Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Danevelloù 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9

1 Holl re Israel a voe enrollet el lignezouriezh, ha setu ez int marilhet e Levr Rouaned Israel. Ha Juda a voe harluet da Vabilon en abeg d'o difealded.

2 Hag an dud kentañ a voe o chom en o dalc'hioù, en o c'hêrioù, a voe an Israeliz, an aberzhourien, al Levited hag an Netiniz.

3 E Jeruzalem e voe o chom eus mibien Juda, eus mibien Benjamin, eus mibien Efraim ha Manase.

4 Utai mab Amihud mab Omri mab Imri mab Bani mab Perez mab Juda.

5 Eus ar Shiloniz: Asaja ar c'hentañ-ganet hag e vibien.

6 Eus mibien Zerak: Jeuel hag e vreudeur, c'hwec'h kant dek ha pevar-ugent.

7 Eus mibien Benjamin: Sallu mab Meshullam mab Hodaia mab Asenua;

8 Jibneja mab Jerokam; Ela mab Uzzi mab Mikri; Meshullam mab Shefatia mab Reuel mab Jibneja;

9 o breudeur, hervez o lignez, nav c'hant c'hwec'h hag hanter-kant. An holl dud-se a voe pennoù tadoù, hervez ti o zadoù.

10 Eus an aberzhourien: Jedaja; Jehojarib; Jakin;

11 Azaria mab Hilkija mab Meshullam mab Zadok mab Merajod mab Akitub gouarnour ti Doue;

12 Adaja mab Jerokam mab Pashur mab Malkija; Maasai mab Adiel mab Jakzera mab Meshullam mab Meshillemid mab Immer;

13 o breudeur pennoù tiez o zadoù, mil seizh kant tri-ugent, tud kalonek evit labour ar servij e ti Doue.

14 Eus al Levited: Shemaja mab Hashub mab Azrikam mab Hashabia, eus mibien Merari;

15 Bakbakkar; Heresh; Galal; Matania mab Mika mab Zikri mab Azaf;

16 Abdia mab Shemaja mab Galal mab Jedutun; Berekia mab Asa, mab Elkana, a oa o chom e kêriadennoù an Netofatiz.

17 Ar borzhierien: Shallum; Akkub; Talmon; Akiman; o breudeur; Shallum a oa ar penn,

18 ha betek bremañ ez int ouzh dor ar Roue, ouzh ar sav-heol. Ar re-se a zo ar borzhierien evit kamp mibien Levi.

19 Shallum mab Kora, mab Ebjasaf, mab Kora, hag e vreudeur eus tiegezh Kora, ar Gorahiz, o doa karg ar servij eus diwaller treuzoù an deltenn. O zadoù o doa diwalet digor kamp an AOTROU .

20 Fineaz mab Eleazar a oa bet o fenn gwechall, hag an AOTROU a oa gantañ.

21 Zakaria mab Meshelemia a oa porzhier ouzh digor teltenn an engalv.

22 An holl re a voe dibabet da vezañ porzhierien ouzh an treuzoù a oa daou c'hant daouzek. Merket e voent el lignezouriezh hervez o c'hêriadennoù; David ha Samuel an diouganer en doa o lakaet en o c'harg.

23 Int hag o mibien a ziwalle dorojoù ti an AOTROU , ti an deltenn.

24 Bez' e oa porzhierien er pevar avel, ouzh ar sav-heol, ouzh ar c'huzh-heol, ouzh an hanternoz, ouzh ar c'hreisteiz.

25 O breudeur a oa er c'hêriadennoù o doa da zont d'o c'havout, a amzer da amzer, e-pad seizh devezh.

26 Rak ar pevar fenn-porzhier o doa en o c'harg da eveshaat war ar c'hambroù ha war deñzorioù ti Doue. Levited e oant.

27 En em zerc'hel a raent e-pad an noz en-dro da di Doue, rak ar gward anezhañ a oa dezho, hag o doa ar garg d'e zigeriñ bep mintin.

28 Bez' e oa ivez darn hag a oa lakaet war listri ar servij, rak niveret e oant pan o c'hasent e-barzh, ha niveret e oant pan o c'hasent er-maez

29 Bez' e oa ivez darn hag a oa lakaet war al listri all ha war draoù all ar santual, war ar flour bleud, ar gwin, an eoul, an ezañs, al louzoù-frondus.

30 Ar re a rae ar c'hwezh-vat gant ispisoù a oa mibien an aberzhourien.

31 Matitia, a-douez al Levited, kentañ-ganet Shallum ar C'horahiz, en doa ar garg eus ar gwestell poazhet er paelonoù.

32 E-touez mibien ar Gehatited, o breudeur, e oa ar re o doa ar garg eus ar baraoù a ginnig, da fichañ pep sabad.

33 Ar re-se a oa ar ganerien, pennoù tadoù al Levited, hag e oant o chom er c'hambroù, divec'h diouzh kargoù all, dre ma tleent bezañ er servij deiz ha noz.

34 Ar re-se a oa pennoù tadoù al Levited, pennoù hervez o rummadoù, hag e oant o chom e Jeruzalem.

35 Jeiel tad Gabaon a oa o chom e Gabaon. Anv e wreg a oa Maaka.

36 E vab kentañ-ganet a voe Abdon, ha goude: Zur, Kish, Baal, Ner, Nadab,

37 Gedor, Akjo, Zakaria, Miklod.

38 Miklod a voe tad da Shimeam. Hag e voent o chom ivez a-dal d'o breudeur e Jeruzalem, gant o breudeur.

39 Ner a voe tad da Gish, ha Kish a voe tad da Saül. Saül a voe tad da Jonatan, Malkishua, Abinadab, Eshbaal.

40 Mab Jonatan a voe Merib-Baal. Merib-Baal a voe tad da Vika.

41 Mibien Mika a voe: Piton, Melek, Takrea,

42 hag Akaz a voe tad da Jaera. Jaera a voe tad da Alemed, Azmaved, Zimri. Zimri a voe tad da Voza.

43 Moza a voe tad da Vinea, en doe da vab Refaja, en doe da vab Eleaza, en doe da vab Azel.

44 Azel en doe c'hwec'h mab ha setu o anvioù: Azrikam, Bokru, Ismael, Shearia, Abdia, Hanan. Ar re-se a voe mibien Azel.

Lean sinn:



Sanasan