1 Rouaned 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 10 1 Rouanez Seba, o vezañ klevet brud Salomon abalamour da anv an AOTROU, a zeuas d'e amprouiñ dre luziadelloù. 2 Dont a reas da Jeruzalem gant un heuliad bras, gant kañvaled o tougen louzoù-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a reas da gavout Salomon, hag e komzas gantañ eus kement he doa en he c'halon. 3 Salomon a zisplegas dezhi diwar-benn he holl luziadelloù, ha ne voe netra na intentas ket ar roue ha na zisplegas ket dezhi. 4 Rouanez Seba, o welout holl furnez Salomon, an ti en doa savet, 5 meuzioù e daol, annezlec'hioù e servijerien, urzh ha gwiskamant a re a servije, e hanaferien, e loskaberzhoù a ginnige e ti an AOTROU, a voe holl er-maez anezhi hec'h-unan. 6 Hag e lavaras d'ar roue: Gwir eo ar pezh am eus klevet em bro diwar-benn da stad ha da furnez. 7 Ne greden ket ar pezh a lavared, betek ma'z on deuet ha ma o deus gwelet va daoulagad. Ha setu, ne oa lavaret din nemet an hanter. Da furnez ha da vadoù a dremen ar pezh am boa klevet eus da vrud. 8 Eürus eo da dud! Eürus da servijerien en em zalc'h bepred dirazout hag a selaou da furnez! 9 Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war dron Israel! Dre m'en deus karet an AOTROU Israel da viken, eo en deus da lakaet da roue, evit ober eeunder ha reizhder. 10 Hag e roas d'ar roue kant ugent talant aour, louzoù-frondus e-leizh, ha mein prizius. Ha ne zeuas biskoazh un niver ken bras a louzoù-frondus, evel ma roas rouanez Seba d'ar roue Salomon. 11 Listri Hiram, o doa degaset aour eus Ofir, a zegasas ivez eus Ofir koad santal ha mein prizius e-leizh. 12 Gant ar c'hoad santal-se e reas ar roue balustroù evit ti an AOTROU hag evit ti ar roue, ha telennoù ha lourennoù evit ar ganerien. Ha ne zeuas ken evel ar c'hoad santal-se, ha ne voe ken gwelet betek hiziv. 13 Ar roue Salomon a roas da rouanez Seba kement a c'hoantaas, ar pezh a c'houlennas, hag ouzhpenn-se e roas dezhi profoù evel ma c'helle reiñ ar roue Salomon. Hag e tistroas hag ez eas d'he bro, hi hag he servijerien. 14 Pouez an aour a zeue da Salomon bep bloaz a oa c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent talant aour; 15 hag ouzhpenn-se e oa ar pezh a zegase ar werzherien hag ar c'henwerzh a-vunut, hag holl rouaned Arabia, ha gouarnourien ar broioù-se. 16 Ar roue Salomon a reas daou-c'hant skoed aour morzholiet, o lakaat da-se c'hwec'h kant sikl aour evit pep skoed, 17 ha tri c'hant skoed bihanoc'h en aour morzholiet, o lakaat teir minenn aour evit pep skoed. Ar roue a lakaas anezho e ti koad al Liban. 18 Ar roue a reas ivez un tron olifant bras, a c'holoas gant aour puraet. 19 An tron en doa c'hwec'h derez, krec'h an tron a oa ront en a-dreñv, brenkoù a oa a bep tu d'ar gador, ha daou leon en em zalc'he e-kichen ar brenkoù. 20 Bez' e oa ivez eno daouzek leon war ar c'hwec'h derez, a bep tu. Netra heñvel ne oa bet graet e rouantelezh ebet. 21 Holl hanafoù ar roue Salomon a oa en aour, hag holl listri ti koad al Liban a oa en aour glan. Netra ne oa en arc'hant. Ne veze graet van ebet anezhañ en deizioù Salomon. 22 Rak ar roue en doa war vor listri Tarsiz gant listri Hiram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro listri Tarsiz da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned. 23 Evel-se ar roue Salomon a voe brasoc'h eget holl rouaned an douar, dre e binvidigezh hag e furnez. 24 Holl rouaned an douar a glaske dremm Salomon, evit klevout ar furnez en doa lakaet Doue en e galon. 25 Pep hini anezho a zegase e brof, listri arc'hant, listri aour, dilhad, armoù, louzoù-frondus, kezeg, muled, bloaz dre vloaz. 26 Salomon a zastumas kirri ha marc'hegerien. Bez' en doa mil pevar c'hant karr ha daouzek mil marc'heger, hag e lakaas anezho er c'hêrioù ma veze lec'hiet e girri, hag e Jeruzalem e-kichen ar roue. 27 Ar roue a reas d'an arc'hant bezañ ken boutin e Jeruzalem ha mein, ha d'ar sedrez ken boutin ha sikamor ar blaenenn. 28 Eus an Ejipt hag eus Kue eo e teue ar c'hezeg evit Salomon. Ur strollad marc'hadourien ar roue a yae d'o c'herc'hat eus Kue dre lodenn evit ur priz merket. 29 Lakaat a raed da zont eus an Ejipt ur c'harr evit c'hwec'h kant sikl arc'hant hag ur marc'h evit kant hag hanter-kant. Degaset e vezent ivez evit holl rouaned an Hitited hag evit rouaned Siria. |