Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Rouaned 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 12

1 Roboam a yeas da Sichem, rak holl Israel a oa deuet da Sichem evit e lakaat da roue.

2 Pa glevas Jeroboam mab Nebad kement-se, edo c'hoazh en Ejipt, e-lec'h ma oa tec'het a-zirak ar roue Salomon; en Ejipt e oa o chom.

3 Kaset e voe da c'hervel anezhañ. Jeroboam hag holl vodadeg Israel a zeuas hag a gomzas ouzh Roboam o lavarout:

4 Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner. Skañva bremañ kargoù kalet da dad hag ar yev pounner en deus lakaet warnomp, hag e servijimp ac'hanout.

5 Hag e lavaras dezho: Kit, ha distroit da'm c'havout a-benn tri deiz; hag ar bobl a yeas kuit.

6 Ar roue Roboam a c'houlennas ali digant ar re gozh a oa bet e-kichen Salomon e dad pa oa bev, o lavarout: Peseurt respont am c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se?

7 Hag e respontjont dezhañ evel-henn: Mar bezez e servij ar bobl-se, mar o selaouez, mar respontez dezho komzoù madelezhus, e vint da servijerien da viken.

8 Met dilezel a reas an ali o doa roet dezhañ ar re gozh, hag e c'houlennas ali digant ar re yaouank o doa kresket gantañ hag en em zalc'he dirazañ.

9 Hag e lavaras dezho: Peseurt respont am c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se he deus komzet ouzhin o lavarout: Skañva ar yev en deus lakaet da dad warnomp?

10 Hag ar re yaouank o doa kresket gantañ a respontas o lavarout: Evel-henn e komzi ouzh ar bobl-se he deus komzet ouzhit o lavarout: Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner, ha te, skañva hor yev! Respont a ri dezho: Va biz bihan a zo tevoc'h eget divgroazell va zad.

11 Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.

12 Tri deiz goude, Jeroboam hag an holl bobl a zeuas da gavout Roboam, evel m'en doa lavaret ar roue: Distroit da'm c'havout a-benn tri deiz.

13 Met ar roue a respontas garv d'ar bobl, o tilezel an ali o doa roet dezhañ ar re gozh.

14 Hag e komzas outo hervez ali ar re yaouank, o lavarout: Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus ho kastizet gant skourjezoù, met me ho kastizo gant skourjezoù-kruged.

15 Ar roue ne selaouas ket eta ouzh ar bobl, ha kement-se a zeue a-berzh an AOTROU, evit ma vefe sevenet ar gomz en doa lavaret an AOTROU da Jeroboam mab Nebad dre Akija eus Silo.

16 Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David? N'hon eus hêrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoù, Israel! Ha bremañ, David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoù.

17 Roboam a renas war ar re eus mibien Israel a oa o chom e kêrioù Juda.

18 Ar roue Roboam a gasas Adoram, karget eus an tailhoù, met holl Israel a labezas anezhañ gant mein, hag e varvas. Ar roue Roboam a hastas pignat war ur c'harr da dec'hout da Jeruzalem.

19 Evel-se e oa Israel en em savet a-enep ti David betek hiziv.

20 Kerkent ha ma klevas holl Israel e oa distroet Jeroboam, e kasjont d'e c'hervel d'ar vodadenn, hag e lakajont anezhañ da roue war holl Israel. Meuriad ebet ne heulias ti David, nemet meuriad Juda hepken.

21 Roboam a erruas e Jeruzalem, hag e tastumas holl di Juda ha Benjamin, kant pevar-ugent mil den a vrezel dibabet, evit stourm a-enep ti Israel, hag evit degas ar rouantelezh en-dro dindan Roboam mab Salomon.

22 Met komz an AOTROU a voe disklêriet da Shemaja, den Doue, o lavarout:

23 Komz ouzh Roboam mab Salomon roue Juda, hag ouzh holl di Juda ha Benjamin, hag ouzh nemorant ar bobl, ha lavar dezho:

24 Evel-henn e komz an AOTROU: N'it ket d'ober brezel a-enep ho preudeur mibien Israel, distroit pep hini ac'hanoc'h d'e di, rak kement-se a zeu eus va ferzh. Hag e sentjont ouzh komz an AOTROU, hag e tistrojont hervez komz an AOTROU.

25 Jeroboam a savas Sichem war venez Efraim, hag e chomas enni; goude ez eas ac'hane hag e savas Penuel.

26 Jeroboam a lavaras en e galon: Ar rouantelezh a c'hellfe bremañ distreiñ da di David.

27 Mar pign ar bobl-mañ evit ober aberzhoù da di an AOTROU e Jeruzalem, kalon ar bobl-mañ a droio etrezek o aotrou Roboam roue Juda, hag e lazhint ac'hanon, hag e tistroint da gavout Roboam roue Juda.

28 Ar roue, o vezañ kemeret kuzul, a reas daou leue aour, hag a lavaras d'ar bobl: A-walc'h ez oc'h pignet da Jeruzalem, setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.

29 Hag e tiazezas unan e Betel hag e lakaas egile e Dan.

30 Hag an dra-se a zeuas da vezañ ur pec'hed, rak ar bobl a yeas zoken betek Dan dirak unan eus al leueoù.

31 Hag e reas ivez tiez en uhellec'hioù, hag e lakaas da aberzhourien tud a-douez an holl bobl ha na oant ket mibien Levi.

32 Jeroboam a reas ur gouel d'an eizhvet miz, d'ar pempzekvet deiz eus ar miz, evel ar gouel a veze graet e Juda, hag e kinnigas aberzhoù war an aoter. Ober a reas evel-se e Betel, oc'h aberzhiñ d'al leueoù en doa graet; hag e lakaas e Betel aberzhourien evit an uhellec'hioù en doa graet.

33 D'ar pempzekvet deiz eus an eizhvet miz, ar miz en doa dibabet e-unan, e kinnigas war an aoter en doa graet e Betel, hag e reas ur gouel evit mibien Israel, hag e pignas ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.

Lean sinn:



Sanasan