Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Korintiz 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3 Jezuz a zo an diazez nemetañ

1 Breudeur, ne’m eus ket gallet komz deoc’h evel da dud speredel met evel da dud kigel, evel da vugale vihan e Krist.

2 Roet em eus deoc’h laezh da evañ ha nann boued fetis, rak ne oac’h ket c’hoazh gouest d’e zegemer. Ha bremañ zoken ne c’hellit ket, dre ma’z oc’h c’hoazh kigel.

3 Rak pa’z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoù ha diemglevioù, ha n’oc’h ket kigel ha ne gerzhit ket hervez an dud?

4 Pa lavar unan: Me a zo da Baol! Hag egile: Me da Apolloz! Ha n’oc’h ket kigel?

5 Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc’h eus kredet drezo hervez m’en deus an Aotrou roet da bep hini?

6 Me am eus plantet, Apolloz en deus douret, met Doue en deus lakaet da greskiñ,

7 evel-se an hini a blant n’eo netra, nag an hini a zoura, met Doue a laka da greskiñ.

8 An hini a blant hag an hini a zoura a zo heñvel, ha pep hini a resevo e c’hopr e-unan hervez e labour e-unan.

9 Rak ni a zo oberourien gant Doue. C’hwi eo park Doue, an ti a sav Doue.

10 Hervez gras Doue a zo bet roet din, em eus lakaet an diazez evel ur saver fur, hag unan all a vañson warnañ. Met ra eveshaio pep hini penaos e vañson warnañ.

11 Rak den ne c’hell lakaat un diazez all eget an hini a zo bet lakaet, da lavarout eo Jezuz-Krist.

12 Mar mañson unan bennak war an diazez-se gant aour, arc’hant, mein prizius, koad, foenn, soul,

13 labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.

14 Mar chom en e sav al labour en devo unan bennak savet, e resevo ur gopr.

15 Mar dev labour unan bennak, e c’houzañvo ar c’holl. Eñ a vo salvet, met evel a-dreuz an tan.

16 Ha n’ouzoc’h ket ez oc’h templ Doue hag emañ Spered Doue o chom ennoc’h?

17 Mar distruj unan bennak templ Doue, Doue en distrujo, rak templ Doue a zo santel ha c’hwi eo kement-se.

18 N’en em dromplo den e-unan. Mar soñj unan bennak ac’hanoc’h bezañ fur er c’hantved-mañ, ra zeuio da vezañ foll evit dont da vezañ fur.

19 Furnez ar bed-mañ a zo follentez dirak Doue, rak skrivet eo: Tapout a ra ar re fur en o gwidre.

20 Ha c’hoazh: An Aotrou a anavez penaos soñjoù ar re fur a zo aner.

21 Ra ne lakaio den eta e c’hloar en dud, rak an holl draoù a zo deoc’h,

22 pe Paol, pe Apolloz, pe Kefaz, pe ar bed, pe ar vuhez, pe ar marv, pe an traoù a-vremañ, pe an traoù da zont,

23 an holl draoù a zo deoc’h, ha c’hwi a zo da Grist, ha Krist a zo da Zoue.

Lean sinn:



Sanasan