Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Korintiz 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10 Skouerioù tennet eus istor Israel

1 Breudeur, ne fell ket din e vefec’h hep gouzout eo bet hon tadoù holl dindan ar goabrenn, o deus tremenet holl a-dreuz ar mor,

2 int bet holl badezet dindan Moizez er goabrenn hag er mor,

3 o deus debret holl eus an hevelep boued speredel,

4 hag o deus evet holl eus an hevelep evaj speredel, rak evañ a raent eus ar roc’h speredel a heulie anezho, hag ar roc’h-se a oa Krist.

5 Met Doue ne gavas ket e blijadur e darn vuiañ anezho rak kouezhañ a rejont el lec’h distro.

6 Hag an traoù-se a zo c’hoarvezet evit servijañ da skouer deomp, evit na c’hoantaimp ket traoù fall evel ma c’hoantajont-int.

7 Na zeuit ket da vezañ idolourien evel ma voe hiniennoù anezho, hervez ma’z eo skrivet: Ar bobl a azezas da zebriñ ha da evañ, ha goude e savjont d’en em laouenaat.

8 Na reomp ket a hudurniezh evel ma reas traoù hudur hiniennoù anezho, hag e kouezhas tri mil warn-ugent anezho en hevelep devezh.

9 Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered.

10 Na c’hrozmolit ket evel ma c’hrozmolas hiniennoù anezho hag a voe lazhet gant an distrujer.

11 An holl draoù-se a c’hoarvezas ganto evit servijañ da skouer, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d’an amzerioù diwezhañ.

12 Evel-se an hini a gred bezañ en e sav, ra ziwallo da gouezhañ

13 Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.


Taol an Aotrou ha taol an diaouled

14 Dre-se, va re garet-mat, tec’hit diouzh an idolerezh.

15 Komz a ran deoc’h evel da dud a skiant. Barnit hoc’h-unan ar pezh a lavaran.

16 An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?

17 Evel ma ez eus ur bara hepken, ni evidomp da vezañ kalz n’omp nemet ur c’horf hepken, rak holl hon eus lod en hevelep bara.

18 Sellit ouzh Israel hervez ar c’hig. Ar re a zebr aberzhoù, ha n’o deus ket kenunvaniezh gant an aoter?

19 Petra a lavaran eta? Ez eo an idol un dra bennak? Pe ez eo ar pezh a zo aberzhet d’an idol un dra bennak.

20 Met e lavaran penaos ar pezh a vez aberzhet gant ar baganed, en aberzhont d’an diaouled ha nann da Zoue. Ha ne fell ket din ho pefe kenunvaniezh gant an diaouled.

21 Ne c’hellit ket evañ hanaf an Aotrou hag hanaf an diaouled. Ne c’hellit ket kemer lod ouzh taol an Aotrou hag ouzh taol an diaouled.

22 Ha fellout a ra deomp hegasiñ gwarizi an Aotrou? Ha kreñvoc’h ez omp egetañ?


Frankiz ar gristenien

23 Pep tra a zo aotreet din, met pep tra n’eo ket talvoudus. Pep tra a zo aotreet din, met pep tra ne genteilh ket.

24 Ra ne glasko den e vad e-unan, met ra glasko pep hini mad ar re all.

25 Debrit eus kement a werzher er gigerezh hep ober goulenn ebet en abeg d’ar goustiañs,

26 rak: D’an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ.

27 Mar ped un den difeiz ac’hanoc’h, ha mar fell deoc’h mont gantañ, debrit eus ar pezh a vo lakaet dirazoc’h, hep goulenn netra en abeg d’ar goustiañs.

28 Met mar lavar unan bennak deoc’h: An dra-mañ a zo bet aberzhet d’an idoloù, na zebrit ket abalamour d’an hini en deus roet deoc’h an ali-se hag en abeg d’ar goustiañs, rak: D’an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ.

29 Met ar goustiañs a lavaran n’eo ket da hini met koustiañs egile. Rak abalamour da betra e vefe barnet va frankiz gant koustiañs unan all?

30 Mar debran en ur drugarekaat, perak e vefen tamallet evit un dra a drugarekaan evitañ?

31 Pe eta e tebrit, pe ec’h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.

32 Na roit ket da gavout tamall, na d’ar Yuzevien, na d’ar C’hresianed, na da Iliz Doue,

33 eveldon me ivez a fell din plijout d’an holl en holl draoù hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz evit ma vint salvet.

Lean sinn:



Sanasan