Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Korintiz 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13 Ar garantez

1 Pa gomzfen yezhoù an dud hag an aeled, ma ne’m eus ket ar garantez, ez on evel un arem a son pe evel ur simbalenn a dregern.

2 Pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioù hag an holl c’houiziegezh, pa em befe an holl feiz betek dilec’hiañ ar menezioù, ma ne’m eus ket ar garantez, n’on netra.

3 Pa ginnigfen va holl vadoù, pa rofen va c’horf evit bezañ devet, ma ne’m eus ket ar garantez, kement-se ne servij din da netra.

4 Ar garantez a zo habask ha leun a vadelezh, ar garantez n’eo ket avius, ar garantez n’eo ket fougasus, n’en em c’hwez ket a ourgouilh,

5 n’eo ket dizonest, ne glask ket he mad hec’h-unan, ne drenk ket, ne soñj ket e droug,

6 n’en em laouena ket eus an direizhder, met en em laouena eus ar wirionez,

7 digareziñ a ra pep tra, krediñ a ra pep tra, esperout a ra pep tra, gouzañv a ra pep tra.

8 Ar garantez ne baouezo biken. Ar profediezhioù a echuo, ar yezhoù a ehano, ar c’houiziegezh a echuo.

9 Rak ec’h anavezomp en un doare diglok, hag e profedomp en un doare diglok,

10 met pa zeuio ar pezh a zo peurvat, neuze ar pezh a zo diglok a echuo.

11 Pa oan bugel, e komzen evel ur bugel, e komprenen evel ur bugel, e soñjen evel ur bugel, met pa’z on deuet da vezañ un den, em eus echuet gant ar pezh a oa eus ar bugel.

12 Bremañ e welomp dre ur melezour, en un doare teñval, neuze e welimp dremm ouzh dremm. Bremañ ec’h anavezan en un doare diglok, met neuze ec’h anavezin-tre, evel ma’z on bet anavezet-tre.

13 Bremañ eta, e chom an tri dra-mañ: ar feiz, an esperañs, ar garantez. Met ar brasañ anezho eo ar garantez.

Lean sinn:



Sanasan