Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

1 Danevelloù 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 7

1 Mibien Isakar a voe: Tola, Pua, Jashub, Shimron, pevar anezho.

2 Mibien Tola a voe: Uzzi, Refaja, Jeriel, Jakmai, Jibsam, Samuel, pennoù tiez o zadoù, eus Tola, brezelourien galonek en o rummadoù. O niver en amzer David a oa daou vil warn-ugent c'hwec'h kant.

3 Mab Uzzi a voe: Jizrakja. Mibien Jizrakja a voe: Mikael, Abdia, Joel, Jishija, pemp penn holl anezho.

4 Ha ganto, hervez o rummadoù hag hervez tiez o zadoù, e oa bagadoù soudarded evit ar brezel: c'hwec'h mil den ha tregont anezho, rak o doa kalz gwragez ha mibien.

5 Hag o breudeur, hervez holl diegezhioù Isakar, brezelourien galonek, a oa seizh mil ha pevar-ugent, merket el lignezouriezh.

6 Mibien Benjamin a voe: Bela, Beker, Jediael, tri anezho.

7 Mibien Bela a voe: Ezbon, Uzzi, Uziel, Jerimod, Iri, pemp penn-bras tiez o zadoù, brezelourien galonek, a oa daou vil warn-ugent pevar ha tregont, merket el lignezouriezh.

8 Mibien Beker a voe: Zemira, Joaz, Eliezer, Eljoenai, Omri, Jerimod, Abija, Anatod, Alamed, an holl re-se a voe mibien Beker,

9 merket el lignezouriezh hervez o rummadoù, evel pennoù tiez o zadoù, brezelourien galonek, e oant ugent mil daou c'hant.

10 Mab Jediael a voe: Bilhan. Mibien Bilhan a voe: Jeush, Benjamin, Ehud, Kenaana, Zetan, Tarsiz, Akishakar,

11 an holl re-se a voe mibien Jediael, pennoù tiez o zadoù, brezelourien galonek, hag e oant seitek mil daou c'hant o vont d'an arme evit ar brezel.

12 Shuppim hag Huppim a voe mibien Ir. Hushim a voe mab Aker.

13 Mibien Neftali a voe: Jahziel, Guni, Jezer, Shallum, mibien Bilha.

14 Mab Manase: Asriel, a c'hanas e serc'h siriat; genel a reas Makir tad Galaad.

15 Makir a gemeras ur wreg eus Huppim hag eus Shuppim. Anv e c'hoar a oa Maaka. Anv e eil mab a oa Zelofkad. Zelofkad en doe merc'hed.

16 Maaka gwreg Makir a c'hanas ur mab hag a anvas anezhañ Peresh. Anv e vreur a oa Sheresh, hag e vibien a oa Ulam ha Rekem.

17 Mab Ulam a voe: Bedan. Ar re-se a voe mibien Galaad mab Makir mab Manase.

18 E c'hoar Hammoleked a c'hanas: Ishod, Abiezer, Mahla.

19 Mibien Shemida a voe: Akian, Sichem, Likhi, Aniam.

20 Mibien Efraim a voe: Shutela, Bered e vab, Takad e vab, Eleada e vab, Takad e vab,

21 Zabad e vab, Shutela e vab, hag Ezer hag Elead. Tud Gad, bet ganet er vro, a lazhas anezho dre ma oant diskennet da dapout o zropelloù.

22 Efraim o zad a voe er c'hañv e-pad kalz a zeizioù, hag e vreudeur a zeuas d'e frealziñ.

23 Hag ez eas etrezek e wreg, a goñsevas hag a c'hanas ur mab, hag ec'h anvas anezhañ Beria, dre ma oa ar gwalleur en e di.

24 E verc'h a voe: Sheera, a savas Bet-Horon-Izelañ, Bet-Horon-Uhelañ hag Uzzen-Sheera.

25 E vab a voe Refak, Resehef, Telak e vab, Tahan e vab,

26 Laadan e vab, Amihud e vab, Elishama e vab,

27 Nun e vab, Jozue e vab.

28 O dalc'hioù hag o chomlec'hioù a voe: Betel hag ar c'hêriadennoù tro-dro; etrezek ar sav-heol, Naaran; etrezek ar c'huzh-heol, Gezer hag ar c'hêriadennoù tro-dro, Sichem hag ar c'hêriadennoù tro-dro, betek Gaza hag ar c'hêriadennoù tro-dro.

29 Mibien Manase a berc'hennas: Bet-Shean hag ar c'hêriadennoù tro-dro, Taanak hag ar c'hêriadennoù tro-dro, Megiddo hag ar c'hêriadennoù tro-dro, Dor hag ar c'hêriadennoù tro-dro. Er c'hêrioù-se e voe o chom mibien Jozef mab Israel.

30 Mibien Aser a voe: Jimna, Jishva, Jishvi, Beria, Serak o c'hoar.

31 Mibien Beria a voe: Heber, Malkiel, a voe tad da Virzavid.

32 Heber a voe tad da Jafled, da Shomer, da Hotam, da Shua o c'hoar.

33 Mibien Jafled a voe: Pasak, Bimhal, Ashvad. Ar re-se a voe mibien Jafled.

34 Mibien Shomer a voe: Aki, Rohega, Hubba, Aram.

35 Mibien e vreur Helem a voe: Zofak, Jimna, Shelesh, Amal.

36 Mibien Zofak a voe: Suak, Harnefer, Shual, Beri, Jimra,

37 Bezer, Hod, Shamma, Shilsha, Jitran, Beera.

38 Mibien Jeter a voe: Jefune, Pispa, Ara.

39 Mibien Ulla a voe: Arak, Haniel, Rizia.

40 An holl re-se a voe mibien Aser, pennoù tiez o zadoù, tud an dibab, brezelourien galonek, pennoù ar renerien, o niver a oa c'hwec'h mil warn-ugent, merket el lignezouriezh evit ar brezel.

Lean sinn:



Sanasan