ha goude o degasent en-dro e kambr ar rederien. 29 Diwar-benn nemorant oberoù Roboam ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda? 30 Bez' e voe brezelioù dibaouez etre Roboam ha Jeroboam. 31 Ha Roboam a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez. Hag Abijam e vab a renas en e lec'h. |