Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Rouaned 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 11

1 Ar roue Salomon a garas kalz a vaouezed estren, ouzhpenn merc'h Faraon, Moabadezed, Ammonadezed, Edomadezed, Sidonadezed, Hititezed,

2 a-douez ar broadoù en doa lavaret an AOTROU da vibien Israel diwar o fenn: Ned eot ket d'o zi, ne zeuint ket d'ho ti, rak a-dra-sur, e tistrofent ho kalonoù war-lerc'h o doueoù. Met Salomon en em stagas outo dre garantez.

3 Bez' en doe eta da wragez seizh kant priñsez, ha tri c'hant serc'h. Hag e wragez a zistroas e galon.

4 En amzer kozhni Salomon, e wragez a zistroas e galon war-lerc'h doueoù all, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.

5 Salomon a yeas war-lerc'h Astarte doueez ar Sidoniz, ha Milkom euzhusted an Ammoniz.

6 Salomon a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ned eas ket a-grenn war-lerc'h an AOTROU evel David e dad.

7 Salomon a savas un uhellec'h evit Kemosh euzhusted ar Voabiz war ar menez a zo a-dal da Jeruzalem, hag evit Molok euzhusted mibien Ammon.

8 Kement-se e reas evit e holl wragez estren, a lakae da vogediñ hag a aberzhe d'o doueoù.

9 Hag an AOTROU a gounnaras a-enep Salomon, dre m'en doa distroet e galon diouzh an AOTROU Doue Israel, a oa en em ziskouezet dezhañ div wech,

10 hag en doa roet dezhañ an urzh, a-zivout ar poent-se, da chom hep mont war-lerc'h doueoù all. Met ne viras ket ar pezh en doa gourc'hemennet an AOTROU.

11 An AOTROU a lavaras da Salomon: Peogwir ec'h eus graet evel-se, ha ne'c'h eus ket miret va emglev ha va reolennoù am boa roet dit, e rogin a-dra-sur ar rouantelezh diwarnout, hag e roin anezhi da'z servijer.

12 Koulskoude, abalamour da Zavid da dad, ne rin ket kement-se e-pad da vuhez, met diouzh dorn da vab eo e rogin anezhi.

13 Koulskoude ne rogin ket an holl rouantelezh, met ur meuriad a roin da'z mab, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet.

14 An AOTROU a savas eta un enebour da Salomon, Hadad an Edomad, a oa eus gouenn roue Edom.

15 En amzer ma oa bet David en Edom, pa bignas Joab penn an arme da sebeliañ ar re lazhet, e lazhas holl baotred Edom;

16 chom a reas Joab c'hwec'h miz eno gant holl Israel, betek m'en doe lazhet holl baotred Edom.

17 Neuze Hadad a dec'has gant un nebeud Edomiz servijerien e dad, evit en em dennañ en Ejipt. Hadad a oa ur bugel yaouank.

18 Pa voent aet eus Madian, e teujont da Baran, hag e kemerjont ganto tud Paran, hag en em dennjont d'an Ejipt, da gavout Faraon roue an Ejipt, a roas dezhañ un ti, a verkas dezhañ peadra de vevañ, hag a roas dezhañ ivez un douar.

19 Hadad a gavas trugarez dirak daoulagad Faraon, e doare ma roas dezhañ da wreg c'hoar e wreg, c'hoar ar rouanez Tapanez.

20 C'hoar Tapanez a c'hanas dezhañ e vab Genubad, a voe dizonet gant Tapanez e ti Faraon. Evel-se e oa Genubad e ti Faraon, e-touez mibien Faraon.

21 Pa'c'h anavezas Hadad, en Ejipt, e oa gourvezet David gant e dadoù, hag e oa marv Joab penn an arme, e lavaras da Faraon: Va lez da vont kuit da'm bro.

22 Faraon a lavaras dezhañ: Petra a vank dit em c'hichen, ma c'houlennez evel-se mont da'z pro? Hag eñ a lavaras: Netra, met va lez da vont kuit.

23 Doue a savas c'hoazh un enebour da Salomon, Rezon mab Eliada, a oa tec'het eus e vestr Hadadezer roue Zoba.

24 Dastumet en doa tud a-enep dezhañ, hag e oa penn ur strollad pa lazhas David anezho, hag ez ejont da Zamask, hag e chomjont eno, hag e renjont.

25 Hemañ a voe enebour da Israel e-pad holl amzer Salomon, ouzhpenn an droug a rae Hadad. Kasaat a reas Israel, hag e renas war Siria.

26 Jeroboam mab Nebad, un Efratiad eus Zereda, servijer Salomon, e vamm a oa ur vaouez intañvez anvet Zerua, a savas ivez e zorn a-enep ar roue.

27 Ha setu an abeg a reas dezhañ sevel e zorn a-enep ar roue: Salomon a save Milho hag a gloze toull-freuz kêr David e dad.

28 Jeroboam a oa ur brezelour kalonek; Salomon, o welout an den yaouank-se o labourat, a lakaas anezhañ war holl garg ti Jozef.

29 Hag e c'hoarvezas, en amzer-se, ma'z eas Jeroboam er-maez eus Jeruzalem. Ar profed Akija eus Silo, gwisket gant ur vantell nevez, en em gavas gantañ war an hent. Hag e oant o-daou o-unan war ar maez.

30 Akija a gemeras ar vantell nevez en doa warnañ, hag a rogas anezhi e daouzek tamm;

31 hag e lavaras da Jeroboam: Kemer evidout dek tamm, rak evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Setu e rogin ar rouantelezh diouzh dorn Salomon, hag e roin dit dek meuriad.

32 Met ur meuriad en devo, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel.

33 Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.

34 Koulskoude ne lamin netra eus ar rouantelezh diouzh e zorn, rak e-keit ha ma vevo e kendalc'hin anezhañ evel priñs, abalamour da Zavid va servijer am eus dibabet hag en deus miret va gourc'hemennoù ha va reolennoù.

35 Met lemel a rin ar rouantelezh diouzh dorn e vab, hag e roin dit dek meuriad.

36 Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gêr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.

37 Da gemer a rin eta, ha ren a ri war gement a c'hoantaio da ene, hag e vi roue war Israel.

38 Mar sentez ouzhin e kement a c'hourc'hemennin dit, ma kerzhez em hentoù, ma rez kement a zo reizh dirak va daoulagad, en ur virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus graet David va servijer, me a vo ganit, hag e savin dit un ti padus evel ma em eus savet unan da Zavid, hag e roin dit Israel.

39 Izelaat a rin lignez David en abeg da-se, met ne vo ket da viken.

40 Salomon a glaskas lakaat d'ar marv Jeroboam, met Jeroboam a savas hag a dec'has d'an Ejipt e-kichen Shishak roue an Ejipt, hag e chomas en Ejipt betek marv Salomon.

41 Diwar-benn nemorant oberoù Salomon, kement a reas, hag e furnez, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr oberoù Salomon?

42 An amzer ma renas Salomon e Jeruzalem war holl Israel a voe daou-ugent vloaz.

43 Ha Salomon a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David e dad. Ha Roboam e vab a renas en e lec'h.

Lean sinn:



Sanasan