1 Korintiz 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 An emzalc’h e-pad ar bodadegoù 1 Bezit heñvelerien ouzhin evel ma’z on heñveler ouzh Krist. 2 Breudeur, meuliñ a ran ac’hanoc’h abalamour ma hoc’h eus soñj ac’hanon e pep tra ha ma virit va c’helennadurezh evel ma em eus he roet deoc’h. 3 Met fellout a ra din e oufec’h penaos Krist eo ar penn eus pep den, hag an den penn eus ar wreg, ha Doue penn eus Krist. 4 Pep den hag a bed pe a brofed goloet e benn, a zizenor e vestr. 5 Pep wreg hag a bed pe a brofed diouel he fenn, a zizenor he mestr, bez’ eo evel ma vefe touzet. 6 Rak ma ne c’holo ket ur wreg he fenn, ra droc’ho ivez he blev. Ha ma n’eo ket dereat d’ur wreg kaout he blev troc’het pe bezañ touzet, ra vo goloet he fenn. 7 An den ne dle ket goleiñ e benn pa’z eo skeudenn ha gloar Doue, met ar wreg a zo gloar an den. 8 Rak an den n’eo ket bet tennet eus ar wreg, met ar wreg a zo bet tennet eus an den, 9 hag an den n’eo ket bet krouet evit ar wreg, met ar wreg a zo bet krouet evit an den. 10 Dre-se ar wreg, abalamour d’an aeled, a dle kaout war he fenn ur merk eus ar galloud a zo a-us dezhi. 11 Koulskoude, en Aotrou, ar wreg n’emañ ket hep an den, nag an den hep ar wreg. 12 Rak, evel ma’z eo bet tennet ar wreg eus an den, an den ivez a vez ganet dre ar wreg, ha pep tra a zeu eus Doue. 13 Barnit eta hoc’h-unan. Ha dereat eo e pedfe ur wreg Doue diouel he fenn? 14 Ha ne zesk ket deoc’h an natur hec’h-unan ez eo mezhus d’an den kaout blev hir, 15 met eo un enor d’ar wreg kaout blev hir, rak ar blev a zo bet roet dezhi evit gouel? 16 Mar fell da unan bennak daelañ, n’hon eus ket ar c’hiz-se, nag Ilizoù Doue kennebeut. Ar Goan-Santel 17 Hogen er pezh ez an da lavarout deoc’h, n’ho meulan ket. En em zastum a rit, n’eo ket evit gwellaat, met evit fallaat. 18 Da gentañ e klevan penaos pa en em zastumit en Iliz ez eus dizunaniezhoù etrezoc’h, hag ul lodenn a gement-se a gredan, 19 rak ret eo e vefe disrannoù en ho touez, evit ma vo diskuliet ar re ac’hanoc’h a zo aprouet. 20 P’en em zastumit eta en un hevelep lec’h, n’eo ket evit debriñ koan an Aotrou, 21 rak, ouzh taol, pep hini hast da gemer e goan e-unan, hag unan en deus naon, hag unan all a zo mezv. 22 Ha n’hoc’h eus ket ho tiez evit debriñ hag evit evañ? Pe e tisprizit Iliz Doue, hag e rit mezh d’ar re n’o deus netra? Petra a lavarin deoc’h? Ho meuliñ a rin? Ne veulan ket ac’hanoc’h evit kement-se. 23 Rak resevet em eus digant an Aotrou ar pezh am eus ivez kelennet deoc’h, penaos an Aotrou Jezuz, en noz ma oa droukroet, a gemeras bara 24 hag, o vezañ trugarekaet, a dorras anezhañ hag a lavaras: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf hag a zo torret evidoc’h, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon. 25 Evel-se ivez, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon bep gwech ma’c’h evot dioutañ. 26 Rak bep gwech ma tebrit eus ar bara-mañ ha ma’c’h evit eus an hanaf-mañ, e kemennit marv an Aotrou betek ma teuio. 27 Evel-se piv bennak a zebro eus ar bara-mañ pe a evo eus hanaf an Aotrou en un doare dizereat a vo kablus e-keñver korf ha gwad an Aotrou. 28 Ra en em amprouo pep hini eta e-unan, hag evel-se ra zebro eus ar bara-mañ ha ra evo eus an hanaf-mañ. 29 Rak an hini a zebr pe a ev en un doare dizereat a zebr hag a ev e varnedigezh e-unan, rak ne zigemm ket korf an Aotrou. 30 Abalamour da-se eo ez eus en ho touez kalz a dud mac’hagn ha klañv, hag ez eus marvet meur a hini. 31 Rak mar en em varnfemp hon-unan, ne vefemp ket barnet. 32 Met pa’z omp barnet, omp kastizet gant an Aotrou, evit na vimp ket kondaonet asambles gant ar bed. 33 Dre-se, va breudeur, pa en em zastumit da zebriñ, en em c’hortozit an eil egile. 34 Mar en deus unan bennak naon, ra zebro en e di, evit ma n’en em zastumot ket evit ho parnedigezh. Diwar-benn an traoù all, e reizhin anezho pa vin erruet. |