Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Pêr 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 5 Kuzulioù d’an henaourien ha d’ar re yaouank

1 Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:

2 Mesait deñved Doue a zo en ho touez o veilhañ warno, nann dre heg met a volontez vat, nann evit ur gounid mezhus met a c’hrad vat,

3 nann evel pa vijec’h mestr war ar re a zo fiziet ennoc’h met o vezañ skouer vat an tropell.

4 Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc’h ar gurunenn divreinus a c’hloar.

5 En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.

6 En em izelait eta dindan dorn galloudus Doue, evit ma uhelaio ac’hanoc’h pa vo an amzer,

7 oc’h en em divec’hiañ warnañ eus hoc’h holl nec’hamantoù, rak e teu d’ho prederiañ.

8 Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.

9 Harpit outañ o vezañ start er feiz, o c’houzout penaos ho preudeur a zo er bed a c’houzañv an hevelep poanioù.

10 Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.

11 Dezhañ ra vo ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Saludoù da glozañ

12 Berr a-walc’h em eus skrivet deoc’h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac’hanoc’h hag asurañ ac’hanoc’h penaos eo hounnezh gwir c’hras Doue, an hini e chomit start enni.

13 Iliz ar re zibabet a zo e Babilon a salud ac’hanoc’h, ha Mark va mab ivez.

14 Saludit an eil egile dre ur pok a garantez. Ra vo ar peoc’h ganeoc’h holl a zo e Jezuz-Krist! Amen.

Lean sinn:



Sanasan