1 Korintiz 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 Chomit hep hudurniezh en ho touez 1 Klevout a reer lavarout a bep tu ez eus en ho touez gadaliezh, hag ur c’hadaliezh ken bras ma n’eo ket anvet zoken e-touez ar baganed. Evel-se unan ac’hanoc’h en deus kemeret gwreg e dad. 2 Hag oc’h en em c’hwezhet gant an ourgouilh! Ha n’oc’h ket, er c’hontrol, bet er glac’har, evit ma vo lamet eus ho touez an hini en deus graet kement-se? 3 Evidon-me, ezvezant a gorf met bezant a spered, em eus barnet dija evel ma vefen bezant an hini en deus graet un hevelep tra. 4 En anv hon Aotrou Jezuz-Krist, c’hwi ha va spered o vezañ a-unan gant galloud hon Aotrou Jezuz-Krist, 5 ra vo lakaet un hevelep den etre daouarn Satan, evit ma vo distrujet ar c’hig ha ma vo salvet ar spered e deiz an Aotrou Jezuz. 6 N’eo ket mat tennañ gloar ac’hanoc’h. Ha n’ouzoc’h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c’hoiñ? 7 Naetait eta ar goell kozh, evit ma viot un toaz nevez, peogwir ez oc’h hep goell. Rak Krist hor Pask a zo bet aberzhet evidomp. 8 Dre-se eta, lidomp ar gouel, nann gant ar goell kozh na gant ur goell a zroug hag a fallentez, met gant ar bara hep goell eus an eeunder hag eus ar wirionez. 9 Skrivet em eus deoc’h em lizher chom hep darempredoù gant an dud hudur, 10 ne oa ket a-grenn gant tud hudur ar bed-mañ, an dud wallc’hoantek, al laeron, an idolourien, rak neuze e vije ret deoc’h mont er-maez eus ar bed. 11 Met ar pezh am eus skrivet deoc’h, eo chom hep darempredoù gant unan bennak en em c’halv breur hag a zo hudur, pe gwallc’hoantek, pe idolour, pe droukkomzer, pe mezvier, pe laer, na zebrit ket zoken gant un hevelep den. 12 Petra am eus eta da varn re an diavaez? Ha n’hoc’h eus ket da varn re an diabarzh? 13 Diwar-benn re an diavaez, Doue o barn. Lamit an den fall eus ho touez. |