Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Rouaned 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13

1 Setu, un den Doue a zeuas eus Juda da Vetel, a-berzh komz an AOTROU, e-pad ma en em zalc'he Jeroboam ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.

2 Hag e krias a-enep an aoter, a-berzh komz an AOTROU, hag e lavaras: Aoter, aoter, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ur mab a vo ganet e ti David, e anv a vo Jozia, lazhañ a raio warnout aberzhourien an uhellec'hioù a laka da vogediñ warnout, ha devet e vo warnout eskern tud.

3 Hag e roas en deiz-se un arouez o lavarout: Setu un arouez ez eo an AOTROU en deus komzet: Setu, an aoter a faouto, hag al ludu a zo warni a vo skuilhet.

4 Pa glevas ar roue komzoù an den Doue a grie a-enep aoter Betel, Jeroboam a astennas e zorn dreist an aoter o lavarout: Krogit ennañ! Hag an dorn en doa astennet etrezek ennañ a zeuas disec'het, ha ne oa ket evit e zistreiñ d'e gavout.

5 An aoter a faoutas, hag al ludu a oa warni a voe skuilhet, hervez an arouez en doa roet an den Doue a-berzh komz an AOTROU.

6 Hag e stagas da gomz ar roue o lavarout d'an den Doue: Galv, mar plij, an AOTROU da Zoue, ha ped evidon evit ma c'hello va dorn dont en-dro din. Hag an den Doue a c'halvas an AOTROU, ha dorn ar roue a c'hellas distreiñ dezhañ, evel ma voe diagent.

7 Ar roue a lavaras d'an den Doue: Deus ganin en ti, hag en em greñva; ha me a raio ur prof dit.

8 Met an den Doue a lavaras d'ar roue: Pa rofes din un hanter eus da di, n'in ket ganit, ha ne zebrin ket bara ha n'evin ket dour el lec'h-mañ.

9 Rak bet em eus ar gourc'hemenn-mañ digant komz an AOTROU: Ne zebri ket bara, n'evi ket dour, ne zistroi ket dre an hent ma vi aet drezañ.

10 Mont a reas eta kuit dre un hent all, ha ne zistroas ket dre an hent ma oa deuet drezañ da Vetel.

11 Bez' e oa ur profed kozh o chom e Betel. E vibien a zeuas da gontañ dezhañ an holl draoù en doa graet an den Doue en deiz-se e Betel, hag ar c'homzoù en doa lavaret d'ar roue. P'o doa kontet an traoù-se d'o zad,

12 hemañ a lavaras dezho: Dre beseurt hent ez eo aet kuit? E vibien o doa gwelet an hent ma oa aet drezañ an den Doue deuet eus Juda.

13 Hag e lavaras d'e vibien: Dibrit din an azen. Hag e tibrjont an azen dezhañ, hag e pignas warnañ.

14 Mont a reas war-lerc'h an den Doue, a gavas azezet dindan un dervenn, hag e lavaras dezhañ: Ha te eo an den Doue deuet eus Juda? Eñ a lavaras dezhañ: Me eo.

15 Hag e lavaras dezhañ: Deus ganin da'm zi hag e tebri bara.

16 Eñ a lavaras: Ne c'hellan ket distreiñ ganit na mont e-barzh da di, ne zebrin ket bara ha n'evin ket dour ganit el lec'h-se,

17 rak lavaret eo bet din dre gomz an AOTROU: Ne zebri ket bara eno, n'evi ket dour eno, ne zistroi ket dre an hent ma vi aet drezañ.

18 Hag e lavaras dezhañ: Me ivez a zo profed eveldout, hag un ael en deus komzet ouzhin a-berzh an AOTROU o lavarout: Degas hemañ ganit da'z ti, ma tebro bara ha ma evo dour. Gaou a lavare dezhañ.

19 Neuze e tistroas gantañ, hag e tebras bara hag ec'h evas dour en e di.

20 Evel ma oant azezet ouzh taol, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed en doa e zegaset,

21 hag e krias d'an den Doue deuet eus Juda o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma'z out bet disent ouzh urzh an AOTROU, ha ma ne'c'h eus ket miret an urzh en doa roet dit an AOTROU da Zoue,

22 met ma'z out distroet, ma ec'h eus debret bara hag evet dour el lec'h em boa lavaret dit: Ne zebri ket bara eno, n'evi ket dour eno, da gorf marv ned aio ket e bez da dadoù.

23 Goude m'en doe debret bara hag evet, e reas dibrañ an azen evit ar profed en doa degaset.

24 Hemañ a yeas kuit, hag ul leon a gavas anezhañ war an hent hag en lazhas. E gorf a oa astennet war an hent, an azen en em zalc'he e-kichen ar c'horf, hag al leon ivez en em zalc'he e-kichen ar c'horf.

25 Ha setu, tremenidi bennak a welas ar c'horf astennet war an hent, hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Dont a rejont d'henn lavarout er gêr ma oa ar profed kozh o chom enni.

26 Pa glevas kement-se ar profed en doa e zegaset eus an hent, e lavaras: An den Doue eo, an hini a zo bet disent ouzh urzh an AOTROU. An AOTROU en deus e roet d'al leon, hag hemañ en deus e roget ha lazhet, hervez ar gomz en doa lavaret an AOTROU dezhañ.

27 Hag e komzas ouzh e vibien o lavarout: Dibrit din an azen. Hag e tibrjont an azen dezhañ.

28 Mont a reas hag e kavas ar c'horf astennet war an hent, hag an azen hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Al leon n'en doa ket debret ar c'horf na diframmet an azen.

29 Ar profed a savas korf an den Doue hag a lakaas anezhañ war e azen d'e zegas gantañ. Ar profed kozh a zeuas e kêr evit ober kañv anezhañ hag e sebeliañ.

30 Lakaat a reas e gorf en e vez, hag e oueljont warnañ o lavarout: Siwazh, va breur!

31 Goude bezañ e sebeliet e komzas ouzh e vibien o lavarout: Pa vin marv, va sebeliañ a reot er bez ma eo sebeliet an den Doue ennañ; lakait va eskern e-kichen e eskern,

32 rak sevenet e vo a-dra-sur ar gomz en deus kriet, a-berzh an AOTROU, a-enep an aoter a zo e Betel hag a-enep an holl diez uhellec'hioù a zo e kêrioù Samaria.

33 Koulskoude Jeroboam ne zistroas ket diouzh e hent fall, met a-nevez e lakaas da aberzhourien evit an uhellec'hioù tud a-douez an holl bobl. Lakaat a rae da aberzhour eus an uhellec'hioù an hini a felle dezhañ.

34 Hag an dra-se a zeuas da vezañ ur pec'hed evit ti Jeroboam, a voe diverket ha distrujet diwar c'horre an douar.

Lean sinn:



Sanasan