1 Korintiz 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 1 Pa’z on deuet d’ho kavout, breudeur, n’on ket deuet gant komzou pe gant furnez vras evit disklêriañ deoc’h testeni Doue. 2 Rak ne’m eus ket soñjet e tleen anavezout tra all en ho touez nemet Jezuz-Krist, ha Jezuz-Krist staget ouzh ar groaz. 3 Me a zo bet en ho touez en dinerzhded, en doujañs hag en ur grenadenn vras. 4 Va c’homz ha va frezegenn n’int ket bet dalc’het e lavarioù fromus furnez an den, met en un diskouezadur a Spered hag a c’halloud, 5 evit na vo ket savet ho feiz war furnez an dud, met war galloud Doue. 6 Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n’eo ket eus ar bed-mañ, nag eus renerien ar bed-mañ hag a zeu da vezañ hep galloud, 7 prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c’hantvedoù evit hor gloar, 8 ha n’eo bet anavezet gant hini ebet eus renerien ar bed-mañ, rak mar o defe he anavezet, n’o defe ket kroazstaget an Aotrou a c’hloar. 9 Met evel ma’z eo skrivet: Bez’ int traoù n’en deus ket lagad an den gwelet, na skouarn an den klevet, ha n’int ket pignet e kalon an den, traoù en deus Doue kempennet evit ar re a gar anezhañ. 10 Doue en deus o diskuliet deomp dre e Spered. Rak ar Spered a furch an holl draoù, zoken donderioù Doue. 11 Rak piv e-touez an dud a anavez traoù an den, nemet spered an den a zo ennañ? Evel-se ivez den n’anavez traoù Doue, nemet Spered Doue. 12 Hogen ni, n’hon eus ket resevet spered ar bed, met ar Spered a zeu eus Doue, evit ma anavezimp an traoù a zo bet roet deomp gant Doue dre c’hras. 13 Ha komz a reomp diwar o fenn, nann gant al lavarioù a zesk furnez an dud, met gant ar re a zesk ar Spered-Santel, o tisplegañ traoù speredel d’ar re a zo speredel. 14 Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho. 15 Met an den speredel a varn an holl draoù ha n’eo e-unan barnet gant den. 16 Rak piv en deus anavezet soñj an Aotrou evit gallout e gelenn? Hogen ni hon eus soñj Krist. |