Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Korintiz 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 8 Ar boued aberzhet d’an idoloù

1 E-keñver an traoù aberzhet d’an idoloù, gouzout a reomp hon eus holl anaoudegezh. An anaoudegezh a c’hwez, met ar garantez a sav.

2 Mar soñj unan bennak gouzout un dra bennak, ne oar c’hoazh netra evel ma tleer gouzout.

3 Met mar kar unan bennak Doue, anavezet eo gantañ.

4 Dre-se eta, evit ar pezh a sell debriñ traoù aberzhet d’an idoloù, ec’h ouzomp penaos un idol n’eo netra er bed ha penaos n’eus nemet un Doue hepken.

5 Rak petra bennak ma ez eus, en neñv pe war an douar, reoù hag a zo anvet doueed, evel ma ez eus meur a zoue ha meur a aotrou,

6 koulskoude ni n’hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.

7 Met an holl n’o deus ket an anaoudegezh-se. Rak hiniennoù, hervez ar gredenn o deus bremañ c’hoazh eus an idol, a zebr an traoù evel bet aberzhet d’an idoloù, hag o c’houstiañs, o vezañ dinerzh, a zo saotret a gement-se.

8 N’eo ket ur boued hol laka da vezañ plijus da Zoue. Rak ma tebromp, ne zeu talvoudegezh ebet deomp a-se, ha ma ne zebromp ket, n’hor bo koll ebet a gement-se.

9 Lakait evezh koulskoude na zeufe ar frankiz hoc’h eus da vezañ ur maen-kouezh evit ar re zinerzh.

10 Rak mar gwel unan bennak ac’hanout, te hag ac’h eus anaoudegezh, azezet ouzh taol e templ an idoloù, ha ne vo ket ivez douget an hini a zo dinerzh e goustiañs da zebriñ eus an traoù a zo aberzhet d’an idoloù?

11 Hag e vo kollet dre da anaoudegezh ar breur dinerzh ez eo marvet Krist evitañ.

12 Evel-se, o pec’hiñ a-enep ar vreudeur hag o c’hloazañ o c’houstiañs dinerzh, e pec’hit a-enep Krist.

13 Dre-se, mar lakaan va breur da strebotiñ dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiñ.

Lean sinn:



Sanasan