1 Korintiz 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 16 Ar gest evit ar sent 1 E keñver ar gest evit ar sent, grit evel ma em eus gourc’hemennet da Ilizoù Galatia. 2 Pep deiz kentañ eus ar sizhun, ra lakaio a-du pep hini ac’hanoc’h en e di un dra bennak, o tastum ar pezh a c’hello hervez e c’hounid, evit na c’hortozor ket ken ma vin erru evit ober ar c’hestoù. 3 Ha pa vin erruet, e kasin gant lizheroù ar re ho po dibabet evit mont gant ho aluzenoù da Jeruzalem. 4 Mar d-eo dereat ez afen-me ivez va-unan, e teuint asambles ganin. Alioù diwezhañ ha saludoù da glozañ 5 Mont a rin d’ho kavout goude ma em bo tremenet dre Vakedonia, rak tremen a rin dre Vakedonia. 6 Marteze e chomin un nebeud amzer ganeoc’h pe zoken e tremenin ar goañv, evit bezañ ambrouget ganeoc’h el lec’h bennak ma’z in. 7 Rak ne fell ket din ho kwelout ar wech-mañ en ur dremen, met ec’h esperan e chomin ganeoc’h un nebeud amzer, mar plij gant Doue. 8 Koulskoude e chomin en Efez betek ar Pantekost, 9 rak un nor vras a zo digor din gant esperañs a c’hounid, met kalz a enebourien a zo eno. 10 Mar deu Timote, lakait evezh ma vo hep aon en ho touez, rak labourat a ra da oberenn an Aotrou eveldon va-unan. 11 Ra ne zisprizo den eta anezhañ, met ambrougit anezhañ e peoc’h evit ma teuio da’m c’havout, rak gortoz a ran anezhañ gant ar vreudeur. 12 E-keñver ar breur Apolloz, e bedet em eus start da vont d’ho kavout gant ar vreudeur, met n’eo ket bet fellet dezhañ a-greñv mont bremañ. Koulskoude ez aio pa gavo tu. 13 Beilhit, chomit start er feiz, en em renit evel tud, en em greñvait. 14 Ra vo graet kement a rit gant karantez. 15 Ho pediñ a ran, breudeur, anavezout a rit tiegezh Stefanaz, gouzout a rit ez int ar c’hentañ frouezh eus Akaia hag ez int en em roet da servij ar sent, 16 bezit sentus ouzh ar seurt tud-se hag ouzh ar re holl a labour hag a gemer poan. 17 En em laouenaat a ran ma’z eo deuet Stefanaz, Fortunatuz hag Akaikuz, rak lec’hiet o deus en hoc’h ezvezañs, 18 kreñvaet o deus va spered hag hoc’h hini. Bezit eta leun a zoujañs evit ar seurt tud-se. 19 Ilizoù Azia a salud ac’hanoc’h. Akilaz ha Prisilha, gant an Iliz a zo en o zi, a salud kalz ac’hanoc’h en Aotrou. 20 An holl vreudeur a salud ac’hanoc’h. En em saludit an eil egile dre ur pok santel. 21 Me Paol, a salud ac’hanoc’h eus va dorn va-unan. 22 Ma ez eus unan bennak na gar ket an Aotrou Jezuz-Krist, ra vo milliget! Maranata! 23 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h! 24 Va c’harantez a zo ganeoc’h holl e Jezuz-Krist! Amen. |