Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Danevelloù 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 8

1 Benjamin a voe tad da Vela e gentañ-ganet, Ashbel an eil, Akrak an trede,

2 Noka ar pevare, Rafa ar pempvet.

3 Mibien Bela a voe: Adar, Gera, Abihud,

4 Abishua, Naaman, Akoak,

5 Gera, Shefufan, Huram.

6 Ar re-se a oa mibien Ehud; ar re-se a oa pennoù tadoù tud Geba, hag e voent treuzdouget da Vanahad:

7 Naaman, Akija, Gera, hemañ eo o dougas. Tad e voe da Uzza ha da Akikud.

8 Shakaraim en doe mibien e bro Voab, goude bezañ kaset kuit Hushim ha Baara e wragez

9 Hag eus Hodesh e wreg e voe tad da Jobab, Zibia, Mesha, Malkam,

10 Jeuz, Shokja, Mirma. Ar re-se a voe e vibien, pennoù tadoù.

11 Eus Hushim e voe tad da Abitub hag Elpaal.

12 Mibien Elpaal a voe: Eber, Misham, Shemer, a savas Ono ha Lod hag ar c'hêriadennoù tro-dro.

13 Beria ha Shema a voe pennoù tadoù tud Ajalon, hag e lakajont da dec'hout annezidi Gad.

14 Akjo, Shashak, Jeremoth,

15 Zebadja, Arad, Eder,

16 Mikael, Jishfa, Joha a voe mibien Beria.

17 Zebadja, Meshullam, Hizki, Heber,

18 Jishmerai, Jizlia, Jobab a voe mibien Elpaal.

19 Jakim, Zikri, Zabdi,

20 Elienai, Ziltai, Eliel,

21 Adaja, Beraja, Shimrad a voe mibien Shimei.

22 Jishpan, Eber, Eliel,

23 Abdon, Zikri, Hanan,

24 Hanania, Elam, Antotija,

25 Jifdeja, Penuel a voe mibien Shashak.

26 Shamsherai, Shekaria, Atalia,

27 Jaareshia, Elija, Zikri a voe mibien Jerokam.

28 Ar re-se a voe pennoù tadoù, ar pennoù hervez o rummadoù a oa o chom e Jeruzalem.

29 Tad Gabaon a voe o chom e Gabaon, anv e wreg a oa Maaka.

30 E vab kentañ-ganet a voe Abdon, ha goude: Zur, Kish, Baal, Nadab,

31 Gedor, Akjo, Zeker.

32 Miklod a voe tad da Shimea. Hag e oant o chom ivez e-kichen o breudeur, e Jeruzalem gant o breudeur.

33 Ner a voe tad da Gish. Kish a voe tad da Saol. Saol a voe tad da Jonatan, Malkishua, Abinadab, Eshbaal.

34 Mab Jonatan a voe Meribbaal. Meribbaal a voe tad da Vika.

35 Mibien Mika a voe: Piton, Melek, Taerea, Akaz.

36 Akaz a voe tad da Jehoada. Jehoada a voe tad da Alemed, Azmaved, Zimri. Zimri a voe tad da Voza.

37 Moza a voe tad da Vinea, a voe tad da Rafa, a voe tad da Eleaza, a voe tad da Azel.

38 Azel en doe c'hwec'h mab, setu amañ o anvioù: Azrikam, Bokru, Ismael, Shearia, Abdia, Hanan. An holl re-se a voe mibien Azel.

39 Mibien Eshek e vreur a voe: Ulam e gentañ-ganet, Jeush an eil, Elifeled an trede.

40 Mibien Ulam a voe brezelourien galonek o tennañ ar wareg; hag o doe kalz a vibien hag a vibien-vihan: kant hanter-kant. An holl re-se a voe mibien Benjamin.

Lean sinn:



Sanasan